Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 8

Salmoù - Salm 8


Salm 8



Ps 8, 1 : D’ar mestr-kaner. War delenn Gat. Salm David.

Ô Seigneur, notre Dieu, qu'il est grand ton nom par toute la terre ! Jusqu'aux cieux, ta splendeur est chantée Ps 8, 2 : Aotrou, hon Doue, na pegen estlammus eo hoc’h anv dre an douar a-bezh : c’hwi a ren en ho kalloud a-us d’an Neñvoù.

par la bouche des enfants, des tout-petits : rempart que tu opposes à l'adversaire, où l'ennemi se brise en sa révolte. Ps 8, 3 : Eus genoioù ar vugaligoù hag ar magadelled hoc’h eus kempennet ur veuleudi a-enep d’hoc’h enebourien, evit lakaat da devel an enebour, an dispac’her.

A voir ton ciel, ouvrage de tes doigts, la lune et les étoiles que tu fixas, Ps 8, 4 : Pa sellan ouzh an Neñvoù, oberenn ho pizied, ouzh al loar hag ar stered hoc’h eus stummet,

qu'est-ce que l'homme pour que tu penses à lui, le fils d'un homme, que tu en prennes souci ? Ps 8, 5 : petra ’ta eo an den ma soñjit ennañ, petra eo mab Adam m’hoc’h eus preder gantañ ?

Tu l'as voulu un peu moindre qu'un dieu, le couronnant de gloire et d'honneur ; Ps 8, 6 : Hen graet hoc’h eus izeloc’hik eget an Aeled, e gurunennet hoc’h eus gant gloar ha gant enor:

tu l'établis sur les oeuvres de tes mains, tu mets toute chose à ses pieds : Ps 8, 7 : Roet hoc’h eus galloud dezhañ war oberenn ho taouarn. Lakaet hoc’h eus pep tra dindan e dreid,

les troupeaux de boeufs et de brebis, et même les bêtes sauvages, Ps 8, 8 : an deñved, an ejened holl a-gevret, evel ivez anevaled ar maezioù,

les oiseaux du ciel et les poissons de la mer, tout ce qui va son chemin dans les eaux. Ps 8, 9 : evned an neñv kenkoulz ha pesked ar mor, ha kement a ya dre hentoù an dourioù.

R/ O Seigneur, notre Dieu, qu'il est grand ton nom par toute la terre ! Ps 8, 10 : Aotrou, hon Doue, na pegen estlammus eo hoc’h anv dre an douar a-bezh !