Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 77

Salmoù - Salm 77


Salm 77



Ps 77, 1 : D’ar mestr-kaner. War“Iditun”. Eus Asaf. Salm.

Vers Dieu, je crie mon appel ! Je crie vers Dieu : qu'il m'entende ! Ps 77, 2 : Va mouezh a sav etrezek an Aotrou Doue, krial a ran ; va mouezh etrezek Doue, ra selaouo.

Au jour de la détresse, je cherche le Seigneur ; + la nuit, je tends les mains sans relâche, mon âme refuse le réconfort. Ps 77, 3 : E deiz va anken e klaskan an Aotrou, e-pad an noz ec’h astennan va daouarn hep skuizhañ. Va ene a zinac’h ar frealz ;

Je me souviens de Dieu, je me plains ;je médite et mon esprit défaille. Ps 77, 4 : soñjal a ran e Doue hag e laoskan huanadoù, prederiañ a ran hag e sempl va spered.

Tu refuses à mes yeux le sommeil ; je me trouble, incapable de parler. Ps 77, 5 : Derc’hel a ran digor malvennoù va daoulagad ; ken trubuilhet e vezan, ma n’on ket evit komz.

Je pense aux jours d'autrefois, aux années de jadis ; Ps 77, 6 : En deizioù a wechall e soñjan an amzerioù tremenet a gounaan.

la nuit, je me souviens de mon chant, je médite en mon coeur, et mon esprit s'interroge. Ps 77, 7 : En noz e prederian em c’halon, atersiñ a ran ha va spered a glask.

Le Seigneur ne fera-t-il que rejeter, ne sera-t-il jamais plus favorable ? Ps 77, 8 : Hag-eñ eo da viken en deus hon distaolet an Aotrou, hag-eñ ne vo ken trugarezus ouzhomp ?

Son amour a-t-il donc disparu ? S'est-elle éteinte, d'âge en âge, la parole ? Ps 77, 9 : Ha steuziet eo e c’hras da virviken, hag echu eo gant e bromesa evit atav.

Dieu oublierait-il d'avoir pitié, dans sa colère a-t-il fermé ses entrailles ? Ps 77, 10 : Hag ankouaet en deus Doue kaout truez, ha serret ouzhomp e drugarez en e gounnar ?

J'ai dit : « Une chose me fait mal, la droite du Très-Haut a changé. » Ps 77, 11 : Ha lavarout a ran : « Setu va doan, gwelout eo kemmet dorn dehou an Uhel-meurbet ».

Je me souviens des exploits du Seigneur, je rappelle ta merveille de jadis ; Ps 77, 12 : Soñjal a ran e oberoù an Aotrou, ya, kounaat a ran ho purzhudoù a-wechall.

je me redis tous tes hauts faits, sur tes exploits je médite. Ps 77, 13 : War hoc’h holl labourioù e prederian, war ho taolioù-kaer en em soñjan.

Dieu, la sainteté est ton chemin ! Quel Dieu est grand comme Dieu ? Ps 77, 14 : Aotrou Doue, santel-meurbet eo hoc’h hentoù ; piv a zo Doue bras evel hon Doue-ni ?

Tu es le Dieu qui accomplis la merveille, qui fais connaître chez les peuples ta force : Ps 77, 15 : C’hwi eo an Doue a ra burzhudoù, diskouezet hoc’h eus ho kalloud e-touez ar pobloù.

tu rachetas ton peuple avec puissance, les descendants de Jacob et de Joseph. Ps 77, 16 : Roet hoc’h eus gant nerzh ho prec’h frankiz d’ho pobl, bugale Yakob ha Jozef.

Les eaux, en te voyant, Seigneur, + les eaux, en te voyant, tremblèrent, l'abîme lui-même a frémi. Ps 77, 17 : An dourioù o deus ho kwelet, Aotrou Doue, an dourioù o deus ho kwelet ha krenet, an islonkoù zoken o deus skrijet.

Les nuages déversèrent leurs eaux, + les nuées donnèrent de la voix, la foudre frappait de toute part. Ps 77, 18 : Ar c’houmoul a skuilhas o doureier, ar malkennoù a daolas o mouezh, hag ho piroù a nijas a bep tu.

Au roulement de ta voix qui tonnait, + tes éclairs illuminèrent le monde, la terre s'agita et frémit. Ps 77, 19 : Ho kurunoù a dregerne er gorventenn, ho luc’hed a sklerijenne ar bed, an douar a grenas hag a vrallas.

Par la mer passait ton chemin, + tes sentiers, par les eaux profondes ; et nul n'en connaît la trace. Ps 77, 20 : Er mor e voe hoc’h hent, ho kwenodenn en doureier meur; ha ne voe den evit anavout roud ho kammedoù.

Tu as conduit comme un troupeau ton peuple par la main de Moïse et d'Aaron. Ps 77, 21 : Bleinet hoc’h eus ho pobl evel ur bagad-deñved dre zorn Moizez hag Aaron.