Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 40

Salmoù - Salm 40


Salm 40



Ps 40, 1 : D’ar mestr-kaner. Eus David. Salm.

D'un grand espoir j'espérais le Seigneur : * il s'est penché vers moi pour entendre mon cri. Ps 40, 2 : Esperet, esperet em eus en Aotrou, ha stouet en deus war-zu ennon.

Il m'a tiré de l'horreur du gouffre, de la vase et de la boue ; * il m'a fait reprendre pied sur le roc, il a raffermi mes pas. Ps 40, 3 : Klevet en deus va galvadenn. Va zennet en deus eus poull ar marv, eus bouilhenn ar fankigell ; Kadarnaet en deus va zreid war ar roc’hell, startaet va c’hammedoù.

Dans ma bouche il a mis un chant nouveau, une louange à notre Dieu. * Beaucoup d'hommes verront, ils craindront, ils auront foi dans le Seigneur. Ps 40, 4 : Lakaet en deus em genou ur ganaouenn nevez, ur veuleudi d’hon Doue. Ha kalz en gwelo hag o devezo estlamm hag a lakaio o fiziañs en Aotrou.

Heureux est l'homme qui met sa foi dans le Seigneur * et ne va pas du côté des violents, dans le parti des traîtres. Ps 40, 5 : Evurus an den en deus diazezet e esperañs war an Aotrou ha na dro ket a-du gant an dud dirollet a ya war-lerc’h an idoloù.

Tu as fait pour nous tant de choses, toi, Seigneur mon Dieu ! * Tant de projets et de merveilles : non, tu n'as point d'égal ! Je les dis, je les redis encore ; * mais leur nombre est trop grand ! Ps 40, 6 : Kalz hoc’h eus graet, Aotrou, va Doue, a vurzhudoù, hag a vennadoù evidomp : n’eus den a-renk ganeoc’h. Me a venn o lavarout, o displegañ, re stank ez int da vezañ kontet.

Tu ne voulais ni offrande ni sacrifice, tu as ouvert mes oreilles ; * tu ne demandais ni holocauste ni victime, Ps 40, 7 : Na sakrifis na profadenn n’o deus plijet deoc’h-c’hwi, met digoret hoc’h eus din va divskouarn. Ne c’houlennit na loskaberzh na lazhiadenn,

alors j'ai dit : « Voici, je viens. « Dans le livre, est écrit pour moi Ps 40, 8 : neuze em eus lavaret : « Setu me amañ ». Evel m’eo bet skrivet e rolled al levr diwar va fenn,

ce que tu veux que je fasse. * Mon Dieu, voilà ce que j'aime : ta loi me tient aux entrailles. » Ps 40, 9 : evit ober ho polontez. Aotrou va Doue, va holl dudi eo ho lezenn, e-kreiz donañ va c’halon ».

J'annonce la justice dans la grande assemblée ; * vois, je ne retiens pas mes lèvres, Seigneur, tu le sais. Ps 40, 10 : Embannet em eus ho reizhder hag ho silvidigezh e-kreiz ar vodadeg vras ; nann, n’em eus ket serret va muzelloù, ha c’hwi en goar ervat, Aotrou !

Je n'ai pas enfoui ta justice au fond de mon coeur, + je n'ai pas caché ta fidélité, ton salut ; * j'ai dit ton amour et ta vérité à la grande assemblée. Ps 40, 11 : N’em eus ket kuzhet ho reizhder em c’halon, diskleriet em eus ho fealded. N’em eus ket tavet war ho madelezh na war ho kwirionez dirak ar vodadeg vras. *

Toi, Seigneur, ne retiens pas loin de moi ta tendresse ; * que ton amour et ta vérité sans cesse me gardent ! Ps 40, 12 : Ha c’hwi, Aotrou, na virit ket pell diouzhin ho trugarezioù, ra vezo bepred amañ ouzh va diwall ho madelezh, ho fealded !

Les malheurs m'ont assailli : * leur nombre m'échappe ! Mes péchés m'ont accablé : ils m'enlèvent la vue ! * Plus nombreux que les cheveux de ma tête, ils me font perdre coeur. Ps 40, 13 : Rak drougoù o deus va enkelc’hiet, drougoù diniver ; va fec’hedoù am stard ken kreñv, ma ne c’hellan gwelout netra ken. Fonnusoc’h int eget blev va fenn, ma vank em c’hreiz va c’halon.

Daigne, Seigneur, me délivrer ; Seigneur, viens vite à mon secours ! * Ps 40, 14 : Ra blijo deoc’h, Aotrou, va dieubiñ ; hastit, Aotrou, dont d’am harpañ !

[Qu'ils soient tous humiliés, déshonorés, ceux qui s'en prennent à ma vie ! Qu'ils reculent, couverts de honte, ceux qui cherchent mon malheur ; * Ps 40, 15 : Ra vo divarc’het an holl dud-se a glask lemel diganin va buhez. Ra gilo dispennet, mezhekaet, ar re o deus plijadur gant va gwalleur.

que l'humiliation les écrase, ceux qui me disent : « C'est bien fait ! »] Ps 40, 16 : Ra dec’ho kuit goloet a vezh ar re a lavar ouzhin : Gwell a se !

Mais tu seras l'allégresse et la joie de tous ceux qui te cherchent ; * toujours ils rediront : « Le Seigneur est grand ! » ceux qui aiment ton salut. Ps 40, 17 : Ra drido ennoc’h e barr al levenez kement hini ho klask ; ra lavaro bepred: « Klod d’an Aotrou » an hini a c’hoanta ho skoazell.

Je suis pauvre et malheureux, mais le Seigneur pense à moi. * Tu es mon secours, mon libérateur : mon Dieu, ne tarde pas ! Ps 40, 18 : Me avat, reuzeudik ha paour evel ma-z on, an Aotrou en deus preder ouzhin. Va skoazell ha va dieuber ez oc’h-c’hwi ; na zaleit ket, Aotrou va Doue.