Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 36

Salmoù - Salm 36


Salm 36



Ps 36, 1 : D’ar mestr-kaner. Eus servijer an Aotrou, David.

C'est le péché qui parle au coeur de l'impie ; * ses yeux ne voient pas que Dieu est terrible. Ps 36, 2 : An drougiezh a gomz ouzh an den fall en e galon ; n’emañ ket doujañs Doue dirak e zaoulagad.

Il se voit d'un oeil trop flatteur pour trouver et haïr sa faute ; * Ps 36, 3 : Rak en e soñj emañ bepred o vrabañsal, en ur grediñ ne vezo ket dizoloet na kasaet e bec’hed.

il n'a que ruse et fraude à la bouche, il a perdu le sens du bien. Ps 36, 4 : Ne vez en e c’henou nemet torfed ha touellerezh, n’eus ken gantañ na furnez na reizhded.

Il prépare en secret ses mauvais coups. + La route qu'il suit n'est pas celle du bien ; * il ne renonce pas au mal. Ps 36, 5 : En e wele e vez bepred oc’h itrikañ fallagriezh, derc’hel a ra gant an hent divat, ne zistro ket diwar an droug.

Dans les cieux, Seigneur, ton amour ; jusqu'aux nues, ta vérité ! * Ps 36, 6 : Aotrou, betek an Neñvoù e sav ho trugarez, ken uhel hag ar c’hoabr ho fealded.

Ta justice, une haute montagne ; tes jugements, le grand abîme ! Tu sauves, Seigneur, l'homme et les bêtes : Ps 36, 7 : Ho reizhded a zo bras evel ar menezioù, ho parnedigezhioù ken don hag ar mor : salviñ a rit, Aotrou, an dud hag al loened :

qu'il est précieux ton amour, ô mon Dieu ! A l'ombre de tes ailes, tu abrites les hommes : + Ps 36, 8 : pegen prizius eo ho trugarez, Aotrou Doue ! Davedoc’h ec’h hirvoud bugale Adam, dindan skeud ho tivaskell e klaskont goudor.

ils savourent les festins de ta maison ; * aux torrents du paradis, tu les abreuves. Ps 36, 9 : O gwalc’h a gavont gant madoù ho ti, gant stêr vras ho tudi e torront o sec’hed.

En toi est la source de vie ; par ta lumière nous voyons la lumière. Ps 36, 10 : Rak ennoc’h emañ feunteun ar vuhez, hag en ho sklerijenn eo hor bez sklerijenn.

Garde ton amour à ceux qui t'ont connu, ta justice à tous les hommes droits. Ps 36, 11 : Skuilhit ho kras war an dud hoc’h anav, hag ho justis war an dud reizh a galon.

Que l'orgueilleux n'entre pas chez moi, que l'impie ne me jette pas dehors ! Ps 36, 12 : Grit na drec’ho ket warnon troad an den lorc’hus, na vezin ket difrapet gant dorn ar pec’her.

Voyez : ils sont tombés, les malfaisants ; abattus, ils ne pourront se relever. Ps 36, 13 : Setu kouezhet oberourien ar fallagriezh, diframmet ez int hep na c’hellint adsevel ken.