Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 85

Salmoù - Salm 85


Salm 85



Ps 85, 1 : D’ar mestr-kaner. Eus mibien Kore. Salm.

Tu as aimé, Seigneur, cette terre, tu as fait revenir les déportés de Jacob ; Ps 85, 2 : Diskouezet hoc’h eus, Aotrou, ho trugarez ouzh ho touar, adroet hoc’h eus da Yakob an eurvad.

tu as ôté le péché de ton peuple, tu as couvert toute sa faute ; Ps 85, 3 : Pardonet hoc’h eus pec’hed ho pobl, goloet hoc’h eus hec’h holl vankoù.

tu as mis fin à toutes tes colères, tu es revenu de ta grande fureur. Ps 85, 4 : Sioulaet hoc’h eus hoc’h holl fulor, roet hoc’h eus distan d’ho kounnar.

Fais-nous revenir, Dieu, notre salut, oublie ton ressentiment contre nous. Ps 85, 5 : Hon adsavit, Aotrou Doue, hor salver, ha paouezit da vagañ droug en hor c’heñver.

Seras-tu toujours irrité contre nous, maintiendras-tu ta colère d'âge en âge ? Ps 85, 6 : Hag-eñ eo da viken e vefec’h kounnaret ouzhomp, ha chom a rafec’h fuloret a rummad da rummad ?

N'est-ce pas toi qui reviendras nous faire vivre et qui seras la joie de ton peuple ? Ps 85, 7 : Met kentoc’h eo buhez a roiot deomp en-dro, ma kavo tud ho pobl o levenez ennoc’h.

Fais-nous voir, Seigneur, ton amour, et donne-nous ton salut. Ps 85, 8 : Diskouezit deomp, Aotrou, ho trugarez, ha roit deomp ho silvidigezh. *

J'écoute : que dira le Seigneur Dieu ? + Ce qu'il dit, c'est la paix pour son peuple et ses fidèles ; * qu'ils ne reviennent jamais à leur folie ! Ps 85, 9 : Fellout a ra din selaou lavaroù an Aotrou, a dra sur eo komzoù a beoc’h a lavaro evit e bobl, evit e dud fidel, evit ar re o tistreiñ outañ a galon.

Son salut est proche de ceux qui le craignent, et la gloire habitera notre terre. Ps 85, 10 : Ya, tost emañ e silvidigezh d’ar re a zouj razañ, setu ma teu ar c’hloar da chom war an douar.

Amour et vérité se rencontrent, justice et paix s'embrassent ; Ps 85, 11 : Gras ha fealded a ya d’en em gaout an eil gant eben, reizhder ha peoc’h en em vriata.

la vérité germera de la terre et du ciel se penchera la justice. Ps 85, 12 : Ar fealded a ziwano eus an douar, hag ar reizhder a stouo eus an Neñvoù.

Le Seigneur donnera ses bienfaits, et notre terre donnera son fruit. Ps 85, 13 : An Aotrou a skuilho e vennozh, hag an douar a daolo e frouezh.

La justice marchera devant lui, et ses pas traceront le chemin. Ps 85, 14 : Dirazañ e kerzho ar reizhder, hag ar peoc’h da heul e gammedoù.