Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 59

Salmoù - Salm 59


Salm 59



Ps 59, 1 : D’ar mestr-kaner : « Na zistruj ket ». Eus David. Barzhoneg. Pa gasa Saoul spierien da eveshaat ouzh e di evit e lazhañ.

Délivre-moi de mes ennemis, mon Dieu ; de mes agresseurs, protège-moi. Ps 59, 2 : Va dieubit diouzh va enebourien, Aotrou va Doue, va diwallit diouzh ar re am argad.

Délivre-moi des hommes criminels ; des meurtriers, sauve-moi. Ps 59, 3 : Va dieubit diouzh oberourien ar fallentez, ha diouzh an dud a wad va salvit.

Voici qu'on me prépare une embuscade : des puissants se jettent sur moi. Ps 59, 4 : Rak setu ma spiont a-enep va buhez, tud galloudek en em stroll a-enep din.

Je n'ai commis ni faute, ni péché, ni le mal, Seigneur, pourtant ils accourent et s'installent. Réveille-toi ! Viens à moi, regarde, Ps 59, 5 : N’eus ennon koulskoude na torfed na pec’hed ; hep na vijen kablus e redont da stourm ouzhin. Dihunit, deuit d’am skoazellañ ha gwelit,

Seigneur, Dieu de l'univers, Dieu d'Israël : [lève-toi et punis tous ces païens, sans pitié pour tous ces traîtres de malheur ! Ps 59, 6 : c’hwi, Aotrou, Doue ar galloudoù, Doue Israel ! Savit evit kastizañ an holl baganed, bezit didruez ouzh an holl drubarded-se.

R / Le soir, ils reviennent : * comme des chiens, ils grondent, ils cernent la ville. Ps 59, 7 : Da serr-noz e teuont en-dro en ur harzhal evel chas, hag e Kêr e kantreont a bep tu,

Les voici, l'écume à la bouche, l'épée aux lèvres : « Qui donc entendrait ? » Ps 59, 8 : gant gourdrouz leizh o genaouioù, flemmadennoù war o muzelloù, Hag e lavaront « Piv ’ta a c’hellfe o c’hlevout ? »,

Mais toi, Seigneur, tu t'en amuses, tu te ris de tous ces païens.] Ps 59, 9 : C’hwi avat, Aotrou, a ra goap anezho, godisal a rit an holl baganed-se.

Auprès de toi, ma forteresse, je veille ; [R] oui, mon rempart, c'est Dieu ! Ps 59, 10 : O c’hwi, va nerzh, davedoc’h e sellin; rak c’hwi, Doue, eo va moger-difenn.

Le Dieu de mon amour vient à moi : avec lui je défie mes adversaires. Ps 59, 11 : Ra zeuio gant e c’hras an Aotrou Doue d’am skoazellañ, d’am laouenaat gant diskar va enebourien.

Ps 59, 12a : Lazhit-i, Aotrou Doue, na vezo ken ur skoilh evit va fobl

Ps 59, 13a : pec’hed o genoù ha komz o muzelloù.

Ps 59, 12b : En ho nerzh-c’hwi stlabezit, diskarit anezho, rak c’hwi eo va difenn, Aotrou Doue !

Ps 59, 13b : Ra vezint taget gant o lorc’hentez hec’h-unan, gant an droukkomzoù hag ar gevier a zibunont.

Dans ta colère, détruis-les ; détruis-les, qu'ils disparaissent ! Alors on saura que Dieu règne en Jacob et sur l'étendue de la terre. Ps 59, 14 : Distrujit-i en ho kounnar, Aotrou, distrujit-i na vezo ken anezho, ma vo anat eo Doue a zo an uhelvestr war Yakob ha betek harzoù an douar.

R / Le soir, ils reviennent : * comme des chiens, ils grondent, ils cernent la ville. Ps 59, 15 : Da serr-noz e teuont en-dro en ur harzhal evel chas hag e Kêr e kantreont a bep tu.

Ils vont en quête d'une proie, * affamés, hurlant dans la nuit.] Ps 59, 16 : Treiñ-distreiñ a reont en ur glask o boued, ha pa n’o deus ket o gwalc’h e yudont.

Et moi, je chanterai ta force, au matin j'acclamerai ton amour. Tu as été pour moi un rempart, un refuge au temps de ma détresse. Ps 59, 17 : Me avat a gano ho kalloudegezh ha gant ar mintin e veulin ho madelezh, rak c’hwi a zo bet evidon ur voger-difenn, ur repu evidon e deiz va anken.

Je te fêterai, toi, ma forteresse : [R] oui, mon rempart, c'est Dieu, le Dieu de mon amour. Ps 59, 18 : O va nerzh, kanmeulin a rin deoc’h, rak c’hwi, Aotrou Doue a zo va moger-difenn, Aotrou va Doue a zo trugarezus ouzhin.