Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 30

Salmoù - Salm 30


Salm 30



Ps 30, 1 : Salm. Kan evit dedi an Ti. Eus David.

Je t'exalte, Seigneur : tu m'as relevé, tu m'épargnes les rires de l'ennemi. Ps 30, 2 : Ho kanmeuliñ a ran, Aotrou, dre m’hoc’h eus va adsavet, ha n’hoc’h eus ket laouenaet va enebourien diwar va c’houst.

Quand j'ai crié vers toi, Seigneur, mon Dieu, tu m'as guéri ; * Ps 30, 3 : Aotrou, va Doue, war-zu ennoc’h em eus kriet, garmet em eus ha va fareet hoc’h eus.

Seigneur, tu m'as fait remonter de l'abîme et revivre quand je descendais à la fosse. Ps 30, 4 : Aotrou, salvet hoc’h eus va ene eus ar marv, ha va zennet eus a-douez ar re a ziskenn er foz.

Fêtez le Seigneur, vous, ses fidèles, rendez grâce en rappelant son nom très saint. Ps 30, 5 : Kanit klod d’an Aotrou, c’hwi holl, e dud fidel, rentit bennozh d’e anv santel,

Sa colère ne dure qu'un instant, sa bonté, toute la vie ; * avec le soir, viennent les larmes, mais au matin, les cris de joie. Ps 30, 6 : rak ne bad e gounnar nemet ur momed, e drugarez avat a chom a-hed ur vuhez. Gant ar serr-noz e teu an daeroù, hogen gant ar beure, ar youc’hadenn a joa.

Dans mon bonheur, je disais : Rien, jamais, ne m'ébranlera ! Ps 30, 7 : Ha me a lavare em surentez : « Divrall e vezin da virviken ».

Dans ta bonté, Seigneur, tu m'avais fortifié sur ma puissante montagne ; * pourtant, tu m'as caché ta face et je fus épouvanté. Ps 30, 8 : Rak en ho krad-vat, Aotrou, ho poa roet din enor ha galloud ; met ho fas hoc’h eus kuzhet ouzhin, ha strafuilhet on bet.

Et j'ai crié vers toi, Seigneur, j'ai supplié mon Dieu : Ps 30, 9 : Davedoc’h e krian, Aotrou, pediñ a ran trugarez va Doue.

« A quoi te servirait mon sang si je descendais dans la tombe ? * La poussière peut-elle te rendre grâce et proclamer ta fidélité ? Ps 30, 10 : Peseurt gounid a vezo deoc’h pa vin marv, pa vin diskennet e toull ar bez ? Daoust hag ar poultr ho meulo, hag embann a raio ho fealded ?

« Écoute, Seigneur, pitié pour moi ! Seigneur, viens à mon aide ! » Ps 30, 11 : Selaouet en deus an Aotrou ha truez en deus bet ouzhin, an Aotrou a zo bet va skoazeller :

Tu as changé mon deuil en une danse, mes habits funèbres en parure de joie. Ps 30, 12 : kemmet en deus va c’hlemmgan e dañsadenn, tennet diwarnon an dilhad-kañv ha va gwisket a levenez.

Que mon coeur ne se taise pas, qu'il soit en fête pour toi, * et que sans fin, Seigneur, mon Dieu, je te rende grâce ! Ps 30, 13 : Va c’halon da gano deoc’h hep tevel biken ken. Aotrou, va Doue, da virviken e fell din ho meuliñ.