Skip to content
Degemer » API foran

API foran

Ar Bibl e brezhoneg

A-drugarez d’an API foran kinniget gant Bibl.bzh e c’hellit gwelet katalog al levrioù ha resevout ur pennad e brezhoneg urzhiet dre werzad. Implijet e vez an doare GET gant ar goulennoù, hag ar respontoù a vez kaset e stumm JSON. Digor eo an implij, hep alc’hwez API.

Chomlec’h hollek : https://bibl.bzh/wp-json/bibl/v1

HentRespontSkouer
/levrKatalog urzhiet : Testamant Koazh, Testamant Nevez, hag ar Salmoù er fin. Evit pep levr, e vez roet gant an API ar c’hod, an titloù e brezhoneg hag e galleg, ha roll ar pennadoù e-barzh pennadou.Gwelet ar c’hatalog
/levr/{levr}/pennad/{pennad}Testenn ar pennad goulennet. Ar vaezienn yezh a vez leuniet gant br (yezh nemeti kaset evit poent). ‘Ba pep lodenn gwerzadou e vez adkavet niver ar pennad (pennad), hini ar gwerzad (gwerzad) hag an destenn (testenn). Urzhiet eo ar gwerzadoù hag e rankont bezañ diskouezet en urzh-mañ.Gwelet Lukaz 1

Evit digeriñ ur pennad, implijit kod al levr ha niver ur pennad e-touez ar re ‘vez kaset e-barzh ar roll pennadou. Levrioù ‘zo o deus ur pennad 0, evel Lizher Jeremias. Ar vaezienn gwerzad a vez leuniet gant arouezennoù lizhersifrennel evit mirout niverennoù doare 6a.

Ma ve goulennet ur pennad ha n’eus ket anezhañ e vo resevet ar fazi HTTP 404 gant ar c’hod bibl_pennad_not_found. UR fazi e-barzh an diaz-roadennoù a zistroio ar fazi 500 gant ar c’hod bibl_database_error. E brezhoneg eo kemennadennoù an API. Publik eo ar respontoù, hag e c’hellont bezañ lakaet er grubuilh e-pad 24 eurvezh.

Lennadennoù ar Sulioù hag ar gouelioù

A-drugarez d’an API foran kinniget gant Bibl.bzh e c’hellit ivez resevout lennadennoù ar Sulioù hag ar gouelioù pa vezont kinniget ganeomp, asambles gant ar podkast Pedenn an deiz kinniget gant RCF pa vez deus outañ. Implijet e vez an doare GET gant ar goulennoù, hag ar respontoù a vez kaset e stumm JSON. Digor eo an implij, hep alc’hwez API.

Chomlec’h hollek : https://bibl.bzh/wp-json/bibl/v1.

HentRespontSkouer
/lennadennou/{AAAA-MM-JJ}Lennadennoù ha podkast an deiziad goulennet, ma ve deus outo.14 a viz Mezheven 2026
/lennadennou/hizivLennadennoù ha podkast an deiz.Hiziv
/lennadennou/kentanLennadennoù an deiz, mod all reoù ar gouel par Sul o tont. Ar podkast avat a chom hini an deiz.Lennadennoù kentañ

Kompren respont an API

  • deiziad a zo deiziad ar goulenn. deiziad_lennadennou a zo hini an testennoù kaset, pe null pa vez ket a destenn.
  • lennadennou a stroll lennadennoù dre oferenn. An testennoù a vez kavet ‘barzh testennou, en urzh ‘lec’h ma vezont diskouezet war al lec’hienn.
  • aodio a vez implijet evit kas liamm ar podkast, hag e deiziad e-barzh aodio.deiziad. Talvezout a ra null pa ne vez ket kavet ur podkast.
  • liamm_web a gas war-zu pajenn al lennadennoù war Bibl.bzh. Al liamm a implij an deiziad kaset, mod all an hini goulennet.
  • deiziad_da_heul ha liamm_da_heul a gas war-zu an deiziad tostañ gant lennadennoù, al a zo hini ar respont JSON.

Un deiziad reizh met hep lennadenn a respont ur c’hod HTTP 200 gant ar roll lennadennou goullo. Kaset e vez ar podkast ma ve deus outañ. Un deiziad direizh, da skouer an 2026-02-30, a gaso ur c’hod HTTP 400.