Salmoù - Salm 18
Salm : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66 | 67 | 68 | 69 | 70 | 71 | 72 | 73 | 74 | 75 | 76 | 77 | 78 | 79 | 80 | 81 | 82 | 83 | 84 | 85 | 86 | 87 | 88 | 89 | 90 | 91 | 92 | 93 | 94 | 95 | 96 | 97 | 98 | 99 | 100 | 101 | 102 | 103 | 104 | 105 | 106 | 107 | 108 | 109 | 110 | 111 | 112 | 113 | 114 | 115 | 116 | 117 | 118 | 119 | 120 | 121 | 122 | 123 | 124 | 125 | 126 | 127 | 128 | 129 | 130 | 131 | 132 | 133 | 134 | 135 | 136 | 137 | 138 | 139 | 140 | 141 | 142 | 143 | 144 | 145 | 146 | 147 | 148 | 149 | 150
Salm 18
Ps 18, 1 : D’ar mestr-kaner. Gant servijer an Aotrou, David, a zisklerias d’an Aotrou komzoù ar c’han-mañ, en deiz ma voe tennet gantañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saoul.
Je t'aime, Seigneur, ma force : Seigneur, mon roc, ma forteresse, Ps 18, 2 : Lavarout a reas : Ho karout a ran, Aotrou, c’hwi va nerzh.
Dieu mon libérateur, le rocher qui m'abrite, mon bouclier, mon fort, mon arme de victoire ! Ps 18, 3 : Aotrou, va difenn ha va repu ha va silvidigezh. Va Doue, c’hwi eo ar roc’h a gavan bod enni ; va skoed ha va silvidigezh nerzhus.
Louange à Dieu ! + Quand je fais appel au Seigneur, je suis sauvé de tous mes ennemis. Ps 18, 4 : Pedet em eus anv meulus an Aotrou, ha va distrobet en deus diouzh va enebourien.
Les liens de la mort m'entouraient, le torrent fatal m'épouvantait ; Ps 18, 5 : Kelc’hiet e oan gant gwagennoù ar marv, froudoù an droug am sponte.
des liens infernaux m'étreignaient : j'étais pris aux pièges de la mort. Ps 18, 6 : Lasoù an Ankoù am starde, paket e oan e rouedoù ar marv.
Dans mon angoisse, j'appelai le Seigneur ; vers mon Dieu, je lançai un cri ; de son temple il entend ma voix : mon cri parvient à ses oreilles. Ps 18, 7 : Em anken e c’halvis an Aotrou, garmiñ a ris etrezek va Doue ; hag eus e dempl e selaouas va mouezh, betek e zivskouarn e savas va garmadenn dirazañ.
La terre titube et tremble, + les assises des montagnes frémissent, secouées par l'explosion de sa colère. Ps 18, 8 : An douar a horjellas hag a grenas ; diazezoù ar menezioù a voe strafuilhet, hejet e voent dre ma oa entanet e gounnar.
Une fumée sort de ses narines, + de sa bouche, un feu qui dévore, une gerbe de charbons embrasés. Ps 18, 9 : Eus e fronelloù e savas ur moged, ur flamm dêvus a strinke eus e c’henou ; teurel a rae glaouennoù entanet.
Il incline les cieux et descend, une sombre nuée sous ses pieds : Ps 18, 10 : Lakaat a reas an oabl war e gostez evit diskenn, ur goumoulenn deñval a oa dindan e dreid.
d'un kéroub, il fait sa monture, il vole sur les ailes du vent. Ps 18, 11 : Douget war ar Geroubed e nije, o plavañ war eskell an avel.
Il se cache au sein des ténèbres + et dans leurs replis se dérobe : nuées sur nuées, ténèbres diluviennes. Ps 18, 12 : Gwiskañ a reas en-dro dezhañ an deñvalijenn, evel ur vantell, an dourioù du, ar malkennoù tev.
Une lueur le précède, + ses nuages déferlent : grêle et gerbes de feu. Ps 18, 13 : Dirak lugern e zremm e kerzhe ar c’houmoul, en ur strinkañ grizilh ha broudoù-tan.
Tonnerre du Seigneur dans le ciel, * le Très-Haut fait entendre sa voix : grêle et gerbes de feu. Ps 18, 14 : Hag eus an neñv an Aotrou a dalmas e gurunoù, an Uhel-meurbet a daolas e vouezh : en ur strinkañ grizilh ha broudoù-tan.
De tous côtés, il tire des flèches, il décoche des éclairs, il répand la terreur. Ps 18, 15 : Bannañ a reas, strewiñ a reas e viroù, hag e stlapas a bep tu luc’hed e-leizh.
Alors le fond des mers se découvrit, les assises du monde apparurent, sous ta voix menaçante, Seigneur, au souffle qu'exhalait ta colère. Ps 18, 16 : Gwele dourioù ar mor en em ziskouezas, dizoloet e voe diazezoù an douaroù, gant nerzh ho kourdrouz, Aotrou, gant c’hwezh avel ho kounnar.
Des hauteurs il tend la main pour me saisir, il me retire du gouffre des eaux ; Ps 18, 17 : Astenn a reas e zorn ha kregiñ ennon, va zennañ a reas eus an doureier bras ;
il me délivre d'un puissant ennemi, d'adversaires plus forts que moi. Ps 18, 18 : va dieubiñ a reas eus va enebour galloudus, eus an dud am c’hasae, hag int ar re greñvañ.
Au jour de ma défaite ils m'attendaient, mais j'avais le Seigneur pour appui. Ps 18, 19 : Va zagañ a raent e deiz va gwalleur, met an Aotrou ’zo bet va difenner :
Et lui m'a dégagé, mis au large, il m'a libéré, car il m'aime. Ps 18, 20 : va dieubet en deus ha roet din frankiz, va salvet en deus rak va c’harout a ra.
Le Seigneur me traite selon ma justice, il me donne le salaire des mains pures, Ps 18, 21 : Hervez va reizhded-me en deus graet ouzhin an Aotrou, daskoret en deus din hervez va dinammded,
car j'ai gardé les chemins du Seigneur, jamais je n'ai trahi mon Dieu. Ps 18, 22 : Rak miret em eus hentoù an Aotrou, n’em eus ket pellaet diouzh va Doue gant ar pec’hed.
Ses ordres sont tous devant moi, jamais je ne m'écarte de ses lois. Ps 18, 23 : E holl c’hourc’hemennoù am bez dindan va sell, n’em eus ket distaolet diouzhin e lezennoù ;
Je suis sans reproche envers lui, je me garde loin du péché. Ps 18, 24 : Dibec’h avat ez on chomet dirazañ, ha diwallet em eus diouzh ar pec’hed.
Le Seigneur me donne selon ma justice, selon la pureté des mains que je lui tends. Ps 18, 25 : Hervez va reizhded-me en deus daskoret din an Aotrou, hervez va dinammded dirak e zaoulagad.
Tu es fidèle envers l'homme fidèle, sans reproche avec l'homme sans reproche ; Ps 18, 26 : Gant an den mat en em ziskouezit mat, ha didamall gant an den didamall.
envers qui est loyal, tu es loyal, tu ruses avec le pervers. Ps 18, 27 : Gant an den glan en em ziskouezit glan, met gwidreüs gant an den korvigellek.
Tu sauves le peuple des humbles ; les regards hautains, tu les rabaisses. Ps 18, 28 : Rak c’hwi a salv an dud vihan tra ma tiskarit an daoulagad lorc’hek.
Tu es la lumière de ma lampe, Seigneur mon Dieu, tu éclaires ma nuit. Ps 18, 29 : Aotrou, c’hwi a ro lugern d’am goulaouenn ; va Doue, sklerijennit va zeñvalijenn.
Grâce à toi, je saute le fossé, grâce à mon Dieu, je franchis la muraille. Ps 18, 30 : En ho nerzh e redan ouzh ar bagadoù enebour, gant skoazell va Doue e tremenan dreist ar voger.
Ce Dieu a des chemins sans reproche, + la parole du Seigneur est sans alliage, il est un bouclier pour qui s'abrite en lui. Ps 18, 31 : An Aotrou Doue, a zo didamall en e hentoù, komz an Aotrou ’zo amprouet en tan ; Eñ ’zo ur skoed hag un difenn evit kement hini a glask ennañ goudor.
Qui est Dieu, hormis le Seigneur ? le Rocher, sinon notre Dieu ? Ps 18, 32 : Piv a zo Doue nemet an Aotrou ? Ha piv a zo ur roc’h nemet hon Doue ?
C'est le Dieu qui m'emplit de vaillance et m'indique un chemin sans reproche. Ps 18, 33 : Eñ hag a lakaio e nerzh da vezañ va gouriz hag e reizhder da vezañ va hent.
Il me donne l'agilité du chamois, il me tient debout sur les hauteurs, Ps 18, 34 : Eñ a ro skañvder d’am zreid evel d’an heizezed hag am laka sonn war an uhelennoù.
il exerce mes mains à combattre et mon bras, à tendre l'arc. Ps 18, 35 : Eñ a gelenn va daouarn evit an emgann, ha va divvrec’h da stegnañ ar wareg arem.
Par ton bouclier tu m'assures la victoire, ta droite me soutient, ta patience m'élève. Ps 18, 36 : Va goleiñ a rit gant ho skoed salvus, ho torn dehou am doug, ho preder evidon am laka da greskiñ.
C'est toi qui allonges ma foulée sans que faiblissent mes chevilles. Ps 18, 37 : Ledanaat a rit an hent evit va c’hammedoù, va zreid n’o deus ket trabidellet.
Je poursuis mes ennemis, je les rejoins, je ne reviens qu'après leur défaite ; Ps 18, 38 : Argas a ran va enebourien hag o fakañ, ne zistroan ket hep bezañ o distrujet.
je les abats : ils ne pourront se relever ; ils tombent : les voilà sous mes pieds. Ps 18, 39 : O dispenn a ran, ne c’hellint ket adsevel, emaint a-led o c’horf dindan va zreid.
Pour le combat tu m'emplis de vaillance ; devant moi tu fais plier mes agresseurs. Ps 18, 40 : Va gourizañ a rit gant nerzh evit an emgann, pladañ a rit dindanon va dizarbennerien.
Tu me livres des ennemis en déroute ; j'anéantis mes adversaires. Ps 18, 41 : Va holl enebourien a lakait da dec’hout, kas a rit da netra an dud am c’hasae.
Ils appellent ? pas de sauveur ! le Seigneur ? pas de réponse ! Ps 18, 42 : Krial a reont, ha den ebet d’o salviñ, etrezek an Aotrou, hag e chom hep respont.
J'en fais de la poussière pour le vent, de la boue qu'on enlève des rues. Ps 18, 43 : O skubañ a ran evel poultr en avel, o flastrañ a ran evel fank ar straedoù.
Tu me libères des querelles du peuple, tu me places à la tête des nations. Un peuple d'inconnus m'est asservi : Ps 18, 44 : Va dieubiñ a rit eus rendaeloù ar bobl, ha va lakaat a rit e penn ar broadoù. Pobloù dianav din a zeu d’am servijañ,
au premier mot, ils m'obéissent. Ces fils d'étrangers se soumettent ; + Ps 18, 45 : ken buan ha klevet o deus sentet ouzhin. Mibien an estrenien a lavar din komzoù meulus,
ces fils d'étrangers capitulent : en tremblant ils quittent leurs bastions. Ps 18, 46 : mibien an estrenien o deus kollet kalon, e-maez o lec’hioù-kreñv e teuont en ur grenañ.
Vive le Seigneur ! Béni soit mon Rocher ! Qu'il triomphe, le Dieu de ma victoire, Ps 18, 47 : Bevet an Aotrou, ra vo benniget va Difenner, ra vo milmeulet Doue, va salver.
ce Dieu qui m'accorde la revanche, qui soumet à mon pouvoir les nations ! Ps 18, 48 : An Doue a ra din tennañ dic’haou diouto, a laka ar pobloù da soublañ dindanon, eus va enebourien hoc’h eus va dieubet ;
Tu me délivres de tous mes ennemis, + tu me fais triompher de l'agresseur, tu m'arraches à la violence de l'homme. Ps 18, 49 : a-us d’am argaderien hoc’h eus va savet, diouzh an den a zrouknerzh hoc’h eus va distrobet.
Aussi, je te rendrai grâce parmi les peuples, Seigneur, je fêterai ton nom. Ps 18, 50 : Gant se, Aotrou, me ho meulo e-touez ar broadoù, me a gano en enor d’hoc’h anv,
Il donne à son roi de grandes victoires, * il se montre fidèle à son messie, à David et sa descendance, pour toujours. Ps 18, 51 : c’hwi hag hoc’h eus roet an trec’h d’ho roue, ha diskouezet ho madelezh e-keñver hoc’h olevad, e-keñver David hag e lignez da virviken.
