Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 61

Salmoù - Salm 61


Salm 61



Ps 61, 1 : D’ar mestr-kaner. War gerdin. Eus David.

Dieu, entends ma plainte, exauce ma prière ; * Ps 61, 2 : Aotrou Doue, selaouit va c’hlemmadenn ; taolit evezh ouzh va fedenn.

des terres lointaines je t'appelle quand le coeur me manque. Jusqu'au rocher trop loin de moi tu me conduiras, * Ps 61, 3 : Eus penn pellañ an douar e krian davedoc’h, p’emañ va c’halon o semplañ. Va degasit en-dro war ar roc’hell ! Hag eno va lakait da ehanañ.

car tu es pour moi un refuge, un bastion, face à l'ennemi. Ps 61, 4 : Rak c’hwi a zo ur repu evidon, un tour kreñv a-enep an enebour.

Je veux être chez toi pour toujours, me réfugier à l'abri de tes ailes. Ps 61, 5 : Gras din da chom en ho teltenn da virviken, goudoret dindan ho tivaskell,

Oui, mon Dieu, tu exauces mon voeu, tu fais largesse à ceux qui craignent ton nom. Ps 61, 6 : rak c’hwi, Aotrou Doue, a selaou va gouestloù, reiñ a rit o mennad d’ar re a zouj rak hoc’h anv.

Accorde au roi des jours et des jours : que ses années deviennent des siècles ! Ps 61, 7 : Roit d’ar Roue deizioù ur vuhez hir, ra bado e vloavezhioù a rummad da rummad.

Qu'il trône à jamais devant la face de Dieu ! Assigne à sa garde Amour et Vérité. Ps 61, 8 : Ra drono da viken dirazoc’h, Aotrou Doue; kasit d’e ziwall ho madelezh, ho fealded.

Alors, je chanterai sans cesse ton nom, j'accomplirai mon voeu jour après jour. Ps 61, 9 : Kanmeuliñ a rin neuze hoc’h anv da viken, en ur seveniñ bemdez va gouestloù.