Al lizher d’an Hebreed - Pennad 2
Pennad 2
Il nous faut donc d’autant plus prêter attention à ce que nous avons entendu, afin de ne pas nous fourvoyer. He 2, 1 : Rak-se e tleomp en em stagañ startoc’h ouzh ar gelennadurezh bet klevet ganeomp, gant aon da vezañ diroudet gant kas an dour.
En effet, si la parole annoncée par des anges s’est trouvée confirmée, et si toute transgression ou désobéissance a reçu une juste sanction, He 2, 2 : Rak dija ma-z eo en em ziskouezet evel talvoudek al lavar bet degemennet gant Aelez, ha ma-z eo bet roet ur paeamant reizh da bep torridigezh-lezenn ha da bep disentidigezh,
comment pourrons-nous sortir d’affaire si nous négligeons un pareil salut ? Celui-ci a été annoncé par le Seigneur au commencement ; ceux qui avaient entendu ont confirmé pour nous ce salut, He 2, 3 : penaos en em ziwallfemp, ni hon-unan, diouzh ar c’hastiz, mar chomfemp hep tennañ gounid eus ken bras silvidigezh ? Honnezh eo an hini he deus bet he fenn kentañ e prezegerezh an Aotrou, a zo bet suraet deomp gant ar re o devoa klevet,
et Dieu joignait son témoignage par des signes, des prodiges, toutes sortes de miracles, et le partage des dons de l’Esprit Saint, selon sa volonté. He 2, 4 : Doue e-unan o startaat o zesteni gant sinoù, traoù marzhus, burzhudoù a bep seurt, ha gant donezonoù ar Spered Santel, hervez e youl.
Car ce n’est pas à des anges que Dieu a soumis le monde à venir, dont nous parlons. He 2, 5 : N’eo ket evit gwir dindan sujidigezh an Aelez en deus Doue lakaet ar bed da zont, a gomzomp diwar e benn.
Un psaume l’atteste en disant : Qu’est-ce que l’homme pour que tu penses à lui, le fils d’un homme, que tu en prennes souci ? He 2, 6 : Unan bennak avat en deus en ul lec’h bennak testeniet kement-mañ : « Petra eo an den evit ma-z pefe soñj anezhañ, pe mab an den evit ma taolfes pled outañ ?
Tu l’as abaissé un peu au-dessous des anges, tu l’as couronné de gloire et d’honneur ; He 2, 7 : E lakaet ac’h eus evit ur pennadig izeloc’h eget an Aelez. Gant klod hag enor ec’h eus e gurunet.
tu as mis sous ses pieds toutes choses. Quand Dieu lui a tout soumis, il n’a rien exclu de cette soumission. Maintenant, nous ne voyons pas encore que tout lui soit soumis ; He 2, 8 : Lakaet ac’h eus pep tra dindan e dreid ». Peogwir en deus lakaet pep tra dindanañ, n’en deus lezet netra na vefe ket sujet dezhañ, petra bennak na welomp ket c’hoazh bremañ ez eo pep tra sujet dezhañ.
mais Jésus, qui a été abaissé un peu au-dessous des anges, nous le voyons couronné de gloire et d’honneur à cause de sa Passion et de sa mort. Si donc il a fait l’expérience de la mort, c’est, par grâce de Dieu, au profit de tous. He 2, 9 : Met an hini a zo bet lakaet evit ur pennadig izeloc’h eget an Aelez, Jezuz, eo an hini a welomp bremañ, dre m’en deus gouzañvet ar marv, kurunet a c’hloar hag a enor, en doare ma talv, dre c’hras Doue, evit pep den, ar marv-se bet tañvaet gantañ.
Celui pour qui et par qui tout existe voulait conduire une multitude de fils jusqu’à la gloire ; c’est pourquoi il convenait qu’il mène à sa perfection, par des souffrances, celui qui est à l’origine de leur salut. He 2, 10 : Rak Doue, hag a zo pep tra evitañ ha drezañ, pa felle dezhañ bleinañ d’ar c’hloar e-leizh a vibien, e oa dereat dezhañ lakaat da vezañ peurvat dre c’houzañv poanioù, ar pennrener a zlee o degas d’o silvidigezh.
Car celui qui sanctifie, et ceux qui sont sanctifiés, doivent tous avoir même origine ; pour cette raison, Jésus n’a pas honte de les appeler ses frères, He 2, 11 : Rak an hini a santela hag ar re santelaet a zo o-daou a-unan. Ha gant se n’en deus ket da gaout mezh ouzh o gervel breudeur,
quand il dit : Je proclamerai ton nom devant mes frères, je te chanterai en pleine assemblée, He 2, 12 : en ur lavarout : « Kemenn a rin da anv d’am breudeur. Da ganmeuliñ a rin e-kreiz ar vodadeg ».
et encore : Moi, je mettrai ma confiance en lui, et encore : Me voici, moi et les enfants que Dieu m’a donnés. He 2, 13 : Ha c’hoazh : « Me avat am bo fiziañs ennañ ». Ha c’hoazh : « Setu-me amañ hag ar vugale en deus Doue roet din ».
Puisque les enfants des hommes ont en commun le sang et la chair, Jésus a partagé, lui aussi, pareille condition : ainsi, par sa mort, il a pu réduire à l’impuissance celui qui possédait le pouvoir de la mort, c’est-à-dire le diable, He 2, 14 : Peogwir ar vugale o deus holl gwad ha kig, eñ ivez en hevelep doare en deus bet anezho, evit diskar gant e varv an hini en deus galloud ar marv, da lavarout eo an Diaoul,
et il a rendu libres tous ceux qui, par crainte de la mort, passaient toute leur vie dans une situation d’esclaves. He 2, 15 : hag evit dieubiñ ar re a veze dalc’het e sklavelezh, o buhez-pad, gant an aon rak ar marv.
Car ceux qu’il prend en charge, ce ne sont pas les anges, c’est la descendance d’Abraham. He 2, 16 : Evit gwir, n’eo ket kaoz an Aelez en deus kemeret war e gont, met kaoz diskennadur Abraham.
Il lui fallait donc se rendre en tout semblable à ses frères, pour devenir un grand prêtre miséricordieux et digne de foi pour les relations avec Dieu, afin d’enlever les péchés du peuple. He 2, 17 : Ha dre-se e ranke dont da vezañ e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit dont da vezañ un Arc’hbeleg trugarezus ha gwirion, gouest en e zarempredoù gant Doue, da baeañ digoll evit pec’hed ar bobl.
Et parce qu’il a souffert jusqu’au bout l’épreuve de sa Passion, il est capable de porter secours à ceux qui subissent une épreuve. He 2, 18 : Rak o vezañ m’en deus e-unan gouzañvet an amprou e c’hell skoazellañ ar re a vez amprouet.
