Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 63

Salmoù - Salm 63


Salm 63



Ps 63, 1 : Salm. Eus David. Pa oa e gouelec’h Youda.

Dieu, tu es mon Dieu, je te cherche dès l'aube : mon âme a soif de toi ; après toi languit ma chair, terre aride, altérée, sans eau. Ps 63, 2 : Aotrou Doue, va Doue ez oc’h-c’hwi, c’hwi an hini a glaskan kerkent ha gouloù-deiz. Sec’hed ac’hanoc’h en deus va ene, ha va c’horf a langis etrezek ennoc’h. Evel un douar kras, disec’het ha dizour,

Je t'ai contemplé au sanctuaire, j'ai vu ta force et ta gloire. Ps 63, 3 : setu ma sellan ouzhoc’h en ho santual, gant ar spi da welout ho kalloud hag ho kloar.

Ton amour vaut mieux que la vie : tu seras la louange de mes lèvres ! Ps 63, 4 : Gwell eo ganin ho kras eget ar vuhez-mañ, va muzelloù a c’houlenn ho meuliñ.

Toute ma vie je vais te bénir, lever les mains en invoquant ton nom. Ps 63, 5 : Ho pennigañ a fell din va buhez-pad, ha sevel va daouarn en enor d’hoc’h anv.

Comme par un festin je serai rassasié ; la joie sur les lèvres, je dirai ta louange. Ps 63, 6 : ha va c’halon he devo he gwalc’h a levenez, va genou ho meulo gant diweuz o tridal.

Dans la nuit, je me souviens de toi et je reste des heures à te parler. Ps 63, 7 : Ya, soñj am bez ac’hanoc’h war va gwele, a-hed beilhoù an noz e vez va spered ganeoc’h-c’hwi,

Oui, tu es venu à mon secours : je crie de joie à l'ombre de tes ailes. Ps 63, 8 : va skoazeller ez oc’h bet a-holl viskoazh, dindan ho tivaskell e tridan a levenez.

Mon âme s'attache à toi, ta main droite me soutient. Ps 63, 9 : Ouzhoc’h en em stard va ene, ho torn dehou am dalc’h hag am skor.

[Mais ceux qui pourchassent mon âme, qu'ils descendent aux profondeurs de la terre, Ps 63, 10 : Met ar re a vez o klask distrujañ din va buhez a ziskenno e donderioù an douar.

qu'on les passe au fil de l'épée, qu'ils deviennent la pâture des loups ! Ps 63, 11 : Skoet e vezint gant barvenn ar c’hleze ha distaolet evel boued d’ar chas gouez.

Et le roi se réjouira de son Dieu. Qui jure par lui en sera glorifié, tandis que l'homme de mensonge aura la bouche close !] Ps 63, 12 : Ar roue avat en devo levenez e Doue : Gloar o devo kement hini a dou drezañ, tra ma vo stanket d’an dud gaouiat o genaouioù.