Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher d’ar Filipiz » Pennad 2

Al lizher d’ar Filipiz - Pennad 2

Levr : Al lizher d’ar Filipiz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4

Pennad 2



S’il est vrai que, dans le Christ, on se réconforte les uns les autres, si l’on s’encourage avec amour, si l’on est en communion dans l’Esprit, si l’on a de la tendresse et de la compassion, Ph 2, 1 : Setu perak, ma c’hell bezañ graet ur goulenn e anv ar C’hrist, un erbedadur e anv ar garantez, ma-z eus un unvaniezh a-berzh ar Spered, un drugarez er galon, ho pedan

alors, pour que ma joie soit complète, ayez les mêmes dispositions, le même amour, les mêmes sentiments ; recherchez l’unité. Ph 2, 2 : da gas va levenez betek he barr uhelañ dre chom unanet mat kenetrezoc’h : ho pet un hevelep karantez, un hevelep ene, un hevelep soñj.

Ne soyez jamais intrigants ni vaniteux, mais ayez assez d’humilité pour estimer les autres supérieurs à vous-mêmes. Ph 2, 3 : Netra diwar spered gwarizius na diwar lorc’haj ; met diwar-bouez an izelegezh ra soñjo pep unan ez eo trec’h ar re all warnañ e-unan ;

Que chacun de vous ne soit pas préoccupé de ses propres intérêts ; pensez aussi à ceux des autres. Ph 2, 4 : arabat deoc’h klask hepken ho kounid hoc’h-unan, met ivez hini ar re all.

Ayez en vous les dispositions qui sont dans le Christ Jésus : Le Christ Jésus, Ph 2, 5 : Sed ar soñjoù a zleit lakaat ennoc’h, evel m’emaint ivez er C’hrist Jezuz :

ayant la condition de Dieu, ne retint pas jalousement le rang qui l’égalait à Dieu. Ph 2, 6 : Eñ hag a oa Doue a stumm ne sellas ket evel e dra chom en e renk, par da Zoue ;

Mais il s’est anéanti, prenant la condition de serviteur, devenant semblable aux hommes. Reconnu homme à son aspect, Ph 2, 7 : Met da netra eo ’n em lakaet dre gemer stumm ar servijer ha dont da vezañ 'giz an dud. Goude ’n em ziskouez 'vel un den ;

il s’est abaissé, devenant obéissant jusqu’à la mort, et la mort de la croix. Ph 2, 8 : en deus c’hoazh en em izelaet dre sentiñ betek ar marv, betek ur marv war ur groaz.

C’est pourquoi Dieu l’a exalté : il l’a doté du Nom qui est au-dessus de tout nom, Ph 2, 9 : Setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ. ha roet dezhañ an anv a zo a-us da bep anv,

afin qu’au nom de Jésus tout genou fléchisse au ciel, sur terre et aux enfers, Ph 2, 10 : ma vo pep glin e anv Jezuz o plegañ e lein an Neñvoù, war an douar hag e bed an Ankou,

et que toute langue proclame : « Jésus Christ est Seigneur » à la gloire de Dieu le Père. Ph 2, 11 : evit ma tisklerio pep teod eo Jezuz Krist eo an Aotrou, evit gloar Doue an Tad.

Ainsi, mes bien-aimés, vous qui avez toujours obéi, travaillez à votre salut avec crainte et profond respect ; ne le faites pas seulement quand je suis là, mais encore bien plus maintenant que je n’y suis pas. Ph 2, 12 : Gant se, va re vuiañ-karet, evel ma-z oc’h bet atav sentus ouzhin, evel-se bepred, n’eo ket hepken pa vezan ganeoc’h, met kalz muioc’h c’hoazh p’emaon pell diouzhoc’h, labourit d’ho silvidigezh gant aon ha spouron.

Car c’est Dieu qui agit pour produire en vous la volonté et l’action, selon son projet bienveillant. Ph 2, 13 : Rak Doue eo an hini a ra ennoc’h ar mennout hag an ober, hervez ma plij d’e drugarez.

Faites tout sans récriminer et sans discuter ; Ph 2, 14 : Grit pep tra hep grozmolat na tabutal,

ainsi vous serez irréprochables et purs, vous qui êtes des enfants de Dieu sans tache au milieu d’une génération tortueuse et pervertie où vous brillez comme les astres dans l’univers, Ph 2, 15 : evit dont da vezañ direbech ha dinamm, evel bugale Doue didamall e-kreiz ur rummad-tud diroudet ha fallakr ; en doare da skediñ en o zouez evel goulaouennoù er bed,

en tenant ferme la parole de vie. Alors je serai fier de vous quand viendra le jour du Christ : je n’aurai pas couru pour rien ni peiné pour rien. Ph 2, 16 : en ur ziskouez ar gomz a vuhez. Ha peadra am bo gant se da fougeal da Zeiz ar C’hrist, o vezañ n’em bo ket redet en aner na labouret evit netra.

Et si je dois verser mon sang pour l’ajouter au sacrifice que vous offrez à Dieu par votre foi, je m’en réjouis et je partage votre joie à tous. Ph 2, 17 : Ha zoken ma tle va gwad bezañ skuilhet da brofadenn evit sakrifis-lid ho feiz, em eus levenez, levenez a-gevret ganeoc’h-holl.

Et vous, de même, réjouissez-vous et partagez ma joie. Ph 2, 18 : Hag en hevelep doare, ho pet levenez, c’hwi ivez, levenez a-gevret ganin.

Dans le Seigneur Jésus, j’ai l’espoir de vous envoyer bientôt Timothée, pour que j’aie, moi aussi, la satisfaction de recevoir de vos nouvelles. Ph 2, 19 : Esperiñ a ran en Aotrou Jezuz kas deoc’h hep dale Timozeos evit bezañ me ivez kalonekaet o klevout eus ho keloù.

Je n’ai en effet personne d’autre qui partage véritablement avec moi le souci de ce qui vous concerne. Ph 2, 20 : N’em eus ket ganin unan o kaout muioc’h egetañ va soñjoù va-unan hag a vefe barrekoc’h da gemer a galon leal, preder gant ho toareoù.

Car tous les autres se préoccupent de leurs propres affaires, non pas de celles de Jésus Christ. Ph 2, 21 : Rak an holl dud a glask o mad o-unan, ha n’eo ket hini ar C’hrist Jezuz.

Mais lui, vous savez que sa valeur est éprouvée : comme un fils avec son père, il s’est mis avec moi au service de l’Évangile. Ph 2, 22 : Gouzout a rit ez eo un den amprouet, ha penaos, evel ur bugel e-kichen e dad, en deus labouret ganin da gaoz an Aviel.

J’espère donc vous l’envoyer dès que je verrai clair sur ma situation. Ph 2, 23 : Esper am eus eta d’e gas betek ennoc’h, kerkent ha ma welin sklaeroc’h em afer.

J’ai d’ailleurs confiance dans le Seigneur que je viendrai moi-même bientôt. Ph 2, 24 : Met fiziañs am eus en Aotrou eo me va-unan a zeuio prestik.

J’ai aussi jugé nécessaire de vous envoyer Épaphrodite, mon frère, mon compagnon de travail et de combat. Il était votre envoyé, pour me rendre les services dont j’avais besoin, Ph 2, 25 : Soñjal a ran avat eo ret din kas deoc’h en-dro Epafroditos, ar breur en deus labouret ha stourmet ganin hag ho poa kaset din evit pourveziñ d’am ezhommoù.

mais il avait un grand désir de vous revoir tous, et il se tourmentait parce que vous aviez appris sa maladie. Ph 2, 26 : Kement a c’hoant en deus da zistreiñ d’ho kwelout, ha gwall nec’het eo o vezañ m’hoc’h eus klevet keloù eus e gleñved.

Car il a été malade, et bien près de la mort, mais Dieu a eu pitié de lui, et pas seulement de lui, mais aussi de moi, en m’évitant d’avoir tristesse sur tristesse. Ph 2, 27 : Klañv eo bet e gwirionez, ha klañv da vervel. Met Doue en deus bet truez outañ, ha n’eo ket outañ hepken, met ouzhin-me ivez, ha miret en deus n’em befe tristidigezh war-lerc’h tristidigezh.

Je m’empresse donc de vous le renvoyer : ainsi vous retrouverez votre joie en le voyant, et moi je serai moins triste. Ph 2, 28 : Hastañ a ran eta d’e gas deoc’h, evit m’ho po levenez en-dro ouzh e welout, hag evit m’em bo eus va zu nebeutoc’h a zoan.

Dans le Seigneur, faites-lui donc un accueil vraiment joyeux, et tenez de telles personnes en grande estime : Ph 2, 29 : E zegemerit eta, en Aotrou, gant kalz a joa ; hag enorit an dud a-seurt gantañ.

c’est pour l’œuvre du Christ qu’il a failli mourir ; il a risqué sa vie pour accomplir, à votre place, les services que vous ne pouviez me rendre vous-mêmes. Ph 2, 30 : Rak en abeg da oberenn ar C’hrist ez eo bet e par ar marv, o vezañ bet risklet e vuhez evit rentañ din ar servij na oac’h ket evit rentañ hoc’h-unan.