Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 105

Salmoù - Salm 105


Salm 105



Rendez grâce au Seigneur, proclamez son nom, annoncez parmi les peuples ses hauts faits ; Ps 105, 1 : Allelouia. Rentit klod d’an Aotrou ha pedit e anv, embannit e oberoù meur e-touez ar pobloù.

chantez et jouez pour lui, redites sans fin ses merveilles ; Ps 105, 2 : Kanit e vraster ha salmit dezhañ, danevellit e holl vurzhudoù.

glorifiez-vous de son nom très saint : joie pour les coeurs qui cherchent Dieu ! Ps 105, 3 : Lakait ho kloar en e anv santel, ra drido kalon ar re a glask an Aotrou.

Cherchez le Seigneur et sa puissance, recherchez sans trêve sa face ; Ps 105, 4 : Klaskit an Aotrou ha braster e c’halloud, klaskit dalc’hmat arvestiñ ouzh e splannder.

souvenez-vous des merveilles qu'il a faites, de ses prodiges, des jugements qu'il prononça, Ps 105, 5 : Ho pezet soñj eus ar burzhudoù en deus graet, eus e daolioù kaer, eus urzhioù e c’henou,

vous, la race d'Abraham son serviteur, les fils de Jacob, qu'il a choisis. Ps 105, 6 : c’hwi diskennadur e servijer Abraham, c’hwi bugale Yakob, ar re dibabet gantañ.

Le Seigneur, c'est lui notre Dieu : ses jugements font loi pour l'univers. Ps 105, 7 : Rak eñ eo an Aotrou, ho Toue, a c’houarn an douar a-bezh gant e urzhioù.

Il s'est toujours souvenu de son alliance, parole édictée pour mille générations : Ps 105, 8 : Mirout a ra soñj eus e Emglev da virviken, eus ar bromesa en deus graet evit ur mil a rummadoù,

promesse faite à Abraham, garantie par serment à Isaac, Ps 105, 9 : eus an emglev en deus diazezet gant Abraham, eus al le en deus touet da Izaak.

érigée en loi avec Jacob, alliance éternelle pour Israël. Ps 105, 10 : Rak divizet en deus bezañ ur gourc’hemenn evit Yakob, da vezañ un emglev peurbadel gant Israel,

Il a dit : « Je vous donne le pays de Canaan, ce sera votre part d'héritage. » Ps 105, 11 : p’en deus lavaret : « Dit e roan bro g/Kanaan, ho lod hêrezh e vo. »

En ces temps-là, on pouvait les compter : c'était une poignée d'immigrants ; Ps 105, 12 : Pa ne oa nemet nebeut anezho c’hoazh, un dornad tud, diavaezidi er vro,

ils allaient de nation en nation, d'un royaume vers un autre royaume. Ps 105, 13 : pa dremenent a vroad da vroad, hag eus ur rouantelezh d’eben ;

Mais Dieu ne souffrait pas qu'on les opprime ; à cause d'eux, il châtiait des rois : Ps 105, 14 : ne lezas den ebet d’o gwaskañ, hag en abeg dezho e kastizas rouaned :

« Ne touchez pas à qui m'est consacré, ne maltraitez pas mes prophètes ! » Ps 105, 15 : « Na stokit ket ouzh ar re am eus sakret, ha na rit ket a zroug d’am frofeded. *

Il appela sur le pays la famine, le privant de toute ressource. Ps 105, 16 : Gervel a reas ar gernez war ar vro, lemel a reas kuit pep sikour bara.

Mais devant eux il envoya un homme, Joseph, qui fut vendu comme esclave. Ps 105, 17 : Kas a reas neuze un den dirazo, Jozef a voe gwerzhet da sklavour.

On lui met aux pieds des entraves, on lui passe des fers au cou ; Ps 105, 18 : E dreid a voe gwasket er chadennoù, hag e c’houzoug a voe dalc’het en houarnoù,

il souffrait pour la parole du Seigneur, jusqu'au jour où s'accomplit sa prédiction. Ps 105, 19 : betek ma teuas da wir ar pezh en devoa diouganet, goude bezañ bet amprouet gant lavar an Aotrou.

Le roi ordonne qu'il soit relâché, le maître des peuples, qu'il soit libéré. Ps 105, 20 : Ar roue a gasas tud d’e zieubiñ, pennrener ar pobloù a roas urzh d’e zichadennañ,

Il fait de lui le chef de sa maison, le maître de tous ses biens, Ps 105, 21 : evit e ziazezañ da vestr war e di, da c’houarnour war e holl zomanioù,

pour que les princes lui soient soumis, et qu'il apprenne la sagesse aux anciens. Ps 105, 22 : evit reiñ d’e briñsed deskadurezh, ha kelenn d’ar re gozh ar furnez.

Alors Israël entre en Égypte, Jacob émigre au pays de Cham. Ps 105, 23 : Neuze Israel a antreas e Bro-Egipt, ha Yakob a zeuas da chom e douar Kam.

Dieu rend son peuple nombreux et plus puissant que tous ses adversaires ; Ps 105, 24 : Doue a lakaas e dud da vezañ niverus, da vezañ kreñvoc’h eget o enebourien.

ceux-là, il les fait se raviser, haïr son peuple et tromper ses serviteurs. Ps 105, 25 : Met e kalon ar re-mañ e savas kasoni ouzh e bobl, hag itrikañ a rejont troioù kamm a-enep e servijerien.

Mais il envoie son serviteur, Moïse, avec un homme de son choix, Aaron, Ps 105, 26 : Neuze e kasas Moizez, e servijer, hag Aaron, bet dibabet gantañ.

pour annoncer des signes prodigieux, des miracles au pays de Cham. Ps 105, 27 : Ha drezo e reas sinoù dirazo, e vurzhudoù war zouar Kam.

Il envoie les ténèbres, tout devient ténèbres : nul ne résiste à sa parole ; Ps 105, 28 : Kas a reas an deñvalijenn hag e voe an noz-dall, met ne daoljont ket evezh ouzh e gomzoù.

il change les eaux en sang et fait périr les poissons. Ps 105, 29 : Treiñ a reas e gwad o dourioù, hag e lakaas o fesked da vervel.

Des grenouilles envahissent le pays jusque dans les chambres du roi. Ps 105, 30 : O douar a verve gant raned e-leizh, betek e kambroù ar rouaned.

Il parle, et la vermine arrive : des moustiques, sur toute la contrée. Ps 105, 31 : Gourc’hemenn a reas hag e teuas un armead c’hwibu, astuz war o douar a-bezh.

Au lieu de la pluie, il donne la grêle, des éclairs qui incendient les champs ; Ps 105, 32 : E-lec’h glav e roas dezho grizilh, flammoù-tan war o bro.

il frappe les vignes et les figuiers, il brise les arbres du pays. Ps 105, 33 : Hag e skoas gant o gwini hag o fiez, hag e torras gwez o douar.

Il parle, et les sauterelles arrivent, des insectes en nombre infini Ps 105, 34 : Gourc’hemenn a reas hag e teuas lamperezed, a-unan gant c’hwiled diniver,

qui mangent toute l'herbe du pays, qui mangent le fruit de leur sol. Ps 105, 35 : a douzas ar geot a-ziwar o douar, a lonkas frouezh o maezioù.

Il frappe les fils aînés du pays, toute la fleur de la race ; Ps 105, 36 : Ha gant ar re kentañ-ganet en o bro e skoas erfin, gant kement a oa frouezh kentañ o nerzh.

il fait sortir les siens chargés d'argent et d'or ; pas un n'a flanché dans leurs tribus ! Ps 105, 37 : Hag e kasas e dud er-maez karget gant arc’hant hag aour, hag en o meuriadoù ne oa den o trabidellañ.

Et l'Égypte se réjouit de leur départ, car ils l'avaient terrorisée. Ps 105, 38 : Ha Bro-Egipt a voe laouen paz ejont kuit, dre ma oa kouezhet ar spouron warno.

Il étend une nuée pour les couvrir ; la nuit, un feu les éclaire. Ps 105, 39 : Ledañ a reas ur goabrenn evel ur ouel d’o goleiñ, evel un tan d’o sklerijennañ e-pad an noz.

A leur demande, il fait passer des cailles, il les rassasie du pain venu des cieux ; Ps 105, 40 : Goulenn a rejont hag e kasas koailhed dezho, o gwalc’h a roas dezho eus bara an neñv.

il ouvre le rocher : l'eau jaillit, un fleuve coule au désert. Ps 105, 41 : Digeriñ a reas ar roc’h hag e redas an dour, evit mont, evel ur stêr, a-dreuz ar gouelec’h.

Il s'est ainsi souvenu de la parole sacrée et d'Abraham, son serviteur ; Ps 105, 42 : Rak soñj en devoa eus e lavar santel, eus ar ger en devoa roet da Abraham e servijer.

il a fait sortir en grande fête son peuple, ses élus, avec des cris de joie ! Ps 105, 43 : Lakaet en deus e bobl da vont er-maez gant levenez, hag e dud dibabet gant youc’hadegoù a joa.

Il leur a donné les terres des nations, en héritage, le travail des peuples, Ps 105, 44 : Douaroù ar Broadoù en deus roet dezho, o lakaet en deus da berc’hennañ madoù ar pobloù,

pourvu qu'ils gardent ses volontés et qu'ils observent ses lois. Alléluia ! Ps 105, 45 : dezho da virout e c’hourc’hemennoù, ha da heuliañ e lezennoù, Allelouia.