Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 55

Salmoù - Salm 55


Salm 55



Ps 55, 1 : D’ar mestr-kaner. War gerdin. Barzhoneg. Eus David.

Mon Dieu, écoute ma prière, n'écarte pas ma demande. * Ps 55, 2 : O Doue, digorit ho skouarn d’am fedenn, na droit ket ho kein d’am galvadenn :

Exauce-moi, je t'en prie, réponds-moi ; inquiet, je me plains. Ps 55, 3 : taolit evezh ouzhin, respontit din ! Ankeniet on ken e klemman. Strafuilhet on

Je suis troublé par les cris de l'ennemi et les injures des méchants ; * ils me chargent de crimes, pleins de rage, ils m'accusent. Ps 55, 4 : gant kriadennoù an enebour, gant kunujennoù ar pec’her. Skeiñ a reont drougiezh ganin, va zamall a reont gant kounnar.

Mon coeur se tord en moi, la peur de la mort tombe sur moi ; * Ps 55, 5 : Em c’hreiz eo gwasket va c’halon, enkrez ar marv a zo warnon.

crainte et tremblement me pénètrent, un frisson me saisit. Ps 55, 6 : Spont ha krenijenn a zo diskennet ennon, dalc’het on gant ar spouron.

Alors, j'ai dit : « Qui me donnera des ailes de colombe ? + Je volerais en lieu sûr ; * Ps 55, 7 : Ha lavarout a ran : « M’am bije divaskell ar goulm evit dinijal ha diskuizhañ,

loin, très loin, je m'enfuirais pour chercher asile au désert. » Ps 55, 8 : setu ma tec’hjen da bell-vro ha maz ajen da chom er gouelec’h.

J'ai hâte d'avoir un abri contre ce grand vent de tempête ! * Ps 55, 9 : Ha prestik e kavjen evidon ur repu a-enep an avel diroll, ar gorventenn ».

Divise-les, Seigneur, mets la confusion dans leur langage ! Car je vois dans la ville discorde et violence : * Ps 55, 10 : Grit dezho stonkañ, Aotrou, kenluziañ o zeodoù, rak ne welan ken nemet Drouknerzh ha Dizunaniezh e kêr.

de jour et de nuit, elles tournent en haut de ses remparts. Au-dedans, crimes et malheurs ; Ps 55, 11 : A-hed an deiz, a-hed an noz e reont an dro-ward war lein he mogerioù. En diabarzh emañ ar Muntr hag an Torfed,

au-dedans, c'est la ruine : * fraude et brutalité ne quittent plus ses rues. Ps 55, 12 : en he c’hreiz ar Rivin, hag ar Gaou, an Touell, ne dec’hont ket diouzh he flasenn.

Si l'insulte me venait d'un ennemi, je pourrais l'endurer ; * si mon rival s'élevait contre moi, je pourrais me dérober. Ps 55, 13 : Ma vije c’hoazh un enebour am dismegañsje e c’helljen en gouzañv, ma vije en em savet ouzhin an hini am c’hasa, ez ajen da guzhat dioutañ.

Mais toi, un homme de mon rang, mon familier, mon intime ! * Ps 55, 14 : Met te, un den a renk ganin, mignon va sekredoù,

Que notre entente était bonne, quand nous allions d'un même pas dans la maison de Dieu ! Ps 55, 15 : te hag am boa dudi o taremprediñ ganit ti santel Doue !

[Que la mort les surprenne, qu'ils descendent vivants dans l'abîme, * car le mal habite leurs demeures, il est au milieu d'eux.] Ps 55, 16 : Ra blaouio ar marv warno,

Ps 55, 15c : ra dec’hint strafuilhet ;

Ps 55, 16b : Ra ziskennint d’ar bez eus a greiz o nerzh dre m’emañ an droug o chom en o c’halonoù. *

Pour moi, je crie vers Dieu ; le Seigneur me sauvera. * Ps 55, 17 : Me avat a gri war-du Doue : Ra 'm salvo an Aotrou !

Le soir et le matin et à midi, je me plains, je suis inquiet. Et Dieu a entendu ma voix, Ps 55, 18 : Da serr-noz, diouzh ar beure ha da greisteiz e hirvoudan hag e huanadan. Klevout a raio va galvadenn,

il m'apporte la paix. * Il me délivre dans le combat que je menais ; ils étaient une foule autour de moi. Ps 55, 19 : va salviñ a raio, en ur reiñ ar peoc’h d’am ene ; va dieubiñ a raio diouzh ar re a ra brezel din, va enebourien niverus.

Que Dieu entende et qu'il réponde, lui qui règne dès l'origine, * à ceux-là qui ne changent pas, et ne craignent pas Dieu. Ps 55, 20 : An Aotrou Doue d’am selaouo ha d’o diskaro, eñ hag a dron a holl viskoazh ; Rak n’eus enno kemm ebet da wellaat, ne zoujont ket Doue !

Un traître a porté la main sur ses amis, profané son alliance : + Ps 55, 21 : Hennezh a astenn e zorn a-enep e vignoned, terriñ a ra e le-douet.

il montre un visage séduisant, mais son coeur fait la guerre ; * sa parole est plus suave qu'un parfum, mais elle est un poignard. Ps 55, 22 : Dousoc’h eget dienn e vez lavaroù e vuzelloù, met n’eus nemet brezel en e galon. Flouroc’h eget eoul e vez komzoù e c’henoù, met klezeier noazh ez int.

Décharge ton fardeau sur le Seigneur : il prendra soin de toi. * Jamais il ne permettra que le juste s'écroule. Ps 55, 23 : Disamm da vec’h war an Aotrou, hag eñ a skoazello dit ; Ne c’hell ket lezel an den reizh da vezañ hejet-dihejet da viken.

Et toi, Dieu, tu les précipites au fond de la tombe, + ces hommes qui tuent et qui mentent. * Ils s'en iront dans la force de l'âge ; moi, je m'appuie sur toi ! Ps 55, 24 : C’hwi, Aotrou Doue, a lakay anezho da ziskenn e poull ar foz. An dud a wad hag a douellerezh ne dapint ket an hanter eus o buhezioù. Me avat, ennoc’h emañ va fiziañs, Aotrou.