Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 15

Salmoù - Salm 15


Salm 15



Ps 15, 0 : Salm David.

Seigneur, qui séjournera sous ta tente ? Qui habitera ta sainte montagne ? Ps 15, 1 : Aotrou, piv a vezo degemeret en ho teltenn ? Piv en em zalc’ho war ho menez santel ?

Celui qui se conduit parfaitement, + qui agit avec justice et dit la vérité selon son coeur. Ps 15, 2 : An hini a gerzh en hent dinamm hag a zo reizh e oberoù, a vez ar wirionez en e galon,

Il met un frein à sa langue, + ne fait pas de tort à son frère et n'outrage pas son prochain. Ps 15, 3 : ha na lez ket e deod da zroukkomz, an hini na ra ket gaou d’e nesañ, na daol ket dismegañs war e amezeien.

A ses yeux, le réprouvé est méprisable mais il honore les fidèles du Seigneur. S'il a juré à ses dépens, il ne reprend pas sa parole. Ps 15, 4 : An hini a sell an den fall evel disprizus, met a enor an dud a zoujañs Doue. An den na dorr ket e ledoued, zoken ma teu da goll diwarnañ,

Il prête son argent sans intérêt, + n'accepte rien qui nuise à l'innocent. Qui fait ainsi demeure inébranlable. Ps 15, 5 : na brest ket arc’hant evit kaout gounid, na zegemer ket profoù a-enep an den digablus. An hini en em ren evel-se, ne vo distroadet morse.