Al lizher d’an Hebreed - Pennad 12
Pennad 12
Ainsi donc, nous aussi, entourés de cette immense nuée de témoins, et débarrassés de tout ce qui nous alourdit – en particulier du péché qui nous entrave si bien –, courons avec endurance l’épreuve qui nous est proposée, He 12, 1 : Evel-se ni ivez, o kaout en-dro deomp un niver ken stank a destoù, taolomp kuit diouzhomp kement tra hor ponnerafe, hag ar pec’hed strobinellus. Stourmomp gant dalc’hegezh, evit trec’hiñ er redadenn ginniget deomp,
les yeux fixés sur Jésus, qui est à l’origine et au terme de la foi. Renonçant à la joie qui lui était proposée, il a enduré la croix en méprisant la honte de ce supplice, et il siège à la droite du trône de Dieu. He 12, 2 : en ur stagañ hor selloù ouzh an Hini a ren hor feiz hag he c’has d’ar barfeted, Jezuz, eñ hag en deus graet fae war an eurvad en em ginnige dezhañ, evit gouzañv ar Groaz, hep derc’hel kont eus an dismegañs, eñ hag a zo azezet hiviziken en tu dehou da gador-veur Doue.
Méditez l’exemple de celui qui a enduré de la part des pécheurs une telle hostilité, et vous ne serez pas accablés par le découragement. He 12, 3 : Soñjit tostoc’h pebezh enebiezh outañ e-unan en deus gouzañvet a-berzh ar bec’herien, evit na zeuio ket hoc’h eneoù da skuizhañ na da semplañ.
Vous n’avez pas encore résisté jusqu’au sang dans votre lutte contre le péché, He 12, 4 : N’eo ket c’hoazh betek ar gwad hoc’h eus bet da enebiñ en ho stourm-c’hwi ouzh ar pec’hed.
et vous avez oublié cette parole de réconfort, qui vous est adressée comme à des fils : Mon fils, ne néglige pas les leçons du Seigneur, ne te décourage pas quand il te fait des reproches. He 12, 5 : Daoust hag ankounac’haet hoc’h eus ivez an ali roet deoc’h evel da vibien : « Va mab, na ra ket fae war gastiz an Aotrou ; na goll ket kalon ma ra dit rebechoù ;
Quand le Seigneur aime quelqu’un, il lui donne de bonnes leçons ; il corrige tous ceux qu’il accueille comme ses fils. He 12, 6 : rak an Aotrou a gastiz an neb a zo karet gantañ, hag a skourjez an neb a zo kemeret gantañ da vab ».
Ce que vous endurez est une leçon. Dieu se comporte envers vous comme envers des fils ; et quel est le fils auquel son père ne donne pas des leçons ? He 12, 7 : M’hoc’h eus da c’houzañv eo evit ho kelennadurezh. Evel ouzh mibien e ra Doue ouzhoc’h. Rak piv eo ar mab ha na vez ket kastizet gant e dad ?
Si vous êtes privés des leçons que tous les autres reçoivent, c’est que vous êtes des bâtards et non des fils. He 12, 8 : Ma vezit eta diskarg diouzh ar c’hastiz en deus pep unan lod ennañ, ez oc’h neuze bastarded ha n’eo ket mibien.
D’ailleurs, nos parents selon la chair nous faisaient la leçon, et nous les respections. Ne devons-nous pas d’autant plus nous soumettre au Père de nos esprits pour avoir la vie ? He 12, 9 : Ouzhpenn-se, hag-eñ n’o deus ket hon tadoù hervez ar gwad hor c’hastizet ha koulskoude hon eus bet doujañs outo ; na pegen muioc’h neuze ne zleomp ket sentiñ ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez ?
Les leçons que nos parents nous donnaient en croyant bien faire n’avaient qu’un effet passager. Mais celles de Dieu sont vraiment pour notre bien : il veut nous faire partager sa sainteté. He 12, 10 : Hon tadoù int-i hor c’hastize hag hon addrese evit un nebeut deizioù hag hervez ma kave dezho ; Doue avat hor c’hastiz evit hor brasañ mad, evit m’hor bo lod en e santelezh.
Quand on vient de recevoir une leçon, on n’éprouve pas de la joie mais plutôt de la tristesse. Mais plus tard, quand on s’est repris grâce à la leçon, celle-ci produit un fruit de paix et de justice. He 12, 11 : Pep kastiz-kelenn a heñvel, a dra sur, d’ar c’houlz ma vez gouzañvet, bezañ un abeg a dristidigezh ha neket a levenez ; met diwezhatoc’h e tegas d’ar re a zo bet stummet gantañ, ur frouezh peoc’hus a reizhder.
C’est pourquoi, redressez les mains inertes et les genoux qui fléchissent, He 12, 12 : « Adsavit eta ho taouarn dinerzhet hag ho taoulin o trabidellañ ;
et rendez droits pour vos pieds les sentiers tortueux. Ainsi, celui qui boite ne se fera pas d’entorse ; bien plus, il sera guéri. He 12, 13 : kompezit ar skoaselloù dindan ho treid, evit na d-aio ket an ezel kamm da weañ, met kentoc’h ma vo pareet.»
Recherchez activement la paix avec tous, et la sainteté sans laquelle personne ne verra le Seigneur. He 12, 14 : Klaskit bezañ e peoc’h gant an holl hag ivez bevañ er santelezh na c’hell den hepti gwelout an Aotrou.
Soyez vigilants : que personne ne se dérobe à la grâce de Dieu, qu’il ne pousse chez vous aucune plante aux fruits amers, cela causerait du trouble, et beaucoup en seraient infectés ; He 12, 15 : Taolit evezh na vefe hini o lezel gras Doue da dremen, na kennebeut na zeufe ur wrizienn c’hwerv bennak da deurel kreskennoù ha d’ho strafuilhañ dre gontammañ ur c’halz ac’hanoc’h,
qu’il n’y ait pas de débauché ni de profanateur, comme Ésaü qui vendit son droit d’aînesse en échange d’un seul plat. He 12, 16 : na vefe erfin en ho touez unan bennak hudur pe disakr evel Ezaou a werzhas e wir a vab-henañ evit ur pladad hepken.
Vous savez que par la suite, quand il voulut recevoir en héritage la bénédiction, il fut rejeté, car il ne trouva aucune possibilité de changement à son égard, malgré ses réclamations et ses larmes. He 12, 17 : Gouzout a rit penaos diwezhatoc’h pa fellas dezhañ kaout da hêrezh bennozh e dad, e voe argaset hep gallout e zistreiñ diwar e soñj, petra bennak ma c’houlennas gant daeroù.
Vous n’êtes pas venus vers une réalité palpable, embrasée par le feu, comme la montagne du Sinaï : pas d’obscurité, de ténèbres ni d’ouragan, He 12, 18 : N’hoc’h eus ket tostaet ouzh un dra a c’hellfed stekiñ outañ, nag ouzh un tan o flammañ, nag ouzh an dic’houloù, nag ouzh an deñvalijenn, nag ouzh ar gorventenn,
pas de son de trompettes ni de paroles prononcées par cette voix que les fils d’Israël demandèrent à ne plus entendre. He 12, 19 : nag ouzh son an drompilh o skiltrañ, nag ouzh trouz ar vouezh-se ma c’houlenne ar re a gleve anezhi na vefe ken komzet outo.
Car ils ne supportaient pas cette interdiction : Qui touchera la montagne, même si c’est un animal, sera lapidé. He 12, 20 : Rak ne oant ket evit gouzañv ar c’hemennadur-mañ : « Nep piv bennak a stoko ouzh ar Menez, ha pa vefe ul loen, a vezo labezet ».
Le spectacle était si effrayant que Moïse dit : Je suis effrayé et tremblant. He 12, 21 : Ken spouronus e oa an arvest ma lavaras Moizez : Spontet on, ken e krenan.
Mais vous êtes venus vers la montagne de Sion et vers la ville du Dieu vivant, la Jérusalem céleste, vers des myriades d’anges en fête He 12, 22 : C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh Kêr an Doue bev, Jeruzalem an Neñv, ouzh milmiliadoù an Aelez en o lidadeg,
et vers l’assemblée des premiers-nés dont les noms sont inscrits dans les cieux. Vous êtes venus vers Dieu, le juge de tous, et vers les esprits des justes amenés à la perfection. He 12, 23 : ouzh bodadenn ar re gentañ-ganet enskrivet en Neñvoù, ouzh Doue barner an holl, ouzh speredoù an dud reizh deuet da vezañ peurvat,
Vous êtes venus vers Jésus, le médiateur d’une alliance nouvelle, et vers le sang de l’aspersion, son sang qui parle plus fort que celui d’Abel. He 12, 24 : ouzh Jezuz, hanterour un Emglev nevez, ouzh ar gwad en deus nerzh-glanaat, a gomz splannoc’h eget hini Abel.
Prenez garde, ne refusez pas d’entendre celui qui vous parle ; car si les fils d’Israël n’ont pas échappé au châtiment quand ils ont refusé d’entendre celui qui les avertissait par un oracle sur la terre, à plus forte raison nous n’y échapperons pas non plus, si nous nous détournons de celui qui nous parle depuis les cieux. He 12, 25 : Diwallit da nac’hañ selaou an hini a gomz ouzhoc’h ; rak mar n’o deus ket gallet en em virout diouzh ar c’hastiz, ar re o deus nac’het selaou an hini a embanne war an douar-mañ e ziouganoù, na pegen muioc’h c’hoazh ni hon-unan n’hellimp ket en em ziwall, ma troomp kein d’an hini a gomz eus an Neñvoù ;
Sa voix a jadis ébranlé la terre. Maintenant il fait cette annonce solennelle : une seule fois encore, moi, je ferai trembler, non seulement la terre, mais aussi le ciel. He 12, 26 : rak an hini en deus lakaet gant e vouezh an douar da grenañ, a ra bremañ deomp ar bromesa-mañ : « Ur wech c’hoazh e lakain da vrallañ n’eo ket an douar hepken, met an neñv ivez ».
Ces mots une seule fois encore montrent clairement qu’il y aura une transformation de ce qui sera ébranlé parce que ce sont des choses créées, afin que subsiste ce qui ne sera pas ébranlé. He 12, 27 : Ar gerioù-se : « Ur wech c’hoazh », a verk e vo taolet a-gostez an traoù brallus, evel traoù echu ganto, evit ma chomo da viken an traoù divrall.
C’est pourquoi, nous qui recevons une royauté inébranlable, soyons reconnaissants et rendons ainsi notre culte à Dieu d’une manière qui lui est agréable, avec grand respect et crainte. He 12, 28 : Neuze o vezañ ma resevomp perc’henniezh war ur rouantelezh divrall, dalc’homp start d’ar c’hras, ha drezi rentomp da Zoue un azeulerezh a blijo dezhañ, e doujañs hag e deoliezh.
Car notre Dieu est un feu dévorant. He 12, 29 : Rak hon Doue-ni a zo un tan pulluc’hus.
