Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Merc'her 6 a viz Eost 2025
Daou-ugent devezh a-raok Uhelidigezh ar Groaz, Treuzneuziadur an Aotrou a zegas da soñj penaos e vennas ar C'hrist "rakkemenn da galon e ziskibled tremen dreist da zroukskouer ar groaz", met bez' ez eo ivez kemenn an "advaberezh vurzhudus" a ra eus an holl grederien mibien da Zoue en e Vab Jezuz, ha kemenn ar sklaerded a splanno un deiz ganti korf an Iliz a bezh.
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus ar profed Daniel (Da 7, 9-10.13-14)
Kann ar blev war e benn evel gloan dinamm.
Derc’hel a raen da sellout : lakaet e voe tronioù, hag ur C’hozhiad a gemeras e blas. Gwenn e oa e zilhad evel an erc’h, ha blev e benn a oa evel gloan pur. E dron a oa anezhañ flammoù-tan gant rodoù tan o teviñ dindan.
Ur stêriad-tan a darzhe hag en em skuilhe a-zirazañ. Milmiliadoù hen servije, ha dek-milmiliadoù a oa en o sav dirazañ. Kroget e voe gant ar varnedigezh hag e voe digoret levrioù.
Sellout a ris er weledigezh-noz hag e welis o tont war goabr an Neñv evel ur Mab-Den ; dont a reas betek ar C’hozhiad hag e rejont dezhañ tostaat outañ.
Roet e voe dezhañ aotrouniezh, gloar ha rouantelezh hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù henn servijas. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus ha na dremeno ket, hag e Rouantelezh ne vo ket distrujet.
🎶 Salm
Salm 97 Salm 97 (96), 1-2. 5-6. 9
D : An Aotrou, an Uhel-meurbet a ren war an douar a-bezh.
An Aotrou a ren ! Ra drido an douar,
ra vo levenez gant bed an inizi.
Koumoul ha koabr a zo en-dro dezhañ,
reizhded ha gwir a zo diazez e dron.
Evel koar e teuz ar menezioù dirak Doue,
dirak mestr an douar a-bezh.
An neñvoù a skrij oc'h embann e reizhder,
an holl bobloù a wel splannder e c'hloar.
Rak C'hwi eo an Aotrou,
an Uhel-meurbet, an hini a ren
war an hollved,
a zo a-us d'an holl doueoù.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus eil lizher sant Pêr (2Pe 1, 16-19)
Va breudeur ; n’eo ket o vont da heul marvailhoù savet ampart hor befe roet deoc’h da anavezout galloud Donedigezh hon Aotrou Jezuz Krist, met diwar welout e splannder gant hon daoulagad hon-unan.
Aze 'oamp pa resevas enor ha gloar digant Doue an Tad, pa zeuas warnañ, eus uhelder ar c’hloar, ar vouezh-se a lavare : Hemañ eo va Mab muiañ-karet, ennañ em eus lakaet va holl garantez.
Ar vouezh-se hon eus ni hon-unan he c’hlevet o tont eus an Neñv, p’edomp war un dro gantañ war ar menez santel.
Suroc’h a se e teu da vezañ evidomp lavar ar Brofeded, a rit mat o terc’hel dezhañ, evel ouzh ur c’houlaouenn o lugerniñ en ul lec’h teñval, betek ma paro an deiz ha ma savo ar Werelaouen en ho kalonoù.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez Sant Lukaz (Lk 9, 28b-36)
En deizioù-se e kemeras Jezuz gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag e pignas war ar menez da bediñ.
Ha tra ma pede e voe kemmet e zremm, hag e teuas e zilhad da vezañ gwenn-kann ha lugernus.
Ha setu o tivizout gantañ daou zen a oa Moizez hag Elias, hag int oc’h en em ziskouez er c’hloar, a gomze eus e “ermaeziadenn“ a oa da vezañ kaset gantañ da benn e Jeruzalem.
Pêr hag ar re a oa gantañ, a oa og gant ar c’housked. O vezañ dihunet, e weljont gloar Jezuz, hag an daou zen en em gave gantañ.
Ha p’edo ar re-mañ o vont kuit dioutañ e lavaras Pêr da Jezuz : « Mestr, brav eo deomp bezañ amañ. Greomp teir zeltenn, unan dit-te, un all da Voizez, hag un all da Elias ». Ne ouie ket petra a lavare.
Endra ma komze evel-se e teuas ur goabrenn hag e voent goloet gant he skeud. Spontañ a rejont oc’h en em welout o-unan er goabrenn.
Hag ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn a lavare : « Hemañ eo va Mab, an hini dibabet. Selaouit anezhañ ».
A-vec’h ma oa bet klevet ar vouezh, en em gavas Jezuz e-unan-penn. Int avat a davas hep kontañ da zen ebet, d’ar c’houlz-se, tra ebet eus ar pezh o devoa klevet.
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Merc'her 6 a viz Eost 2025Lukas 9, 28b-36 - Gant Annick Miossec hag Alan ar Verj eo displeget an Aviel.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
