Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 50

Salmoù - Salm 50


Salm 50



Le Dieu des dieux, le Seigneur, parle et convoque la terre * du soleil levant jusqu'au soleil couchant. Ps 50, 1 : An Aotrou, Doue an doueoù en deus komzet ha galvet an douar eus ar sav-heol betek ar c’huzh-heol.

De Sion, belle entre toutes, Dieu resplendit. * Ps 50, 2 : Eus Sion, kêr a splannder, e teu Doue da barañ,

Qu'il vienne, notre Dieu, qu'il rompe son silence ! Devant lui, un feu qui dévore ; autour de lui, éclate un ouragan. Ps 50, 3 : dont a ra hon Doue ha ne davo ket. Un tan pulluc’hus a gerzh dirazañ, ar gorventenn a ziroll en-dro dezhañ.

Il convoque les hauteurs des cieux et la terre au jugement de son peuple : Ps 50, 4 : Gervel a ra an Neñvoù eus an nec’h hag an douar evit barnedigezh e bobl.

« Assemblez, devant moi, mes fidèles, eux qui scellent d'un sacrifice mon alliance. » Ps 50, 5 : « Bodit en-dro din tud va fobl santel, ar re o deus siellet gant ur sakrifis o emglev ganin ».

Et les cieux proclament sa justice : oui, le juge c'est Dieu ! Ps 50, 6 : An Neñvoù a gemenn justis Doue, rak mont a ra da zougen e setañs. *

« Écoute, mon peuple, je parle ; + Israël, je te prends à témoin. * Moi, Dieu, je suis ton Dieu ! Ps 50, 7 : « Selaou, va fobl, rak mont a ran da gomz, emaon o vont, Israel, da zougen testeni a-enep dit. Doue, da Zoue, eo me an hini eo :

Ps 50, 21k : Da damall a rin en ur zisplegañ pep tra dindan da sell.

« Je ne t'accuse pas pour tes sacrifices ; tes holocaustes sont toujours devant moi. Ps 50, 8 : N’eo ket evit da sakrifisoù em eus rebechoù d’ober rak dirazon emañ bepred da loskaberzhoù :

Je ne prendrai pas un seul taureau de ton domaine, pas un bélier de tes enclos. Ps 50, 9 : Met n’em eus ket ezhomm eus kole yaouank da di, n’em eus netra d’ober gant bouc’hed da dropelloù.

« Tout le gibier des forêts m'appartient et le bétail des hauts pâturages. Ps 50, 10 : Rak din-me emañ holl anevaled ar c’hoadeier, ar miliadoù loened war ar menezeier ;

Je connais tous les oiseaux des montagnes ; les bêtes des champs sont à moi. Ps 50, 11 : Anavezout a ran holl evned an oabloù, ha chatal ar maezioù a zo tra din ivez.

« Si j'ai faim, irai-je te le dire ? Le monde et sa richesse m'appartiennent. Ps 50, 12 : Mar em bije naon ne lavarjen ket dit ; rak din-me eo an hollved hag e holl bobladur.

Vais-je manger la chair des taureaux et boire le sang des béliers ? Ps 50, 13 : Daoust ha debriñ a ran eus kig an tirvi, daoust hag evañ a ran eus gwad ar bouc’hed ?

« Offre à Dieu le sacrifice d'action de grâce, accomplis tes voeux envers le Très-Haut. Ps 50, 14 : Kinnig da Zoue ul lidaberzh a veuleudi, prof ar sakrifisoù ac’h eus prometet d’an Uhel-meurbet.

Invoque-moi au jour de détresse : je te délivrerai, et tu me rendras gloire. » Ps 50, 15 : Ha neuze asped ac’hanon e deiz da enkrez : « Da zieubiñ a rin, ha va meuliñ a ri-te ».

Mais à l'impie, Dieu déclare : + « Qu'as-tu à réciter mes lois, * à garder mon alliance à la bouche, Ps 50, 16 : D’ar pec’her avat e lavar Doue : « Perak bezañ o tibuniñ va gourc’hemennoù ha komz kemend-all eus va emglev ?

toi qui n'aimes pas les reproches et rejettes loin de toi mes paroles ? Ps 50, 17 : Pa 'c’h eus kasoni ouzh va reizhadurioù, pa zistaolez a-drek da gein va c’homzoù.

« Si tu vois un voleur, tu fraternises, tu es chez toi parmi les adultères ; Ps 50, 18 : Ma welez ul laer e redez gantañ, hag e vezez kumpagnun an avoultrerien.

tu livres ta bouche au mal, ta langue trame des mensonges. Ps 50, 19 : Da c’henoù a laoskez d’ober an droug, ha gant da deod ec’h itrikez tromplezonoù.

« Tu t'assieds, tu diffames ton frère, tu flétris le fils de ta mère. Ps 50, 20 : Azezañ a rez evit komz a-enep d’az preur, hag evit dizenoriñ mab da vamm.

Voilà ce que tu fais ; garderai-je le silence ? « Penses-tu que je suis comme toi ? Je mets cela sous tes yeux, et je t'accuse. Ps 50, 21 : Setu ar pezh a rez, ha tevel a rajen ? Soñjal a rez e vijen eveldout ?

Comprenez donc, vous qui oubliez Dieu : sinon je frappe, et pas de recours ! Ps 50, 22 : Taolit evezh, c’hwi ar re a ankounac’ha Doue, gant aon na rogfen ha na vefe den evit ho salviñ.

« Qui offre le sacrifice d'action de grâce, celui-là me rend gloire : sur le chemin qu'il aura pris, je lui ferai voir le salut de Dieu. » Ps 50, 23 : Va enoriñ a ra kement hini a brof din e veuleudi, an neb a vir ar reizhder, eo dezhañ e tiskouezin va silvidigezh ».