Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 25

Salmoù - Salm 25


Salm 25



Vers toi, Seigneur, j'élève mon âme, * Ps 25, 1 : Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene,

vers toi, mon Dieu. Je m'appuie sur toi : épargne-moi la honte ; ne laisse pas triompher mon ennemi. Ps 25, 2 : va Doue, ennoc’h e fizian : n’am bezo ket a vezh. Ha na drido ket va enebourien diwar va fenn,

Pour qui espère en toi, pas de honte, mais honte et déception pour qui trahit. Ps 25, 3 : nann, an neb a esper ennoc’h n’en devezo ket a geuz, tra ma vo diskaret an dreitourien didalvez.

Seigneur, enseigne-moi tes voies, fais-moi connaître ta route. Ps 25, 4 : Aotrou, deskit din hoc’h hentoù, ha kelennit din ho kwenodennoù.

Dirige-moi par ta vérité, enseigne-moi, car tu es le Dieu qui me sauve. C'est toi que j'espère tout le jour en raison de ta bonté, Seigneur. Ps 25, 5 : Heñchit ac’hanon en ho kwirionez, va c’henteliit, rak c’hwi eo Doue va silvidigezh, Vav hag ennoc’h ec’h esperan dalc’hmat,

Ps 25, 7K : en abeg d’ho madelezh, Aotrou.

Rappelle-toi, Seigneur, ta tendresse, ton amour qui est de toujours. Ps 25, 6 : Ho pezet soñj en ho trugarez, Aotrou, eus ho karantez a zo bet a viskoazh.

Oublie les révoltes, les péchés de ma jeunesse ; dans ton amour, ne m'oublie pas. Ps 25, 7 : N’ho pezet ket soñj eus pec’hedoù va follentez ; ho pezet soñj ac’hanon hervez ho trugarez.

Il est droit, il est bon, le Seigneur, lui qui montre aux pécheurs le chemin. Ps 25, 8 : Madelezhus ha reizh eo an Aotrou, eñ a ziskouez an hent mat d’ar bec’herien ;

Sa justice dirige les humbles, il enseigne aux humbles son chemin. Ps 25, 9 : bleinañ a ra an dud izel en e reizhder, deskiñ a ra d’an dud paour e wenodenn.

Les voies du Seigneur sont amour et vérité pour qui veille à son alliance et à ses lois. Ps 25, 10 : Holl wenodennoù an Aotrou a zo gras ha fealded evit ar re a vir e emglev hag e c’hourc’hemennoù.

A cause de ton nom, Seigneur, pardonne ma faute : elle est grande. Ps 25, 11 : Evit enor hoc’h anv, Aotrou, pardonit va fec’hed, daoust maz eo bras.

Est-il un homme qui craigne le Seigneur ? Dieu lui montre le chemin qu'il doit prendre. Ps 25, 12 : Pehini eo an den hag a zouj an Aotrou ? Dezhañ e kelenno peseurt hent en deus da zibab.

Son âme habitera le bonheur, ses descendants posséderont la terre. Ps 25, 13 : E-kreiz an eurvad e chomo e-unan, hag e lignez a berc’henno ar vro.

Le secret du Seigneur est pour ceux qui le craignent ; à ceux-là, il fait connaître son alliance. Ps 25, 14 : An Aotrou a zigor e sekredoù d’ar re a zouj anezhañ, diskuliañ a ra dezho splannder e emglev.

J'ai les yeux tournés vers le Seigneur : il tirera mes pieds du filet. Ps 25, 15 : Va daoulagad a chom stag dalc’hmat ouzh an Aotrou, rak eñ a denno va zreid eus ar roued.

Regarde, et prends pitié de moi, de moi qui suis seul et misérable. Ps 25, 16 : Sellit ouzhin, ho pezet truez ouzhin, dre m’emaon va-unan ha reuzeudik.

L'angoisse grandit dans mon coeur : tire-moi de ma détresse. Ps 25, 17 : Distardit anken va c’halon, va zennit eus va holl enkrezioù.

Vois ma misère et ma peine, enlève tous mes péchés. Ps 25, 18 : Gwelit va reuzeudigezh ha va zrevell ha pardonit din va holl bec’hedoù.

Vois mes ennemis si nombreux, la haine violente qu'ils me portent. Ps 25, 19 : Sellit ouzh va enebourien, pegen niverus ez int, ha pegen garv ar gasoni a vagont ouzhin.

Garde mon âme, délivre-moi ; je m'abrite en toi : épargne-moi la honte. Ps 25, 20 : Diwallit va ene ha va dieubit, n’am bezo ket a geuz o vezañ klasket ennoc’h va repu.

Droiture et perfection veillent sur moi, sur moi qui t'espère ! Ps 25, 21 : Ho tinammded hag ho reizhder d’am diwallo, rak esperout a ran ennoc’h.

Libère Israël, ô mon Dieu, de toutes ses angoisses ! Ps 25, 22 : O, Doue, dieubit Israel diouzh e holl enkrezioù.