Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 118

Salmoù - Salm 118


Salm 118



Rendez grâce au Seigneur : Il est bon ! * Éternel est son amour ! Ps 118, 1 : Allelouia. Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh, ya, da virviken e pad e drugarez.

Oui, que le dise Israël : Éternel est son amour ! + Ps 118, 2 : Ra lavaro tiegezh Israel, ya, da virviken e pad e drugarez.

Que le dise la maison d'Aaron : Éternel est son amour ! * Ps 118, 3 : Ra lavaro tiegezh Aaron, ya, da virviken e pad e drugarez.

Qu'ils le disent, ceux qui craignent le Seigneur : Éternel est son amour ! Ps 118, 4 : Ra lavaro ar re a zouj an Aotrou, ya, da virviken e pad e drugarez. *

Dans mon angoisse j'ai crié vers le Seigneur, et lui m'a exaucé, mis au large. Ps 118, 5 : Eus kreiz va anken em eus galvet an Aotrou, va selaouet, va dieubet en deus

Le Seigneur est pour moi, je ne crains pas ; que pourrait un homme contre moi ? Ps 118, 6 : Ganin emañ an Aotrou, n’em eus tamm aon ebet, petra c’hellfe an den a-enep din ?

Le Seigneur est avec moi pour me défendre, et moi, je braverai mes ennemis. Ps 118, 7 : Ganin emañ an Aotrou va skoazeller-me, gwelout a rin va enebourien diskaret.

Mieux vaut s'appuyer sur le Seigneur que de compter sur les hommes ; * Ps 118, 8 : Gwelloc’h eo en em repuiñ en Aotrou eget fiziout e mab-den.

mieux vaut s'appuyer sur le Seigneur que de compter sur les puissants ! Ps 118, 9 : Gwelloc’h eo en em repuiñ en Aotrou eget fiziout er briñsed. *

Toutes les nations m'ont encerclé : au nom du Seigneur, je les détruis ! Ps 118, 10 : An holl baganed o devoa va enkelc’hiet, en anv an Aotrou em eus o dispennet.

Elles m'ont cerné, encerclé : au nom du Seigneur, je les détruis ! Ps 118, 11 : A bep tu o devoa va enkelc’hiet, en anv an Aotrou em eus o dispennet.

Elles m'ont cerné comme des guêpes : + (- ce n'était qu'un feu de ronces -) * au nom du Seigneur, je les détruis ! Ps 118, 12 : Va enkelc’hiet o devoa evel un hedad gwesped met flammet int bet evel drein en tan, en anv an Aotrou em eus o dispennet.

On m'a poussé, bousculé pour m'abattre ; mais le Seigneur m'a défendu. Ps 118, 13 : Bountet-divountet ez on bet ganto da gouezhañ, met an Aotrou en deus va skoazellet.

Ma force et mon chant, c'est le Seigneur ; il est pour moi le salut. Ps 118, 14 : Va nerzh ha va galloud eo an Aotrou, ur salver eo bet evidon.

Clameurs de joie et de victoire * sous les tentes des justes : « Le bras du Seigneur est fort, Ps 118, 15 : Youc’hadegoù a levenez hag a drec’h e teltennoù an dud reizh :

le bras du Seigneur se lève, * le bras du Seigneur est fort ! » Ps 118, 16 : « Dorn dehou an Aotrou en deus va adsavet ; dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh ! ». ---

Non, je ne mourrai pas, je vivrai pour annoncer les actions du Seigneur : Ps 118, 17 : N’eo ket mervel a rin, met bevañ, hag ec’h embannin oberoù meur an Aotrou.

il m'a frappé, le Seigneur, il m'a frappé, mais sans me livrer à la mort. Ps 118, 18 : Va c’hastizet, va c’hastizet en deus an Aotrou, met n’en deus ket va roet d’ar marv. *

Ouvrez-moi les portes de justice : j'entrerai, je rendrai grâce au Seigneur. Ps 118, 19 : Digorit evidon an dorojoù santel ; maz antrein drezo da drugarekaat an Aotrou.

« C'est ici la porte du Seigneur : qu'ils entrent, les justes ! » Ps 118, 20 : Houmañ eo dor an Aotrou ; drezi ec’h antre an dud reizh.

Je te rends grâce car tu m'as exaucé : tu es pour moi le salut. Ps 118, 21 : Ho trugarekaat a ran dre m’hoc’h eus va selaouet, dre ma 'z oc’h bet evidon ur salver.

La pierre qu'ont rejetée les bâtisseurs est devenue la pierre d'angle : Ps 118, 22 : Ar maen bet distaolet gant ar saverien, a zo deuet da vezañ maen-uhel ar c’horn ;

c'est là l'oeuvre du Seigneur, la merveille devant nos yeux. Ps 118, 23 : gant an Aotrou eo bet graet an dra-se, tra estlammus d’hon daoulagad.

Voici le jour que fit le Seigneur, qu'il soit pour nous jour de fête et de joie ! Ps 118, 24 : Hemañ eo an deiz en deus graet an Aotrou : tridomp ennañ gant levenez. *

Donne, Seigneur, donne le salut ! Donne, Seigneur, donne la victoire ! Ps 118, 25 : A ! Aotrou, roit deomp silvidigezh ! A ! Aotrou, roit deomp evurusted !

Béni soit au nom du Seigneur celui qui vient ! * De la maison du Seigneur, nous vous bénissons ! Ps 118, 26 : Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou. Ho pennigañ a reomp eus ti an Aotrou.

Dieu, le Seigneur, nous illumine. Rameaux en main, formez vos cortèges jusqu'auprès de l'autel. Ps 118, 27 : Doue eo an Aotrou en deus roet sklerijenn deomp. Urzhiit an ambrougadeg, bodoù glas en ho torn tre betek kernioù an aoter. *

Tu es mon Dieu, je te rends grâce, * mon Dieu, je t'exalte ! Ps 118, 28 : Va Doue ez oc’h-c’hwi hag ho trugarekaat a ran, va Doue, kanmeuliñ deoc’h a fell din.

Rendez grâce au Seigneur : Il est bon ! Éternel est son amour ! Ps 118, 29 : Rentit klod d’an Aotrou evit e vadelezh, ya, da virviken e pad e drugarez !