Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 56

Salmoù - Salm 56


Salm 56



Ps 56, 1 : D’ar mestr-kaner. War « Durzhunell an dervennoù pell ». Eus David. Barzhoneg, pa grogas ar Filistiz ennañ e Gat.

Pitié, mon Dieu ! Des hommes s'acharnent contre moi ; tout le jour, ils me combattent, ils me harcèlent. Ps 56, 2 : Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue, rak flastret on gant an den, a-hed an deiz emañ va enebour ouzh va gwaskañ.

Ils s'acharnent, ils me guettent tout le jour ; mais là-haut, une armée combat pour moi. Ps 56, 3 : A-hed an deiz e vezan kalemarc’het ganto, rak niverus eo ar re a stourm a-enep din.

Le jour où j'ai peur, je prends appui sur toi. Ps 56, 4 : Doue uhel-meurbet ! E deiz ar spouron e lakan va fiziañs ennoc’h-c’hwi.

R/ Sur Dieu dont j'exalte la parole, sur Dieu, je prends appui : plus rien ne me fait peur ! Que peuvent sur moi des êtres de chair ? Ps 56, 5 : Doue a ganmeulin evit gwirionez e lavar, e Doue em eus fiziañs, n’em eus tamm spont ebet ken. Petra a c’hellfe an den a-enep din ?

Tout le jour, leurs paroles me blessent, ils ne pensent qu'à me faire du mal ; Ps 56, 6 : A-hed an deiz e lavaront din komzoù flemmus, o holl venozioù a ijin va gwalleur.

à l'affût, ils épient, ils surveillent mes pas ; comme s'ils voulaient ma mort. Ps 56, 7 : En em strollañ a reont e kuzh, evit spiañ va c’hammedoù. Rak va buhez eo an hini a glaskont diskar.

[Vont-ils échapper malgré leurs crimes ? Que ta colère, mon Dieu, abatte les nations !] Ps 56, 8 : En abeg d’o fallagriezh, silvidigezh ebet dezho. En ho konnar, distrujit ar baganed-se ! [Doue a ganmeulin evit gwirionez e lavar, e Doue em eus fiziañs, n’em eus tamm spont ebet ken. Petra a c’hellfe an den a-enep din ?]

Toi qui comptes mes pas vagabonds, recueille en tes outres mes larmes ; (cela n'est-il pas dans ton livre ?) Ps 56, 9 : O Doue, displeget em eus deoc’h va zrubuilhoù : kutuilhit en ho sac’h-dour va daeroù ; hag-eñ n’int ket merket en ho levr-kontoù ?

Le jour où j'appellerai, mes ennemis reculeront ; je le sais, Dieu est pour moi. Ps 56, 10 : Emañ va enebourien o vont da gilañ, en deiz ma c’halvin ac’hanoc’h : gouzout mat a ouzon emañ Doue a-du ganin.

R / Sur Dieu dont j'exalte la parole, le Seigneur dont j'exalte la parole, * Ps 56, 11 : Va c’homzoù a rento meuleudi da Zoue. Doue a ganmeulin evit gwirionez e lavar,

sur Dieu, je prends appui : plus rien ne me fait peur ! * Que peuvent sur moi des humains ? Ps 56, 12 : e Doue em eus fiziañs, n’em eus tamm spont ebet ken. Petra a c’hellfe an den a-enep din ?

Mon Dieu, je tiendrai ma promesse, je t'offrirai des sacrifices d'action de grâce ; Ps 56, 13 : Deoc’h e tlean, Aotrou Doue, ar gouestloù am eus graet, kinnig a rin deoc’h loskaberzhoù a veuleudi,

car tu m'as délivré de la mort et tu préserves mes pieds de la chute, pour que je marche à la face de Dieu dans la lumière des vivants. Ps 56, 14 : rak salvet hoc’h eus va ene eus ar marv, ha diwallet va zreid diouzh an drouklamm, ma vezin evit kerzhout dirazoc’h, Aotrou Doue, e sklerijenn ar vuhez. [Doue a ganmeulin evit gwirionez e lavar, e Doue em eus fiziañs, n’em eus tamm spont ebet ken. Petra a c’hellfe an den a-enep din ?]