Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 122

Salmoù - Salm 122


Salm 122



Quelle joie quand on m'a dit : « Nous irons à la maison du Seigneur ! » Ps 122, 1 : Kanenn birc’hirinded. Eus David. Na laouen ez on bet p’eo bet lavaret din : « Deomp da di an Aotrou ».

Maintenant notre marche prend fin devant tes portes, Jérusalem ! Ps 122, 2 : Ha setu bremañ hon treid o chom a-sav e-harz da zorojoù, Jeruzalem.

Jérusalem, te voici dans tes murs : ville où tout ensemble ne fait qu'un! Ps 122, 3 : Jeruzalem bet savet evel ur Gêr vras, a zo pep tra unanet-start enni.

C'est là que montent les tribus, les tribus du Seigneur, * là qu'Israël doit rendre grâce au nom du Seigneur. Ps 122, 4 : Betek enni e pign ar meuriadoù, meuriadoù an Aotrou, ur c’hustum eo en Israel, evit meuliñ anv an Aotrou.

C'est là le siège du droit, * le siège de la maison de David. Ps 122, 5 : Rak eno eo bet diazezet kadorioù ar justis, kadorioù tiegezh David.

Appelez le bonheur sur Jérusalem : « Paix à ceux qui t'aiment ! Ps 122, 6 : Pedit eta evit eurvad Jeruzalem : « Ra vo surentez d’ar re az kar !

Que la paix règne dans tes murs, le bonheur dans tes palais ! » Ps 122, 7 : An eurvad dit etre da vogerioù, ar peoc’h evit da balezioù ! ».

A cause de mes frères et de mes proches, je dirai : « Paix sur toi ! » Ps 122, 8 : Abalamour d’am breudeur, d’am mignoned, e c’houlennan ar peoc’h warnout.

A cause de la maison du Seigneur notre Dieu, je désire ton bien. Ps 122, 9 : Dre ma 'z out ti an Aotrou, ti hon Doue e pedan evit da eurvad.