Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An eil lizher d’an Desalonikiz » Pennad 2

An eil lizher d’an Desalonikiz - Pennad 2

Levr : An eil lizher d’an Desalonikiz
Pennad : 1 | 2 | 3

Pennad 2



Frères, nous avons une demande à vous faire à propos de la venue de notre Seigneur Jésus Christ et de notre rassemblement auprès de lui : 2Th 2, 1 : Ho pediñ a reomp, breudeur, evit ar pezh a sell ouzh Donedigezh hon Aotrou Jezuz Krist hag hon emgav a-unan gantañ,

si l'on nous attribue une inspiration, une parole ou une lettre prétendant que le jour du Seigneur est arrivé, n'allez pas aussitôt perdre la tête, ne vous laissez pas effrayer. 2Th 2, 2 : n’en em lezit ket ken buan-se da vezañ strafuilhet ho soñj na trechalet ho spered en abeg da ziouganoù, pe gomzoù, pe lizher bet kaset ganeomp, hervez, a rofe da grediñ emañ aze Deiz an Aotrou.

Ne laissez personne vous égarer d’aucune manière. Car il faut que vienne d’abord l’apostasie, et que se révèle l’Homme de l’impiété, le fils de perdition, 2Th 2, 3 : Arabat da zen ebet ho touellañ e stumm ebet. A-raok eo ret e teufe ar renavierezh, hag en em ziskouezfe an Den a Fallagriezh, Mab ar Gollidigezh,

celui qui s’oppose, et qui s’élève contre tout ce que l’on nomme Dieu ou que l’on vénère, et qui va jusqu’à siéger dans le temple de Dieu en se faisant passer lui-même pour Dieu. 2Th 2, 4 : an Enebour, an hini en em savo a-enep hag a-us da gement a zoug anv Doue pe a vez kehelet, betek mont da droniñ e-unan e santual Doue ha d’en em dremen e-unan da Zoue.

Ne vous souvenez-vous pas que je vous en ai parlé quand j’étais encore chez vous ? 2Th 2, 5 : Hag-eñ n’hoc’h eus ket soñj e lavaren kement-se deoc’h p’edon c’hoazh en ho touez ?

Maintenant vous savez ce qui le retient, de sorte qu’il ne se révélera qu’au temps fixé pour lui. 2Th 2, 6 : Ha gouzout a rit petra a vir bremañ outañ, evit ma n’en em ziskouezo nemet en e amzer.

Car le mystère d’iniquité est déjà à l’œuvre ; il suffit que soit écarté celui qui le retient à présent. 2Th 2, 7 : Rak krog eo dija gant e labour mister ar Fallagriezh. Met a-walc’h eo ma vo tennet kuit an hini a harz outañ,

Alors sera révélé l’Impie, que le Seigneur Jésus supprimera par le souffle de sa bouche et fera disparaître par la manifestation de sa venue. 2Th 2, 8 : hag en em ziskouezo neuze ar Fallakr ; hogen an Aotrou a zistrujo anezhañ gant c’hwezh e c’henou hag a gaso anezhañ da get gant splannder e zonedigezh.

La venue de l’Impie, elle, se fera par la force de Satan avec une grande puissance, des signes et des prodiges trompeurs, 2Th 2, 9 : Donedigezh ar Fallakr-se a vo avat ouzh he heul dre c’halloud Satan a bep seurt oberoù galloudus, sinoù ha burzhudoù tromplus,

avec toute la séduction du mal, pour ceux qui se perdent du fait qu’ils n’ont pas accueilli l’amour de la vérité, ce qui les aurait sauvés. 2Th 2, 10 : hag ivez holl douellerezh an droug, evit ar re a ya d’an em goll dre ma n’o deus ket digoret o c’halonoù da garantez ar wirionez he dije o salvet.

C’est pourquoi Dieu leur envoie une force d’égarement qui les fait croire au mensonge ; 2Th 2, 11 : Rak-se, Doue a gas dezho un nerzh a belbi, en doare ma teuont da grediñ er gaou,

ainsi seront jugés tous ceux qui n’ont pas cru à la vérité, mais qui se sont complus dans le mal. 2Th 2, 12 : ha ma vo kondaonet an holl dud-se n’o devo ket kredet er wirionez, met en em lakaet a-du gant an droug.

Quant à nous, à tout moment nous devons rendre grâce à Dieu à votre sujet, frères, vous qui êtes aimés du Seigneur, puisque Dieu vous a choisis en premier pour être sauvés par l’Esprit qui sanctifie et par la foi en la vérité. 2Th 2, 13 : Ni avat, eo trugarekaat Doue a zleomp ober hep paouez abalamour deoc’h, breudeur karet gant an Aotrou, dre m’en deus Doue ho tibabet adalek ar penn kentañ evit bezañ salvet dre nerzh-santelaat ar Spered ha dre ar feiz er wirionez.

C’est à cela que Dieu vous a appelés par notre proclamation de l’Évangile, pour que vous entriez en possession de la gloire de notre Seigneur Jésus Christ. 2Th 2, 14 : D’an dra-se en deus ho kalvet dre hor prezegerezh eus an Aviel, da berc’hennañ gloar hon Aotrou Jezuz Krist.

Ainsi donc, frères, tenez bon, et gardez ferme les traditions que nous vous avons enseignées, soit de vive voix, soit par lettre. 2Th 2, 15 : Neuze ’ta, breudeur, dalc’hit start ha mirit ar gelennadurezh hon eus roet deoc’h hag hoc’h eus desket diganeomp dre gomz pe dre lizher.

Que notre Seigneur Jésus Christ lui-même, et Dieu notre Père qui nous a aimés et nous a pour toujours donné réconfort et bonne espérance par sa grâce, 2Th 2, 16 : Hon Aotrou Jezuz Krist e-unan ha Doue hon Tad hag en deus hor c’haret ha roet deomp dre c’hras frealzidigezh peurbadus hag esperañs evurus,

réconfortent vos cœurs et les affermissent en tout ce que vous pouvez faire et dire de bien. 2Th 2, 17 : ra frealzint ho kalonoù ha ra greñvaint ac’hanoc’h e pep oberenn ha deskadurezh santel.