Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 143

Salmoù - Salm 143


Salm 143



Seigneur, entends ma prière ; + dans ta justice écoute mes appels, * dans ta fidélité réponds-moi. Ps 143, 1 : Salm. Eus David. Dre ma 'z oc’h feal, Aotrou, selaouit va fedenn, digorit ho skouarn d’am goulenn; en ho reizhded va respontit.

N'entre pas en jugement avec ton serviteur : aucun vivant n'est juste devant toi. Ps 143, 2 : Na c’halvit ket ho servijer dirak ho lez-varn, rak n’eus den ebet a vije dibec’h dirazoc’h.

L'ennemi cherche ma perte, il foule au sol ma vie ; il me fait habiter les ténèbres avec les morts de jadis. Ps 143, 3 : An enebour a red war va lerc’h da dizhout va buhez, va flastrañ a ra dija ouzh an douar, emañ ouzh va c’has da vro an deñvalijenn, etrezek an dud marvet a bell 'zo.

Le souffle en moi s'épuise, mon coeur au fond de moi s'épouvante. Ps 143, 4 : Santout a ran ennon va spered o semplañ, ha va c’halon o yenaat em c’hreiz.

Je me souviens des jours d'autrefois, je me redis toutes tes actions, * sur l'oeuvre de tes mains je médite. Ps 143, 5 : Koun am eus avat eus an deizioù a-wechall, soñjal a ran en hoc’h holl oberoù, prederiañ a ran war labour ho taouarn.

Je tends les mains vers toi, me voici devant toi comme une terre assoiffée. Ps 143, 6 : Davedoc’h ec’h astennan va daouarn, dirazoc’h emañ va ene evel un douar kras.

Vite, réponds-moi, Seigneur : je suis à bout de souffle ! Ne me cache pas ton visage : je serais de ceux qui tombent dans la fosse. Ps 143, 7 : Hastit da selaou ouzhin, Aotrou, emañ va buhez o vont diganin. Na guzhit ket ho sklerijenn ouzhin, na vezin ket heñvel ouzh ar re a ziskenn er bez.

Fais que j'entende au matin ton amour, car je compte sur toi. Montre-moi le chemin que je dois prendre : vers toi, j'élève mon âme ! Ps 143, 8 : Va lakait buan da santout ho karantez, rak ennoc’h en em fizian. Diskouezit din an hent am eus da vont gantañ, rak davedoc’h e savan va ene.

Délivre-moi de mes ennemis, Seigneur : j'ai un abri auprès de toi. Ps 143, 9 : Va dieubit diouzh va enebourien, Aotrou, rak ennoc’h e klaskan va repu.

Apprends-moi à faire ta volonté, car tu es mon Dieu. Ton souffle est bienfaisant : qu'il me guide en un pays de plaines. Ps 143, 10 : Deskit din ober ho polontez, pa 'z eo c’hwi eo va Doue. Ra zeuio din ho spered a reizhder d’am bleinañ war un hent diskoasell ;

Pour l'honneur de ton nom, Seigneur, fais-moi vivre ; à cause de ta justice, tire-moi de la détresse. Ps 143, 11 : evit enor hoc’h anv va mirit e buhez, Aotrou. En ho reizhder, tennit va ene diouzh an enkrez.

[A cause de ton amour, tu détruiras mes ennemis ; tu feras périr mes adversaires, car je suis ton serviteur.] Ps 143, 12 : En ho trugarez, kasit da goll va enebourien, distrujit holl heskinerien va ene, rak ho servijer ez on-me.