Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 5

Salmoù - Salm 5


Salm 5



Au chef des chantres. Avec les flûtes. Psaume de David. Ps 5, 1 : D’ar mestr-kaner. Evit ar fleütoù. Salm David.

Écoute mes paroles, Seigneur, comprends ma plainte ; * Ps 5, 2 : Aotrou, taolit evezh ouzh va c’homzoù, selaouit va c’hlemmadenn !

entends ma voix qui t'appelle, ô mon Roi et mon Dieu ! Ps 5, 3 : Taolit evezh ouzh mouezh va fedenn, O ! Va Roue ha va Doue. Rak c’hwi eo an hini a bedan,

Je me tourne vers toi, Seigneur, au matin, tu écoutes ma voix ; * au matin, je me prépare pour toi et je reste en éveil. Ps 5, 4 : Aotrou, beure mat e klevit va mouezh ; beure mat e tisklerian deoc’h va goulenn, hag e choman da c’hortoz.

Tu n'es pas un Dieu ami du mal, chez toi, le méchant n'est pas reçu. * Ps 5, 5 : N’oc’h ket un Doue a blij dezhañ an drougiezh, ne zegemerit ket an den fall en ho ti ;

Non, l'insensé ne tient pas devant ton regard. Tu détestes tous les malfaisants, Ps 5, 6 : an dud diroll n’o deus ket o chomadur e sklerijenn ho taoulagad. Kasaat a rit oberourien an drougiezh,

tu extermines les menteurs ; * l'homme de ruse et de sang, celui là c'est certain, le Seigneur le hait. Ps 5, 7 : distrujañ a rit an dud gaouiat ; an den a wad hag a widre, hennezh, a dra sur, a zo un euzhadenn evit an Aotrou.

Pour moi, grâce à ton amour, j'accède à ta maison ; * vers ton temple saint, je me prosterne, saisi de crainte. Ps 5, 8 : Me avat, a drugarez d’ho madelezh divent, me a antre en ho ti santel ; ha stouiñ a ran etrezek ho neved, leun a zoujañs en ho keñver.

Seigneur, conduis-moi dans ta justice ; * des ennemis me guettent : aplanis ta voie sous mes pas à cause de mes ennemis. Ps 5, 9 : Aotrou, va renit en ho reizhadur en abeg d’ar re a c’hed a-enep din ; kompezit hoc’h hent dirazon en abeg d’am enebourien.

Rien n'est vrai dans leur bouche, ils sont remplis de malveillance ; * leur gosier est un sépulcre béant, et leur langue, un piège. Ps 5, 10 : Rak n’eus tamm lealded ebet en o genaouioù, an torfed eo soñj o c’halonoù. Bezioù digor n’eo ken o c’horzailhennoù, hag o zeodoù ur mel touellus.

Dieu, traite-les en coupables : qu'ils échouent dans leurs projets ! * Pour tant de méfaits, disperse-les, puisqu'ils te résistent. Ps 5, 11 : O c’hastizit, o Doue, ra gouezhint diwar-bouez o mennadoù : En abeg d’o zorfedoù diniver, argasit anezho, a-enep deoc’h en em savont.

Allégresse pour qui s'abrite en toi, joie éternelle ! * Tu les protèges, pour toi ils exultent, ceux qui aiment ton nom. Ps 5, 12 : Roit levenez d’ar re en em repu ennoc’h, levenez peurbadel. Gwarezit anezho, hag ennoc’h e trido, ar re a gar hoc’h anv.

Toi, Seigneur, tu bénis le juste ; du bouclier de ta faveur, tu le couvres. Ps 5, 13 : Rak c’hwi, Aotrou, a vennig an den reizh, ho madelezh, evel ur skoed, a enkelc’h anezhañ.