Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 27 a viz Gouere 2025

17vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr ar C’heneliezh (Ge 18, 20-32)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ra chomo va Aotrou hep kounnariñ mar komzan.

En deizioù-se, e lavaras an Aotrou da Abraham :
« Klemmoù a zo enep Sodom ha Gomora, gwall vras !
O fec'hed a zo grevus-meurbet !
Ez an da ziskenn, da welout hag-eñ,
hervez ar c'hlemmoù deuet betek ennon, e reont a-grenn ?
Ha mar n’eo ket se, e ouezin. »
Distroet alese, ar wazed a yeas da Sodom,
hag Abraham a oa chomet dirak an Aotrou.
Hag e tostaas Abraham da lavarout :
« Daoust hag e raskot an den reizh gant an hini fallakr ?
Marteze ez eus hanter-kant den reizh e kêr?
Hag-eñ e raskot, hep pardoniñ d’al lec'h-se
abalamour d’an hanter-kant den reizh a zo e-barzh?
Pell diouzhoc’h ober un dra evel-se !
Ober mervel an hini reizh gant ar fallakr !
Ha bez’ e vefe an hini reizh evel ar fallakr ? Pell diouzhoc’h !
Ha barner an douar a-bezh ne rafe ket ar gwir ? »
Hag e lavaras an Aotrou :
« Mar kavan e Sodom hanter-kant den reizh e kêr,
e pardonin d’an holl lec'h-mañ abalamour dezho. »
Hag e respontas Abraham en ur lavarout :
« Dichek a-walc'h ez on da gomz ouzh va Aotrou, me poultr ha ludu !
Marteze e vanko, war an hanter-kant den reizh, pemp ?
Hag e tistrujot, evit ar pemp-se, ar gêr a-bezh ? »
Hag e lavaras : « N’he distrujin ket,
mar kavan e-barzh pemp ha daou-ugent.»
Hag e kendalc'has da gomz outañ, o lavarout :
« Marse ne vo kavet e-barzh nemet daou-ugent ? »
Hag e lavaras an Aotrou :
« Ne rin ket, abalamour d’an daou-ugent-se. »
Hag e lavaras Abraham :
« Mar plij ! Na gounnarit ket, Aotrou, komz a ran c'hoazh :
marteze ne vo kavet e-barzh nemet tregont? »
Hag e lavaras : « Ne rin ket, mar kavan e-barzh tregont. »
Hag e lavaras Abraham :
« Hardizh a-walc'h e vin c'hoazh da gomz ouzh va Aotrou !
Marteze ne vo kavet e-barzh nemet ugent ? »
Hag e lavaras : « N’he distrujin ket evit an ugent-se. »
Hag e lavaras Abraham : « Mar plij ! Na gounnarit ket !
Aotrou ! Ne gomzin nemet ur wezh ken :
Marteze ne vo kavet eno nemet dek ? »
Hag e lavaras : « N’he distrujin ket evit an dek-se ! »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 138 Salm 138 (137), 1-2a, 2bc-3, 6-7ab, 7c-8

📖 Levr ar salmoù : Salm 138

D : En deiz m’am eus ho kalvet hoc'h eus va selaouet.

Ho pennigañ a rin, Aotrou, a-greiz va c'halon,
dre m'hoc'h eus selaouet komzoù va genoù.
Dirak sell an Aeled e kanin deoc'h meuleudi,
en ur stouiñ war-zu ho Templ santel.
Hoc'h anv a vennigin evit ho madelezh hag ho fealded,
En deiz m'em eus ho kalvet hoc'h eus va selaouet ;
lakaet hoc'h eus an nerzh da greskiñ em ene.
Daoust pegen uhel bennak ez eo an Aotrou e taol evezh ouzh an dud izel,
hag eus a bell ez anavez an dud lorc'hek.
Ma vezan o kerzhout e-kreiz an anken, c'hwi am mir e buhez ;
a-enep kounnar va enebourion.
Ho torn a astennit, ho torn dehou am savete.
An Aotrou a gaso da benn-mat ar pezh en deus graet em c'heñver ;
ho madelezh, Aotrou, zo peurbadel :
ne zilezot ket oberenn ho taouarn.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d'ar Golosiz (Col 2 2, 12-14)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Lakaat oc'h bet da advevañ gantañ en ur ziverkañ an holl bec'hedoù.

Breudeur : lakaet oc'h bet er bez a-unan gant Jezuz dre ar vadeziant,
ha gantañ ivez oc'h adsavet da vev
dre grediñ e nerzh galloudus Doue
en deus e zihunet a-douez ar re varv.
C’hwi hag a oa marv en abeg d’ho pec'hedoù
ha d’ho korf diamdroc'h,
en deus ho lakaet da advevañ a-unan gantañ :
Pardonet en deus deomp hon holl bec'hedoù !
Diverket en deus skrid hon dle
gant e c'hourc'hemennoù a-enep deomp ;
ar skrid-se, e dennet en deus kuit,
dre e stagañ ouzh e Groaz.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 11, 1-13)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Goulennit, hag e vo roet deoc'h.

Un deiz ma oa en ul lec'h bennak o pediñ, echu gantañ e bedenn,
e lavaras dezhañ unan eus e ziskibien :
« Mestr, desk deomp pediñ evel m’en deus Yann e-unan desket d’e ziskibien. »
Hag e lavaras dezho : « Pa bedot, lavarit :
Tad, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da Rouantelezh ;
bara hon bevañs, en ro deomp bemdez ;
Distaol deomp hor pec'hedoù,
rak ni hon-unan ivez a zistaol da gement hini a zle dimp ;
Ha mir n’afemp da-heul an temptadur. »
Hag e lavaras dezho :
« Piv ac'hanoc'h mar en deus ur mignon,
ha mar deu d’e gaout da hanternoz da lavarout dezhañ :
''Va mignon, prest din tri baraig,
rak ur mignon din a zo du-mañ diwar veajiñ,
ha n’em eus netra da ginnig dezhañ''.
ha ma respont egile eus an diabarzh :
''Na dorr ket din va fenn ;
prennet eo an nor bremañ,
hag emañ va bugale ganin en hor gwele,
n’hellan ket sevel da reiñ dit''.
Me lavar deoc'h, ha pa ne savfe ket da reiñ dezhañ dre ma 'z eo e vignon,
e savo evelkent dre forzh bezañ tregaset gantañ,
hag e roio dezhañ kement en deus ezhomm.
Ha me a lavar deoc'h :
Goulennit hag e vo roet deoc'h ;
klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h.
Rak an neb a c'houlenn a resev, an neb a glask a gav,
hag an neb a sko, e vo digoret dezhañ.
En ho touez, pehini eo an tad a rofe ur maen
d’e vab mar goulennfe bara digantañ ?
Pe mar goulennfe ur pesk daoust
hag e-lec'h pesk ez eo un naer a rofe dezhañ ?
Ha mar goulennfe ur vi, daoust hag e rofe dezhañ ur grug ?
C’hwi eta, evidoc'h da vezañ fall,
mar ouzoc'h reiñ traoù mat d’ho pugale,
na pegen muioc'h ne roio ket an Tad eus an Neñv ar Spered Santel
d’ar re a c'houlenno. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 27 a viz Gouere 2025
Lukas 11,1-4 - Gant Dominique Thépaut eo displeget an Aviel.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn