Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Ar Prezeger » Pennad 11

Ar Prezeger - Pennad 11

Levr : Ar Prezeger
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12

Pennad 11



Risque ta fortune sur les mers : après de longs jours, tu la retrouveras. Qo 11, 1 : Taol da beadra war zremm an dour, ha goude kalz amzer e adkavi anezhañ.

Divise ton bien en sept ou même huit parts : tu ne sais quel malheur peut arriver dans le pays. Qo 11, 2 : Ro lod anezhañ da seizh pe da eizh, rak n’ouzout ket peseurt gwalleur a c’hell degouezhout war an douar.

Quand les nuages sont gorgés d’eau, ils déversent leur pluie sur la terre. Qu’un arbre tombe au nord ou au midi, là où il est tombé, il restera. Qo 11, 3 : Pa vez karget ar c’houmoul e tiskargont o glav war an douar. Pe er c’hreisteiz pe en hanternoz e kouezhfe ar wezenn, e-lec’h ma kouezh e chom.

Qui attend le bon vent, jamais ne sèmera ; qui scrute les nuages, jamais ne moissonnera. Qo 11, 4 : An neb a sell ouzh an avel, ne hado ket ; hag an neb a sell ouzh ar c’houmoul ne vedo ket.

De même que tu ignores les routes du vent et comment se forment les os de l’enfant dans le ventre de la mère, de même tu ne comprends pas l’œuvre de Dieu qui fait toute chose. Qo 11, 5 : Evel n’ouzout ket pe hent a zo d’an alan betek an eskern, na penaos en em stumm ar bugel e askre e vamm, evel-se n’anavezez ket labour Doue, oberour pep tra.

Dès le matin, sème tes semences, et jusqu’au soir n’arrête pas ton ouvrage, car tu ignores ce qui réussira, ceci ou cela, ou si les deux ensemble seront bons. Qo 11, 6 : A-dal ar beure, had da c’hreun ; ha da noz, na lez ket da zorn da ziskuizhañ. Rak n’ouzout ket petra a zeuio da vat, pe kement-mañ pe kement-se, pe daoust ha ne vint ket o-daou ken mat all.

Oui, douce est la lumière ! Quel bonheur pour les yeux de voir le soleil ! Qo 11, 7 : Dous eo ar sklêrijenn hag ur blijadur evit an daoulagad gwelout an heol.

L’homme vivrait-il de longues années, qu’il se réjouisse de chacune d’elles ! Qu’il songe aussi aux jours de ténèbres, car ils seront nombreux. Tout ce qui arrive n’est que vanité. Qo 11, 8 : Ha pa chomfe bev an den bloavezhioù e-leizh, ra denno joa diouto holl, ha ra soñjo en e zeizioù a deñvalijenn, rak niverus e vint : avel ha kerse eo kement a c’hoarvez.

Réjouis-toi, jeune homme, dans ton adolescence, et sois heureux aux jours de ta jeunesse. Suis les sentiers de ton cœur et les désirs de tes yeux ! Mais sache que pour tout cela Dieu t’appellera en jugement. Qo 11, 9 : Den yaouank, en em laouena ez yaouankiz, ha ra vo evurus da galon e deizioù da oad-flamm. Heuilh hentoù da galon ha c’hoantoù da zaoulagad ! Met gouez e vi galvet gant Doue da vezañ barnet war gement-se holl.

Éloigne de ton cœur le chagrin, écarte de ta chair la souffrance car l’adolescence et le printemps de la vie ne sont que vanité. Qo 11, 10 : Pella an doan diouzh da galon, ha kas kuit ar boan diouzh da gorf ! Met tra dibad eo yaouankiz ha oad-flamm !