Al lizher d’ar C’halated - Pennad 3
Pennad 3
Galates stupides, qui donc vous a ensorcelés ? À vos yeux, pourtant, Jésus Christ a été présenté crucifié. Ga 3, 1 : O Galated diskiant ! piv en deus ho teoget, c’hwi hag a zo bet skeudennet koulskoude dirak ho taoulagad Jezuz Krist stag ouzh ar Groaz ?
Je n’ai qu’une question à vous poser : l’Esprit Saint, l’avez-vous reçu pour avoir pratiqué la Loi, ou pour avoir écouté le message de la foi ? Ga 3, 2 : Kement-mañ hepken a fell din gouzout diganeoc’h : hag-eñ eo dre seveniñ oberoù al Lezenn hoc’h eus resevet ar Spered, pe dre vezañ kredet er feiz ?
Comment pouvez-vous être aussi fous ? Après avoir commencé par l’Esprit, allez-vous, maintenant, finir par la chair ? Ga 3, 3 : Daoust ha ken diskiant-se e vefec’h da echuiñ bremañ e traoù ar c’horf goude bezañ kroget gant traoù ar spered ?
Auriez-vous vécu de si grandes choses en vain ? Si encore ce n’était qu’en vain ! Ga 3, 4 : Kement a c’hrasoù ho pefe neuze resevet evit netra ? Ya, evit netra e vefe bet neuze evit gwir.
Celui qui vous fait don de l’Esprit et qui réalise des miracles parmi vous, le fait-il parce que vous pratiquez la Loi, ou parce que vous écoutez le message de la foi ? Ga 3, 5 : An Hini eta a ro deoc’h ar Spered gant largentez hag a ra gant nerzh burzhudoù en ho touez, hag-eñ e rafe kement-se dre ma sevenit oberoù al Lezenn, pe dre ma kredit er feiz ?
C’est ainsi qu’Abraham eut foi en Dieu, et il lui fut accordé d’être juste. Ga 3, 6 : Evel-se, Abraham a gredas e Doue, ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder.
Comprenez-le donc : ceux qui se réclament de la foi, ce sont eux, les fils d’Abraham. Ga 3, 7 : Komprenit mat eta ez eo an dud a feiz ar re a zo mibien Abraham.
D’ailleurs, l’Écriture avait prévu, au sujet des nations, que Dieu les rendrait justes par la foi, et elle avait annoncé d’avance à Abraham cette bonne nouvelle : En toi seront bénies toutes les nations. Ga 3, 8 : Hag ar Skritur o rakwelout eo dre ar feiz e rofe Doue ar reizhder d’ar Broadoù, a rakkemennas ar c’heloù mat-se da Abraham : « Ennout, emezi, e vo benniget an holl vroadoù »,
Ainsi, ceux qui se réclament de la foi sont bénis avec Abraham, le croyant. Ga 3, 9 : en doare ma vez benniget an dud a feiz a-gevret gant Abraham, an den a feiz.
Quant à ceux qui se réclament de la pratique de la Loi, ils sont tous sous la menace d’une malédiction, car il est écrit : Maudit soit celui qui ne s’attache pas à mettre en pratique tout ce qui est écrit dans le livre de la Loi. Ga 3, 10 : Ar re avat en em laka da oberourien al Lezenn, ar re-se a gouezh dindan ur vallozh. Rak skrivet eo : « Milliget ra vezo an neb na chom ket stag ouzh an holl c’hourc’hemennoù skrivet e levr al Lezenn evit o mirout ».
Il est d’ailleurs clair que par la Loi personne ne devient juste devant Dieu, car, comme le dit l’Écriture, celui qui est juste par la foi, vivra, Ga 3, 11 : Ha ne c’hell al Lezenn lakaat den ebet da vezañ reizh dirak Doue, anat eo an dra-se, peogwir eo skrivet : « An den reizh en devo buhez dre ar feiz ».
et la Loi ne procède pas de la foi, mais elle dit : Celui qui met en pratique les commandements vivra à cause d’eux. Ga 3, 12 : Al Lezenn avat n’eo ket diazezet war ar feiz, er c’hontrol eo skrivet : « An neb a viro ar gourc’hemennoù-se en devo buhez ganto ».
Quant à cette malédiction de la Loi, le Christ nous en a rachetés en devenant, pour nous, objet de malédiction, car il est écrit : Il est maudit, celui qui est pendu au bois du supplice. Ga 3, 13 : Ar C’hrist eo an hini en deus hon dasprenet eus mallozh al Lezenn, deuet ma-z eo da vezañ mallozh evidomp,
Tout cela pour que la bénédiction d’Abraham s’étende aux nations païennes dans le Christ Jésus, et que nous recevions, par la foi, l’Esprit qui a été promis. Ga 3, 14 : pa-z eo skrivet : « Milliget ra vo an neb a zo e pign ouzh ar c’hoad » ; hag an dra-se evit ma tremenfe d’ar Broadoù e Jezuz Krist bennozh Abraham, evit ma resevfemp dre ar feiz ar Spered prometet.
Frères, j’emploie ici un langage humain. Quand un homme a fait un testament en bonne et due forme, personne ne peut l’annuler ou lui ajouter des clauses. Ga 3, 15 : Breudeur, keñveriañ a ran an traoù-mañ ouzh ar pezh a dremen war dachenn an dud : pa c’hoarvez d’un den sinañ da vat un testamant - hag evelato n’eo nemet un den - ne c’hell den all ebet goude-se nag e derriñ na lakaat warnañ addiviz ebet.
Or, les promesses ont été faites à Abraham ainsi qu’à sa descendance ; l’Écriture ne dit pas « et à tes descendants », comme si c’était pour plusieurs, mais et à ta descendance, comme pour un seul, qui est le Christ. Ga 3, 16 : Evel-se ar promesaoù a zo bet graet da Abraham ha d’e ziskennadur ; ne lavar ket ar Skritur : « ha d’e ziskennidi » evel pa vije kaoz eus meur a hini, met evel pa ne vefe nemet unan : « ha d’e ziskennadur »,da lavarout eo ar C’hrist.
Alors je dis ceci : le testament fait par Dieu en bonne et due forme n’est pas révoqué par la Loi intervenue quatre cent trente ans après, ce qui abolirait la promesse. Ga 3, 17 : Setu amañ va soñj eta : un testamant o vezañ bet divizet reizh ha mat gant Doue, n’eo ket al Lezenn deuet pevar c’hant tregont vloaz diwezhatoc’h a c’hellfe tennañ e nerzh digantañ, na lakaat ar bromesa da vezañ didalvoud.
Car si l’héritage s’obtient par la Loi, ce n’est plus par une promesse. Or c’est par une promesse que Dieu accorda sa faveur à Abraham. Ga 3, 18 : Rak ma vije dre al Lezenn e teujemp da vezañ heritourien, ne vije ken en abeg d’ar bromesa. Met er c’hontrol eo dre ur bromesa en deus Doue roet e c’hras da Abraham ;
Alors pourquoi la Loi ? Elle a été ajoutée, pour que les transgressions soient rendues manifestes, jusqu’à la venue de la descendance à qui ont été faites les promesses, et elle a été établie par des anges par l’entremise d’un médiateur. Ga 3, 19 : Neuze perak al Lezenn ? E-sell eus ar pec’hedoù eo bet divizet a-c’houde-se, betek ma teufe an diskennadur e oa bet lakaet dezhañ ar bromesa. Diazezet eo bet dre ministrerezh an Aelez ha dre sikour un hanterour.
Ce médiateur en représente plus d’un, mais Dieu, lui, est un. Ga 3, 20 : Hogen n’eus ket ezhomm eus un hanterour pa n’eus nemet ur gostezenn, ha Doue a zo e-unan-penn.
La Loi est-elle donc contre les promesses de Dieu ? Absolument pas. S’il nous avait été donné une loi capable de nous faire vivre, alors vraiment la Loi rendrait juste. Ga 3, 21 : Daoust hag al Lezenn eta a vefe a-enep da bromesaoù Doue ? Tamm ebet ! Hogen ma vije bet roet deomp ul Lezenn barrek da zegas deomp ar vuhez, neuze e gwirionez e vije eus al Lezenn e teuje ar reizhder.
Mais l’Écriture a tout enfermé sous la domination du péché, afin que ce soit par la foi en Jésus Christ que la promesse s’accomplisse pour les croyants. Ga 3, 22 : Met er c’hontrol, al Lezenn he deus dalc’het pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vefe roet ar bromesa dre ar feiz e Jezuz Krist d’ar re a gred.
Avant que vienne la foi en Jésus Christ, nous étions des prisonniers, enfermés sous la domination de la Loi, jusqu’au temps où cette foi devait être révélée. Ga 3, 23 : A-raok donedigezh ar feiz e oamp dalc’het dindan gward al Lezenn, da c’hortoz ma teufe ar feiz-se da vezañ diskuliet.
Ainsi, la Loi, comme un guide, nous a menés jusqu’au Christ pour que nous obtenions de la foi la justification. Ga 3, 24 : Evel-se he deus servijet deomp al Lezenn da vestr-studi da c’hortoz ar C’hrist, deomp da vezañ neuze lakaet reizh dre ar feiz.
Et maintenant que la foi est venue, nous ne sommes plus soumis à ce guide. Ga 3, 25 : Met ur wech deuet ar feiz, n’emaomp ken dindan ar mestr-studi.
Car tous, dans le Christ Jésus, vous êtes fils de Dieu par la foi. Ga 3, 26 : Rak dre ar feiz er C’hrist Jezuz, ez oc’h c’hwi-holl bugale da Zoue.
En effet, vous tous que le baptême a unis au Christ, vous avez revêtu le Christ ; Ga 3, 27 : C’hwi-holl hag a zo bet badezet er C’hrist, hoc’h eus gwisket ar C’hrist warnoc’h.
il n’y a plus ni juif ni grec, il n’y a plus ni esclave ni homme libre, il n’y a plus l’homme et la femme, car tous, vous ne faites plus qu’un dans le Christ Jésus. Ga 3, 28 : N’eus mui-ken na Yuzev na Gresian, n’eus mui-ken na sklavour na den en e frankiz, n’eus mui-ken na gwaz na maouez rak c’hwi-holl n’oc’h ken nemet unan er C’hrist Jezuz.
Et si vous appartenez au Christ, vous êtes de la descendance d’Abraham : vous êtes héritiers selon la promesse. Ga 3, 29 : Ha ma-z oc’h d’ar C’hrist, ez oc’h eta diskennadur Abraham, heritourien hervez ar bromesa.
