Al lizher d’an Hebreed - Pennad 10
Pennad 10
La loi de Moïse ne présente que l’ébauche des biens à venir, et non pas l’expression même des réalités. Elle n’est donc jamais capable, par ses sacrifices qui sont toujours les mêmes, offerts indéfiniment chaque année, de mener à la perfection ceux qui viennent y prendre part. He 10, 1 : O vezañ ma-z eo al Lezenn an damskeud hepken eus ar madoù da zont ha n’eo ket ar wirionez anezho, n’eo ket hi a c’hell, diwar-bouez an aberzhoù-se, bepred an hevelep re a zalc’her da ginnig a vloaz da vloaz, peurwellaat ar re a dosta ouzh Doue.
Si ce culte les avait purifiés une fois pour toutes, ils n’auraient plus aucun péché sur la conscience et, dans ce cas, n’aurait-on pas cessé d’offrir les sacrifices ? He 10, 2 : Anez da se, daoust ha ne vijed ket paouezet d’o c’hinnig ? Peogwir n’o dije ket fideled al lidoù-se, en em santet c’hoazh dindan ar pec’hed, glanaet ma vijent bet ur wech evit mat.
Mais ceux-ci, au contraire, comportent chaque année un rappel des péchés. He 10, 3 : Met er c’hontrol, gant an aberzhoù-se o-unan e tegaser, bep bloaz, soñj eus ar pec’hedoù ;
Il est impossible, en effet, que du sang de taureaux et de boucs enlève les péchés. He 10, 4 : rak dic’hallus eo da wad tirvi ha bouc’hed lemel ar pec’hedoù kuit.
Aussi, en entrant dans le monde, le Christ dit : Tu n’as voulu ni sacrifice ni offrande, mais tu m’as formé un corps. He 10, 5 : Setu perak ar C’hrist o tont er bed, a gomz evel-hen : « Nag aberzh na profadenn n’o deus plijet dit, met ur c’horf ac’h eus kempennet din ;
Tu n’as pas agréé les holocaustes ni les sacrifices pour le péché ; He 10, 6 : n’ec’h eus ket kavet mat na loskaberzhoù nag aberzhoù evit ar pec’hed ;
alors, j’ai dit : Me voici, je suis venu, mon Dieu, pour faire ta volonté, ainsi qu’il est écrit de moi dans le Livre. He 10, 7 : neuze em eus lavaret : Setu ma teuan, rak e rolled al levr eo skrivet diwar va fenn, evit ober da youl, o Doue ! ».
Le Christ commence donc par dire : Tu n’as pas voulu ni agréé les sacrifices et les offrandes, les holocaustes et les sacrifices pour le péché, ceux que la Loi prescrit d’offrir. He 10, 8 : Kregiñ a ra o lavarout : « Nag aberzhoù, na profadennoù, na loskaberzhoù, na aberzhoù evit ar pec’hed n’o deus plijet dit, n’ec’h eus ket o c’havet mat. » Ha koulskoude eo hervez al Lezenn e vezont kinniget.
Puis il déclare : Me voici, je suis venu pour faire ta volonté. Ainsi, il supprime le premier état de choses pour établir le second. He 10, 9 : Ha goude-se e tiskler : « Setu ma teuan evit ober da youl ! » Kement-se a zo lemel kuit an urzhiadur kentañ evit diazezañ an eil.
Et c’est grâce à cette volonté que nous sommes sanctifiés, par l’offrande que Jésus Christ a faite de son corps, une fois pour toutes. He 10, 10 : Hag ar youl-se eus Doue eo an hini a ro deomp santelezh dre ar prof en deus graet Jezuz Krist eus e gorf ur wech evit mat.
Tout prêtre, chaque jour, se tenait debout dans le Lieu saint pour le service liturgique, et il offrait à maintes reprises les mêmes sacrifices, qui ne peuvent jamais enlever les péchés. He 10, 11 : Endra ma vez bemdez an holl veleien oc’h ofisañ en o sav hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, reoù ha n’hellont morse lemel ar pec’hedoù kuit,
Jésus Christ, au contraire, après avoir offert pour les péchés un unique sacrifice, s’est assis pour toujours à la droite de Dieu. He 10, 12 : eñ avat, goude bezañ kinniget evit ar pec’hedoù ur sakrifis hepmuiken, a zo aet d’azezañ evit atav en tu dehou da Zoue,
Il attend désormais que ses ennemis soient mis sous ses pieds. He 10, 13 : o c’hortoz hiviziken ma vo lakaet e enebourien da skabell dindan e dreid.
Par son unique offrande, il a mené pour toujours à leur perfection ceux qu’il sanctifie. He 10, 14 : Rak dre ur brofadenn hepken en deus peurwellaet da viken ar re santelaet.
L’Esprit Saint, lui aussi, nous l’atteste dans l’Écriture, car, après avoir dit : He 10, 15 : Hag ar Spered Santel, eñ ivez, a desteni deomp kement-se, rak goude bezañ lavaret :
Voici quelle sera l’Alliance que j’établirai avec eux quand ces jours-là seront passés, le Seigneur dit : Quand je leur donnerai mes lois, je les inscrirai sur leurs cœurs et dans leur pensée He 10, 16 : « Hemañ eo an Emglev a skoulmin ganto goude an deizioù-se, e lavar c’hoazh an Aotrou : Lakaat a rin va lezennoù en o c’halon hag e skrivin anezho en o spered,
et je ne me rappellerai plus leurs péchés ni leurs fautes. He 10, 17 : hag eus o fec’hedoù hag eus o drougoberoù ne virin ket soñj »
Or, quand le pardon est accordé, on n’offre plus le sacrifice pour le péché. He 10, 18 : Hogen e lec’h ma-z eo pardonet ar pec’hedoù, n’eus ket ezhomm ken eus ur brofadenn bennak evit ar pec’hed.
Frères, c’est avec assurance que nous pouvons entrer dans le véritable sanctuaire grâce au sang de Jésus : He 10, 19 : Evel-se ’ta, breudeur, o vezañ m’hon eus surentez da c’hallout antren e-barzh ar Santual, dre wad Jezuz,
nous avons là un chemin nouveau et vivant qu’il a inauguré en franchissant le rideau du Sanctuaire ; or, ce rideau est sa chair. He 10, 20 : dre an hent nevez ha bev-se en deus digoret deomp a-dreuz ar ouel, da lavarout eo a-dreuz e gorf,
Et nous avons le prêtre par excellence, celui qui est établi sur la maison de Dieu. He 10, 21 : hag o vezañ m’hon eus ur beleg meur diazezet war di Doue,
Avançons-nous donc vers Dieu avec un cœur sincère et dans la plénitude de la foi, le cœur purifié de ce qui souille notre conscience, le corps lavé par une eau pure. He 10, 22 : tostaomp gant ur galon wirion, e leunder ar feiz, glanaet hor c’halonoù eus loustoni ur goustiañs fall, ha gwalc’het hor c’horfoù gant dour glan.
Continuons sans fléchir d’affirmer notre espérance, car il est fidèle, celui qui a promis. He 10, 23 : Dalc’homp divrall da ziskleriadur hon esperañs ; rak gwirion eo an hini en deus prometet.
Soyons attentifs les uns aux autres pour nous stimuler à vivre dans l’amour et à bien agir. He 10, 24 : Ha taolomp evezh an eil ouzh egile evit en em vroudañ d’ar garantez ha d’an oberoù mat.
Ne délaissons pas nos assemblées, comme certains en ont pris l’habitude, mais encourageons-nous, d’autant plus que vous voyez s’approcher le Jour du Seigneur. He 10, 25 : Arabat dilezel ho podadegoù-c’hwi, evel m’eo boaz hiniennoù d’ober, met en em galonekait an eil egile, ha kement-se seul vuioc’h ma welit an Deiz o tostaat.
Car si nous demeurons volontairement dans le péché après avoir reçu la pleine connaissance de la vérité, il ne reste plus pour les péchés aucun sacrifice, He 10, 26 : Rak mar pec’homp a youl gaer, goude bezañ resevet an anaoudegezh eus ar wirionez, n’eus aberzh ebet ken o chom evit ar pec’hedoù.
mais une attente redoutable du jugement et l’ardeur d’un feu qui va dévorer les rebelles. He 10, 27 : N’eus mui nemet ur gortoz spouronus eus ar varnedigezh hag eus kounnar an tan a zle lonkañ an enebourien.
Si quelqu’un enfreint la loi de Moïse, c’est sans pitié qu’il est mis à mort sur la parole de deux ou trois témoins. He 10, 28 : An neb a dorr Lezenn Voizez a vez lakaet d’ar marv, hep truez ebet, war desteni daou pe dri.
Qu’en pensez-vous ? Ne sera-t-elle pas encore plus grave, la peine que méritera celui qui aura foulé aux pieds le Fils de Dieu, tenu pour profane le sang de l’Alliance par lequel il a été sanctifié, et outragé l’Esprit qui donne la grâce ? He 10, 29 : Na pegen gwashoc’h kastiz, a soñj deoc’h, ne vo ket dleet neuze d’an hini en devo mac’het Mab Doue dindan e dreid, en devo sellet evel tra boutin gwad an Emglev ez eo ennañ eo bet santelaet, hag en devo dismegañset Spered ar C’hras ?
Car nous connaissons celui qui a dit : C’est à moi de faire justice, c’est moi qui rendrai à chacun ce qui lui revient ; et encore : Le Seigneur jugera son peuple. He 10, 30 : Rak anavezout a reomp an hini en deus lavaret : « Din-me eo an dial ; din-me da reiñ gopr ». Ha c’hoazh : « An Aotrou a varno e bobl ».
Il est redoutable de tomber entre les mains du Dieu vivant ! He 10, 31 : Tra spontus eo kouezhañ etre daouarn an Doue bev.
Souvenez-vous de ces premiers jours où vous veniez de recevoir la lumière du Christ : vous avez soutenu alors le dur combat des souffrances, He 10, 32 : Hogen ho pet soñj eus an deizioù kentañ-se m’hoc’h eus, goude bezañ bet sklerijennet, gouzañvet gant kalon, ur c’hrogad bras a boanioù,
tantôt donnés en spectacle sous les insultes et les brimades, tantôt solidaires de ceux qu’on traitait ainsi. He 10, 33 : pa vezec’h diouzh un tu roet en arvest d’an dud e-kreiz dismegañsoù ha trubuilhoù, ha ma vezec’h, diouzh an tu all, a-unan gant ar re wallgaset evel-se.
En effet, vous avez montré de la compassion à ceux qui étaient en prison ; vous avez accepté avec joie qu’on vous arrache vos biens, car vous étiez sûrs de posséder un bien encore meilleur, et permanent. He 10, 34 : Rak kemeret hoc’h eus perzh e poanioù ar brizonidi hag asantet gant levenez e vefe dilamet ho madoù diganeoc’h, o c’houzout emaoc’h o perc’hennañ gwelloc’h pinvidigezh, unan badus.
Ne perdez pas votre assurance ; grâce à elle, vous serez largement récompensés. He 10, 35 : Rak-se na zistaolit ket ho fiziañs : digoll bras a zo miret dezhi.
Car l’endurance vous est nécessaire pour accomplir la volonté de Dieu et obtenir ainsi la réalisation des promesses. He 10, 36 : Dalc’hegezh a zo ret deoc’h evit ober youl Doue ha gounit gant se ar pezh en deus prometet.
En effet, encore un peu, très peu de temps, et celui qui doit venir arrivera, il ne tardera pas. He 10, 37 : « C’hoazh un nebeud amzer, un nebeudig, hag an Hini a zle dont a zeuio, ne zaleo ket.
Celui qui est juste à mes yeux par la foi vivra ; mais s’il abandonne, je ne trouve plus mon bonheur en lui. He 10, 38 : Va den reizh a vevo dre ar feiz, met mar en em denn kuit, ne gemero ket va ene plijadur ennañ.»
Or nous ne sommes pas, nous, de ceux qui abandonnent et vont à leur perte, mais de ceux qui ont la foi et sauvegardent leur âme. He 10, 39 : Ni avat n’omp ket eus ar re en em denn kuit evit mont da goll, met eus ar re a gred evit silvidigezh o ene.
