Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 14

Salmoù - Salm 14


Salm 14



Ps 14, 0 : D’ar mestr-kaner. Eus David

Dans son coeur le fou déclare : « Pas de Dieu ! » * Tout est corrompu, abominable, pas un homme de bien ! Ps 14, 1 : Lavaret en deus an diskiant en e galon « Doue, n’eus ket anezhañ ». Brein eo an dud hag euzhus o doareoù ; n’eus den a raje ar mad.

Des cieux, le Seigneur se penche vers les fils d'Adam * pour voir s'il en est un de sensé,un qui cherche Dieu. Ps 14, 2 : Eus lein an neñv e stou an Aotrou etrezek mibion an dud, evit gwelout hag-eñ e vefe unan, unan fur o klask Doue.

Tous, ils sont dévoyés ; tous ensemble, pervertis : * pas un homme de bien, pas même un seul ! Ps 14, 3 : An holl gwitibunan a zo diroudennet, dirollet int gwitibunan ; nann, n’eus den a raje ar mad, nann, n’eus ket unan.

N'ont-ils donc pas compris, ces gens qui font le mal ? + Quand ils mangent leur pain, ils mangent mon peuple. * Jamais ils n'invoquent le Seigneur. Ps 14, 4 : Hag-eñ ne raio ket pinijenn ar re-se, oberourien a fallentez, int hag a vez o lonkañ tud va fobl, 'vel ma tebrer bara ? Ne bedont ket Doue,

Et voilà qu'ils se sont mis à trembler, car Dieu accompagne les justes. * Ps 14, 5 : ha setu ma krenont, rak Doue a zo gant an dud reizh.

Vous riez des projets du malheureux, mais le Seigneur est son refuge. Ps 14, 6 : C’hwi a fell deoc’h ober goap ouzh an den izel, met an Aotrou a zo e warez.

Qui fera venir de Sion la délivrance d'Israël ? + Quand le Seigneur ramènera les déportés de son peuple, * quelle fête en Jacob, en Israël, quelle joie ! Ps 14, 7 : Ra zeuio eus Sion ar silvidigezh da Israel ! Pa gemmo an Aotrou planedenn e boblad, e trido Yakob, e vo levenez gant Israel.