Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher d’an Hebreed » Pennad 4

Al lizher d’an Hebreed - Pennad 4

Levr : Al lizher d’an Hebreed
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13

Pennad 4



Craignons donc, tant que demeure la promesse d’entrer dans le repos de Dieu, craignons que l’un d’entre vous n’arrive, en quelque sorte, trop tard. He 4, 1 : Endra ma chom bepred o talvezout ar bromesa da antren en e ziskuizh, hor bezet aon na gredfe unan bennak bezañ re ziwezhat.

Certes, nous avons reçu une Bonne Nouvelle, comme ces gens-là ; cependant, la parole entendue ne leur servit à rien, parce qu’elle ne fut pas accueillie avec foi par ses auditeurs. He 4, 2 : Rak ni ivez hon eus resevet ar c’heloù mat kenkoulz hag ar re-se. Met al lavar o devoa klevet n’en devoa talvezet da netra dezho, rak ne oant ket chomet kenstag dre ar feiz ouzh ar re o devoa selaouet.

Mais nous qui sommes venus à la foi, nous entrons dans le repos dont il est dit : Dans ma colère, j’en ai fait le serment : On verra bien s’ils entreront dans mon repos ! Le travail de Dieu, assurément, était accompli depuis la fondation du monde, He 4, 3 : Antren a reomp avat, ni ar re a gred, en diskuizh a zo bet lavaret diwar e benn : « Neuze em eus touet em c’hounnar : nann, n’antreint ket em diskuizh ». A dra sur oberoù Doue a oa bet kaset da benn adal diazezidigezh ar bed,

comme l’Écriture le dit à propos du septième jour : Et Dieu se reposa le septième jour de tout son travail. He 4, 4 : pa lavar en ul lec’h bennak diwar-benn ar seizhvet deiz : « Hag e tiskuizhas Doue, er seizhvet deiz, eus e holl oberoù ».

Et dans le psaume, de nouveau : On verra bien s’ils entreront dans mon repos ! He 4, 5 : Hag amañ e lavar adarre : « N’antreint ket em diskuizh ».

Puisque certains doivent encore y entrer, et que les premiers à avoir reçu une Bonne Nouvelle n’y sont pas entrés à cause de leur refus de croire, He 4, 6 : Evel-se eta, pa chom gwir e tle hiniennoù antren en e ziskuizh, ha pa n’eo ket antreet en abeg d’o disentidigezh ar re a oa bet kemennet dezho da gentañ ar c’heloù eus kement-se,

il fixe de nouveau un jour, un aujourd’hui, en disant bien longtemps après, dans le psaume de David déjà cité : Aujourd’hui, si vous entendez sa voix, n’endurcissez pas votre cœur. He 4, 7 : neuze adarre e verk Doue un deiz, un « Hiziv », dre lavarout e David, goude keit-all amzer, evel m’hon eus meneget uheloc’h : « Hiziv, ma klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù ».

Car si Josué leur avait donné le repos, David ne parlerait pas après cela d’un autre jour. He 4, 8 : Ma vije Josoua en dije roet dezho an diskuizh-se, Doue n’en dije ket komzet goude-se eus un deiz all.

Ainsi, un repos sabbatique doit encore advenir pour le peuple de Dieu. He 4, 9 : Chom a ra eta ez eus un diskuizh, ur seizhvet deiz, miret evit pobl Doue.

Car Celui qui est entré dans son repos s’est reposé lui aussi de son travail, comme Dieu s’est reposé du sien. He 4, 10 : Rak an hini a antre e diskuizh Doue, a ziskuizh eñ ivez eus e labourioù, evel Doue eus e re.

Empressons-nous donc d’entrer dans ce repos-là, afin que plus personne ne tombe en suivant l’exemple de ceux qui ont refusé de croire. He 4, 11 : Difraeomp eta da antren en diskuizh-se, ha diwallomp na gouezhfe hini ebet en un hevelep disentidigezh.

Elle est vivante, la parole de Dieu, énergique et plus coupante qu’une épée à deux tranchants ; elle va jusqu’au point de partage de l’âme et de l’esprit, des jointures et des moelles ; elle juge des intentions et des pensées du cœur. He 4, 12 : Rak bev eo Komz Doue, nerzhus, kalz lemmoc’h eget n’eus forzh peseurt kleze divzremmek, barrek da vont tre betek dispartiañ an ene diouzh ar Spered, ar joentroù diouzh ar mel-eskern, ha gouest da varn mennadoù ha soñjoù ar galon.

Pas une créature n’échappe à ses yeux, tout est nu devant elle, soumis à son regard ; nous aurons à lui rendre des comptes. He 4, 13 : Kenkoulz all, n’eus krouadur ebet a chomfe hep bezañ gwelet gantañ, met dizolo ha diguzh eo pep tra evit daoulagad an Hini hon eus kont da rentañ dezhañ.

En Jésus, le Fils de Dieu, nous avons le grand prêtre par excellence, celui qui a traversé les cieux ; tenons donc ferme l’affirmation de notre foi. He 4, 14 : Peogwir hon eus eta un Arc’hbeleg meur, a zo aet dija e-barzh an Neñvoù, Jezuz, Mab Doue, dalc’homp start d’hon diskleriadur a feiz.

En effet, nous n’avons pas un grand prêtre incapable de compatir à nos faiblesses, mais un grand prêtre éprouvé en toutes choses, à notre ressemblance, excepté le péché. He 4, 15 : Rak n’hon eus ket un Arc’hbeleg n’hellfe ket kendrueziñ d’hor gwanderioù, met unan a zo bet amprouet e pep tra, da vezañ heñvel ouzhomp, nemet ar pec’hed n’en deus ket bet.

Avançons-nous donc avec assurance vers le Trône de la grâce, pour obtenir miséricorde et recevoir, en temps voulu, la grâce de son secours. He 4, 16 : Tostaomp eta gant surentez ouzh tron ar c’hras evit kaout trugarez ha resev ar c’hras da vezañ skoazellet e koulz mat.