Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 3 a viz Eost 2025

18vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr ar Prezeger (Pz 1, 2 ; 2, 21-23)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Peseurt gounid d'an den gant e holl labour ?

Avel an avelioù, eme ar Prezeger.
Avel an avelioù ! Avel eo pep tra !
Rak sed un den en deus poaniet gant furnezh,
skiant-vat hag ampartiz,
ha pa lez e labour da hêrezh, d'un all,
ez eo d'un den n'en deus ket poaniet d'e sevel :
kement-se ivez a zo avel ha poan vras !
Petra a van gant an den eus an holl drevell,
eus an holl breder en deus en em skuizhet ganto dindan an heol?
E holl zeizioù a zo poan, e holl drevell a zo glac'har ;
en noz zoken e chom digousk e galon.
Avel eo ivez kement-se !

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 90 Salm 90 (89), 3-4, 5-6, 12-13, 14.17abc

📖 Levr ar salmoù : Salm 90

D : Aotrou, ur repu ez oc'h bet evidomp a rummad da rummad.

Addegas a rit an den d'ar boultrenn,
pa lavarit : «Distroit, bugale Adam.»
Rak mil bloaz dirak ho taoulagad 'zo evel un devezh,
evel ur veilhadenn eus an noz.
O c'has a rit ganeoc'h ken bresk hag un hunvre :
heñvel eo an dud ouzh ar geot a dremen,
a vleugn hag a sav gant ar beure,
hag a vez gant an noz gweñvet ha disec'het.
Deskit deomp kontañ mat niver hon deizioù,
evit gounit furnezh ar galon.
Distroit, Aotrou, betek pegoulz gortoz ?
Bezit leun a druez ouzh ho servijerien.
Roit deomp gant ar beure hor gwalc'h eus ho trugarez,
ma tridimp ha m'hor bo levenez a-hed hon deizioù.
Ra baro warnomp madelezh an Aotrou, hon Doue,
roit deomp ho skoazell evit labour hon daouarn.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d'ar Golosiz (Gol 3, 1-5.9-11)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Klaskit ar pezh a zo en nec'h, lec'h m’emañ ar C'hrist.

Va breudeur, mard oc'h eta adsavet da vev a-gevret gant ar C'hrist,
klaskit traoù an nec'h, lec'h m’emañ ar C'hrist, azezet a-zehou da Zoue.
Lakait ho soñj e traoù an Neñv, ha n’eo ket e traoù an douar.
Marv ez oc'h evit gwir,
hag ho puhez a zo bremañ kuzhet gant ar C'hrist e Doue.
Met pa 'n em ziskouezo ar C'hrist, eñ hor buhez,
neuze c'hwi ivez a-unan gantañ a vo diskouezet leun a c'hloar.
Lakait eta da vervel ennoc’h kement a zo eus an douar :
gadaliezh, hudurniezh, youloù direizh, c'hoantegezhioù fall,
hag ar c'hoant-se eus ar madoù a zo anezhañ idolouriezh.
Na lavarit ket a c'hevier an eil d’egile !
Diwisket hoc'h eus diwarnoc'h an den kozh, gant e oberoù,
ha gwisket an den nevez,
an hini a antre muioc'h-mui en anaoudegezh wirion
dre nevesaat diouzh skeudenn e grouer.
Aze n’eus ket anv ken eus Gresian pe Yuzev,
den amdroc'het pe diamdroc'h,
nag eus Barbar, Skuted, sklavour pe den dieub,
n’eus ken nemet ar C'hrist a zo pep tra hag e pep tra.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 12, 13-21)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

An traoù ac'h eus dastumet, da biv e vezint ?

En amzer-se, unan bennak a-douez ar bobl a lavaras da Jezuz :
« Mestr, lavar d’am breur rannañ an hêrezh ganin. »
Eñ avat a respontas :
« Piv en deus va lakaet da varner pe da ranner kenetrezoc'h? »
Neuze e lavaras dezho :
« Taolit evezh, ha diwallit diouzh pep gwallc'hoantegezh.
Rak goude ma ve stank madoù an den,
n’emañ ket e vuhez diouzh e beadra.»
Hag e lavaras dezho ur barabolenn :
«Un den pinvidik a oa hag en devoa e zouar taolet kalz a frouezh dezhañ.
Hag e soñje ennañ e-unan :
Petra a rin, pa n’em eus ket a lec'h da serriñ va eost ?
Ma lavaras : Kement-mañ a rin :
Diskar va solieroù ha sevel reoù vrasoc'h ;
eno e tastumin va holl ed ha va madoù.
Hag e lavarin d’am ene :
Va ene, bez’ ec'h eus ur bern madoù sanailhet
evit kalz a vloavezhioù.
Diskuizh, debr hag ev, ha bez laouen.
Hogen Doue a lavaras dezhañ :
''Den diskiant, en noz-mañ end-eeun,
e vo goulennet da ene diganit.
Hag ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e vo ?''
Evel-se emañ an hini a zastum madoù evitañ e-unan
e-lec'h pinvidikaat e-keñver Doue. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 3 a viz Eost 2025
Lukas 12, 13-21 - Gant Annick Miossec hag Alan ar Verj eo displeget an Aviel.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn