Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Diougan Amos » Pennad 3

Diougan Amos - Pennad 3

Levr : Diougan Amos
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9

Pennad 3



Écoutez cette parole que le Seigneur prononce contre vous, fils d’Israël, contre tout le peuple qu’il a fait monter du pays d’Égypte : Am 3, 1 : Selaouit ar gomz-mañ a lavar an Aotrou a-enep deoc’h, bugale Israel, a-enep an holl diegezh am eus lakaet da sevel eus bro Egipt, lavarout a ra :

Je vous ai distingués, vous seuls, parmi tous les peuples de la terre ; aussi je vous demanderai compte de tous vos crimes. Am 3, 2 : N’em eus anavezet nemedoc’h eus holl diegezhioù an douar, setu perak ho kastizin evit hoc’h holl vankoù.

Deux hommes font-ils route ensemble sans s’être mis d’accord ? Am 3, 3 : Daoust hag e kerzh daou zen a-gevret war an hent anez en em glevout ?

Est-ce que le lion rugit dans la forêt sans avoir de proie ? Le lionceau va-t-il crier du fond de sa tanière sans avoir rien pris ? Am 3, 4 : Daoust hag e yud al leon er goadeg hep kaout ur preizh ? Daoust hag e ro al leonig en e ched e vouezh da glevout hep bezañ paket un dra bennak ?

L’oiseau tombe-t-il dans le filet posé à terre sans y être attiré par un appât ? Le piège se relève-t-il du sol sans avoir rien attrapé ? Am 3, 5 : Daoust hag e kouezh ar golvan d’an douar er roued hep ma vefe ur pech ? Daoust hag-eñ en em zistegn un traped a-us d’an douar hep bezañ paket tra pe dra ?

Va-t-on sonner du cor dans une ville sans que le peuple tremble ? Un malheur arrive-t-il dans une ville sans qu’il soit l’œuvre du Seigneur ? Am 3, 6 : Daoust hag e tasson ar c’horn. en ur gêr hep ma vefe ar bobl spouronet-holl ? Daoust hag e vez ur gwalleur e kêr hep ma vefe bet graet gant an Aotrou ?

– Car le Seigneur Dieu ne fait rien sans en révéler le secret à ses serviteurs les prophètes. Am 3, 7 : Rak an Aotrou Doue ne ra netra hep bezañ diskuliet e sekred d’e servijerien ar Brofeded.

Quand le lion a rugi, qui peut échapper à la peur ? Quand le Seigneur Dieu a parlé, qui refuserait d’être prophète ? Am 3, 8 : Yudet en deus al leon : piv n’en defe ket aon ? An Aotrou Doue en deus komzet : piv na ziouganfe ket ?

Proclamez près des palais d’Ashdod, près des palais du pays d’Égypte. Dites : Assemblez-vous sur les montagnes de Samarie, voyez les grands désordres au milieu d’elle ; en elle, que d’oppressions ! Am 3, 9 : Hen roit da glevout betek e palezioù Asour, ha betek e palezioù bro Egipt ; lavarit : en em vodit war venezioù Samaria gwelit pegen niverus an dizurzhioù a zo en he c’hreiz, hag ar gwaskerezh a zo en he diabarzh !

Ils n’ont pas su agir avec droiture – oracle du Seigneur –, ceux qui entassent dans leurs palais violence et rapine. Am 3, 10 : N’ouzont ket ober gant reizhded - Diougan an Aotrou ! -. Hag e verniont frouezh o drouknerzh hag o skrapadur en o falezioù.

C’est pourquoi – ainsi parle le Seigneur Dieu – l’ennemi encerclera le pays ; il te dépouillera de ta force et tes palais seront pillés. Am 3, 11 : Setu perak eo kement-mañ a lavar an Aotrou : An enebour a gelc’hio ar vro, tennañ a ray da nerzh diouzhit, hag e vo preizhet da balezioù.

Ainsi parle le Seigneur : Comme un berger sauve de la gueule du lion deux pattes ou un bout d’oreille, voilà comment seront sauvés les fils d’Israël, ceux qui sont, dans Samarie, assis au bord de leur couche, sur leur divan de Damas ! Am 3, 12 : Evel-hen e lavar an Aotrou : Evel ma savete ar mesaer diouzh geol al leon daou bav hag un tamm skouarn, evel-se e vo saveteet mibien Israel, int hag a zo koazezet e Samaria war gorn ur gwele pe war un divan eus Damask.

Écoutez et témoignez dans la maison de Jacob – oracle du Seigneur Dieu, le Dieu de l’univers : Am 3, 13 : Selaouit ha roit testeni a-enep tiegezh Jakob, diougan an Aotrou Doue, Doue an armeoù !

car au jour de mon intervention, les crimes d’Israël seront sur lui, et j’interviendrai contre les autels de Béthel : les cornes de l’autel seront brisées, elles tomberont à terre ; Am 3, 14 : D’an deiz ma kastizin Israel evit e dorfedoù, e skoin gant aoterioù Betel ; kernioù an aoter a vo diskaret hag e kouezhint d’an douar.

je ferai crouler maison d’hiver sur maison d’été, les maisons d’ivoire seront détruites et les vastes maisons disparaîtront Am 3, 15 : Skeiñ a rin ouzh an ti-goañv evel ouzh an ti-hañv ; distrujet e vo an tiez olifant hag ez aio da netra an tiez kaer, Diougan an Aotrou !