Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 97

Salmoù - Salm 97


Salm 97



Le Seigneur est roi ! Exulte la terre ! Joie pour les îles sans nombre ! Ps 97, 1 : An Aotrou a ren ! Ra drido an douar, ra vezo levenez gant bed an inizi. Koumoul ha koabr ez eus en-dro dezhañ, justis ha gwir a zo diazez e dron.

Devant lui s'avance un feu qui consume alentour ses ennemis. Ps 97, 3 : An tan-flamm a gerzh dirazañ hag a bulluc’h a bep tu e holl enebourien.

Quand ses éclairs illuminèrent le monde, la terre le vit et s'affola ; Ps 97, 4 : E luc’hed a sklerijenn ar bed, hag an douar a gren ouzh o gwelout.

les montagnes fondaient comme cire devant le Seigneur, devant le Maître de toute la terre. Ps 97, 5 : Evel koar e teuz ar menezioù dirak Doue, dirak mestr an douar a-bezh.

Les cieux ont proclamé sa justice, et tous les peuples ont vu sa gloire. Ps 97, 6 : An Neñvoù a skrij oc’h embann e reizhder, kement pobl a zo a wel splannder e c’hloar.

Honte aux serviteurs d'idoles qui se vantent de vanités ! A genoux devant lui, tous les dieux ! Ps 97, 7 : Ra vo goloet a vezh servijerien an idoloù, ar re a denn lorc’h eus o skeudennoù. Stouit dirazañ, c’hwi an holl zoueoù.

Pour Sion qui entend, grande joie ! Les villes de Juda exultent devant tes jugements, Seigneur ! Ps 97, 8 : Sion a glev hag en em laouena, tridal a ra kêrioù Bro-Youda dre benn d’ho parnedigezhioù, Aotrou.

Tu es, Seigneur, le Très-Haut sur toute la terre : * tu domines de haut tous les dieux. Ps 97, 9 : Rak c’hwi eo an Aotrou, an Uhel-meurbet an hini a ren war an hollved, a zo a-us d’an holl doueoù.

Haïssez le mal, vous qui aimez le Seigneur, + car il garde la vie de ses fidèles * et les arrache aux mains des impies. Ps 97, 10 : C’hwi a gar an Aotrou, kasait an droug ; diwall a ra buhez e dud fidel, o zennañ a ra eus daouarn ar re fall.

Une lumière est semée pour le juste, et pour le coeur simple, une joie. Ps 97, 11 : Ur sklerijenn a bar evit an den just, al levenez evit an dud reizh o c’halonoù.

Que le Seigneur soit votre joie, hommes justes ; rendez grâce en rappelant son nom très saint. Ps 97, 12 : Tud just, ho pezet levenez en Aotrou, ha kanmeulit santelezh e anv.