Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 28

Salmoù - Salm 28


Salm 28



Seigneur, mon rocher, c'est toi que j'appelle : + ne reste pas sans me répondre, * car si tu gardais le silence, je m'en irais, moi aussi, vers la tombe. Ps 28, 1 : Davedoc’h e krian, Aotrou, va difenner, na chomit ket bouzar ouzhin, gant aon na vefen heñvel, mar ne selaouit ket, ouzh ar re a ziskenn e poull ar foz.

Entends la voix de ma prière quand je crie vers toi, * quand j'élève les mains vers le Saint des Saints ! Ps 28, 2 : Selaouit ouzh mouezh va fedenn, pa grian davedoc’h, pa savan va daouarn, Aotrou, etrezek ho neved santel.

Ne me traîne pas chez les impies, chez les hommes criminels ; * à leurs voisins ils parlent de paix quand le mal est dans leur coeur. Ps 28, 3 : N’am dilamit ket gant ar bec’herien, gant oberourien an droug, a lavar komzoù a beoc’h d’o nesañ, p’emañ an touellerezh en o c’halon.

[Traite-les d'après leurs actes et selon leurs méfaits ; * traite-les d'après leurs oeuvres, rends-leur ce qu'ils méritent. Ps 28, 4 : Rentit dezho hervez o zorfedoù hervez fallagriezh o drougoberoù ; Paeit anezho diouzh labour a daouarn, rentit dezho ar pezh o deus graet.

Ils n'ont compris ni l'action du Seigneur ni l'oeuvre de ses mains ; * que Dieu les renverse et jamais ne les relève !] Ps 28, 5 : Rak ne daolont ket pled ouzh labour an Aotrou nag ouzh oberenn e zaouarn : An Aotrou d’o diskaro da virviken, hep o lezel ken da sevel en-dro!

Béni soit le Seigneur qui entend la voix de ma prière ! Ps 28, 6 : Ra vo benniget an Aotrou, dre m’en deus selaouet mouezh va daspedenn ;

Le Seigneur est ma force et mon rempart ; à lui, mon coeur fait confiance : il m'a guéri, ma chair a refleuri, mes chants lui rendent grâce. Ps 28, 7 : va nerzh ha va difenn eo an Aotrou, ennañ en em fizi va c’halon, va sikouret en deus, hag e vleugn va c’halon en-dro, e vennigañ a ran en ur ganañ.

Le Seigneur est la force de son peuple, le refuge et le salut de son messie. Ps 28, 8 : Un nerzh eo an Aotrou evit e dud, un difenner hag ur salver evit e bobl santel.

Sauve ton peuple, bénis ton héritage, veille sur lui, porte-le toujours. Ps 28, 9 : Salvit ho tud, ha bennigit ho tomani, bezit o fastor hag o renit da virviken.