Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 66

Salmoù - Salm 66


Salm 66



Acclamez Dieu, toute la terre ; + Ps 66, 1 : D’ar mestr-kaner. Kan. Salm. Youc’hit da Zoue, tud an douar a-bezh,

fêtez la gloire de son nom, glorifiez-le en célébrant sa louange. Ps 66, 2 : kanit da glod e anv, rentit dezhañ ur splann a veuleudi.

Dites à Dieu : « Que tes actions sont redoutables ! En présence de ta force, tes ennemis s'inclinent. Ps 66, 3 : Lavarit da Zoue : « Pegen estlammus hoc’h oberoù ! Abalamour da vraster ho kalloud e pleg hoc’h enebourien ouzh ho kwelout.

Toute la terre se prosterne devant toi, elle chante pour toi, elle chante pour ton nom. » Ps 66, 4 : Dirazoc’h e stou an douar a-bezh, d’hoc’h azeuliñ, ra ganint deoc’h, ra ganint d’hoc’h anv ».

Venez et voyez les hauts faits de Dieu, ses exploits redoutables pour les fils des hommes. Ps 66, 5 : Deuit ha sellit ouzh taolioù-meur Doue, graet en deus burzhudoù e-keñver mibien an dud.

Il changea la mer en terre ferme : ils passèrent le fleuve à pied sec. De là, cette joie qu'il nous donne. Ps 66, 6 : Kemmet en deus ar mor e douar kalet, treizhet hon eus ar stêr hep glebiañ hon treid ; lakaomp eta hon levenez ennañ.

Il règne à jamais par sa puissance. Ses yeux observent les nations : que les rebelles courbent la tête ! Ps 66, 7 : Ren a ra war bep tra en e c’halloud peurbad, e zaoulagad a daol evezh ouzh an holl vroadoù ; arabat d’ar pobloù disuj en em sevel a-enep dezhañ.

Peuples, bénissez notre Dieu ! Faites retentir sa louange, Ps 66, 8 : C’hwi eta, Broadoù, bennigit hon Doue, embannit e glod, kanit e veuleudi ;

car il rend la vie à notre âme, il a gardé nos pieds de la chute. Ps 66, 9 : rak miret en deus ac’hanomp e buhez, n’en deus ket hon lezet da vezañ distroadet.

C'est toi, Dieu, qui nous as éprouvés, affinés comme on affine un métal ; Ps 66, 10 : Moarvat hoc’h eus hon amprouet, Aotrou, hon lakaet da buraat evel arc’hant en tan.

tu nous as conduits dans un piège, tu as serré un étau sur nos reins. Ps 66, 11 : Hon degaset ho poa da vezañ paket er roued, karget ho poa war hor choug ur bec’h pounner.

Tu as mis des mortels à notre tête ; + nous sommes entrés dans l'eau et le feu, tu nous as fait sortir vers l'abondance. Ps 66, 12 : Lakaet ho poa an dud da vac’hañ deomp hor penn, tremenet omp dre an tan, dre an dour, met roet hoc’h eus deomp frankiz en-dro.

Je viens dans ta maison avec des holocaustes, je tiendrai mes promesses envers toi, Ps 66, 13 : Antren a ran en ho ti evit loskaberzhoù ; evit seveniñ ar gouestloù am eus graet deoc’h,

les promesses qui m'ouvrirent les lèvres, que ma bouche a prononcées dans ma détresse. Ps 66, 14 : ar re am eus digoret evito va muzelloù, hag en deus va genoù diskleriet em anken.

Je t'offrirai de beaux holocaustes + avec le fumet des béliers ; je prépare des boeufs et des chevreaux. Ps 66, 15 : Kinnig a ran deoc’h loskaberzhoù loened lart gant moged an tourzed o sevel davedoc’h, aberzhiñ a ran deoc’h ejened ha bouc’hed.

Venez, écoutez, vous tous qui craignez Dieu : je vous dirai ce qu'il a fait pour mon âme ; Ps 66, 16 : Deuit, ha selaouit, hag e kontin, deoc’h holl hag a zouj Doue, an holl gement en deus graet evit va ene.

quand je poussai vers lui mon cri, ma bouche faisait déjà son éloge. Ps 66, 17 : Davetañ em eus kriet gant va genoù, ha war va zeod em boa lakaet e veuleudi.

Si mon coeur avait regardé vers le mal, le Seigneur n'aurait pas écouté. Ps 66, 18 : Mar en devije gwelet fallentez em c’halon, n’en devije ket va selaouet an Aotrou.

Et pourtant, Dieu a écouté, il entend le cri de ma prière. Ps 66, 19 : Met Doue en deus selaouet va goulenn, taolet en deus evezh ouzh mouezh va fedenn.

Béni soit Dieu + qui n'a pas écarté ma prière, ni détourné de moi son amour ! Ps 66, 20 : Meuleudi da Zoue, rak n’en deus ket argaset va fedenn, n’en deus ket nac’het ouzhin e vadelezh.