Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 104

Salmoù - Salm 104


Salm 104



Bénis le Seigneur, ô mon âme ; Seigneur mon Dieu, tu es si grand ! Revêtu de magnificence, Ps 104, 1 : Bennig, va ene, an Aotrou ! O va ene, bennig an Aotrou. Na bras oc’h-c’hwi, Aotrou Doue ! Gwisket oc’h a lugern hag a veurded,

tu as pour manteau la lumière ! Comme une tenture, tu déploies les cieux, Ps 104, 2 : ha mantellet gant splannder ar sklerijenn. Ledet hoc’h eus an Neñvoù evel un deltenn,

tu élèves dans leurs eaux tes demeures ; des nuées, tu te fais un char, tu t'avances sur les ailes du vent ; Ps 104, 3 : war zoureier an oabl hoc’h eus savet ho palez. Kemer a rit ar c’houmoul da garr-reder, war zivaskell ar gorventenn e valeit.

tu prends les vents pour messagers, pour serviteurs, les flammes des éclairs. Ps 104, 4 : Eus an avelioù e rit ho kannaded, eus ar flammennoù-tan ho servijerien.

Tu as donné son assise à la terre : qu'elle reste inébranlable au cours des temps. Ps 104, 5 : Startaet hoc’h eus an douar war e ziazezoù, evit ma chomo divrañsellus da virviken.

Tu l'as vêtue de l'abîme des mers : les eaux couvraient même les montagnes ; Ps 104, 6 : Gant ar mor, evel gant ur gwiskamant, ho poa e c’holoet, a-us d’ar menezioù en em zalc’he an doureier.

à ta menace, elles prennent la fuite, effrayées par le tonnerre de ta voix. Ps 104, 7 : Met diwar ho kourdrouz e tec’hjont, dirak mouezh ho kurunoù en em dennjont.

Elles passent les montagnes, se ruent dans les vallées vers le lieu que tu leur as préparé. Ps 104, 8 : Ar menezioù a savas, an traoniennoù a ziskennas, hag an dour a redas d’al lec’h ho poa divizet dezhañ.

Tu leur imposes la limite à ne pas franchir : qu'elles ne reviennent jamais couvrir la terre. Ps 104, 9 : Hag un harz hoc’h eus laket d’ar mor na dremeno ket pelloc’h, na zistroio ket da c’holeiñ an douar.

Dans les ravins tu fais jaillir des sources et l'eau chemine aux creux des montagnes ; Ps 104, 10 : Er c’haniennoù e lakait an eien da strinkañ, ha dinaou a reont etre ar menezioù,

elle abreuve les bêtes des champs : l'âne sauvage y calme sa soif ; Ps 104, 11 : o dour a zegasont da holl loened ar maezeier, an onagred a dorr o sec’hed enno.

les oiseaux séjournent près d'elle : dans le feuillage on entend leurs cris. Ps 104, 12 : War o ribloù e teu da chom laboused an neñv, ha dindan ar c’hlasvez e tispakont o c’han.

De tes demeures tu abreuves les montagnes, et la terre se rassasie du fruit de tes oeuvres ; Ps 104, 13 : Eus ho palez uhel e tourait ar menezioù, gant frouezh hoc’h oberoù e vez leuniet an douar.

tu fais pousser les prairies pour les troupeaux, et les champs pour l'homme qui travaille. De la terre il tire son pain : Ps 104, 14 : Ar geot a lakait da ziwan evit ar chatal hag ar plant da servijout d’an den, evit ma tenno e vara eus an douar

le vin qui réjouit le coeur de l'homme, l'huile qui adoucit son visage, et le pain qui fortifie le coeur de l'homme. Ps 104, 15 : ha ma vo sederaet e galon gant ar gwin ; ma lakaio e dal da lugerniñ gant an eoul, ha ma vo kennerzhet e galon gant ar bara.

Les arbres du Seigneur se rassasient, les cèdres qu'il a plantés au Liban ; Ps 104, 16 : Maget fonnus e vez gwez an Aotrou, sedrez al Liban bet plantet gant e zorn.

c'est là que vient nicher le passereau, et la cigogne a sa maison dans les cyprès ; Ps 104, 17 : Eno emañ an evned o neizhiañ, war ar beg anezho e lakaio ar c’hwibon he zi.

aux chamois, les hautes montagnes, aux marmottes, l'abri des rochers. Ps 104, 18 : D’ar givri gouez eo ar menezioù uhel, ha d’an damaned repu ar reier.

Tu fis la lune qui marque les temps et le soleil qui connaît l'heure de son coucher. Ps 104, 19 : Graet hoc’h eus al loar evit mentañ an amzerioù, an heol a oar ampoent e guzh.

Tu fais descendre les ténèbres, la nuit vient : les animaux dans la forêt s'éveillent ; Ps 104, 20 : Degas a rit teñvalijenn ha setu an noz, ma kantre enni holl loened ar c’hoadeier,

le lionceau rugit vers sa proie, il réclame à Dieu sa nourriture. Ps 104, 21 : al leoned yaouank a yud war-lerc’h o freizh, en ur c’houlenn o magadur digant Doue.

Quand paraît le soleil, ils se retirent : chacun gagne son repaire. Ps 104, 22 : An heol a sav, setu m’en em dennont kuit, evit mont da c’hourvez en o zoulloù.

L'homme sort pour son ouvrage, pour son travail, jusqu'au soir. Ps 104, 23 : Ha tro an den eo da vont er-maez evit e labour, evit e drevell betek ar serr-noz.

Quelle profusion dans tes oeuvres, Seigneur ! + Tout cela, ta sagesse l'a fait ; * la terre s'emplit de tes biens. Ps 104, 24 : Na pegen niverus hoc’h oberoù, Aotrou ! Gant furnez hoc’h eus savet an holl draoù, leun eo an douar gant kement hoc’h eus krouet.

Voici l'immensité de la mer, son grouillement innombrable d'animaux grands et petits, Ps 104, 25 : Setu ar mor bras oc’h en em astenn a bep tu : ennañ loened o virviñ diniver, anevaled bras ha bihan ;

ses bateaux qui voyagent, et Léviathan que tu fis pour qu'il serve à tes jeux. Ps 104, 26 : eno e kerzh ar bigi, hag al Leviatan hoc’h eus stummet da c’hoari en dour.

Tous, ils comptent sur toi pour recevoir leur nourriture au temps voulu. Ps 104, 27 : Kement a vev a c’hortoz diganeoc’h, e root e koulz o bevañs dezho.

Tu donnes : eux, ils ramassent ; tu ouvres la main : ils sont comblés. Ps 104, 28 : En reiñ a rit, hag e pakont anezhañ, pa zigorit ho torn o deus o gwalc’h a vadoù.

Tu caches ton visage : ils s'épouvantent ; tu reprends leur souffle, ils expirent et retournent à leur poussière. Ps 104, 29 : Met pa guzhit ho tremm ez eont da goll ; pa dennit o alan diouto e varvont hag e tistroont en o foultr.

Tu envoies ton souffle : ils sont créés ; tu renouvelles la face de la terre. Ps 104, 30 : Met addegasit ho spered hag e vo adkrouet ar bed, ha nevesaet dremm an douar.

Gloire au Seigneur à tout jamais ! Que Dieu se réjouisse en ses oeuvres ! Ps 104, 31 : Gloar an Aotrou da bado da viken ; levenez d’an Aotrou gant e holl oberoù.

Il regarde la terre : elle tremble ; il touche les montagnes : elles brûlent. Ps 104, 32 : Ur sell anezhañ ouzh an douar ha setu ma kren, ur stok ouzh ar menezioù hag e tivogedont.

Je veux chanter au Seigneur tant que je vis ; je veux jouer pour mon Dieu tant que je dure. Ps 104, 33 : Kanañ a rin d’an Aotrou keit ha ma vevin, salmiñ a rin d’am Doue keit ha ma vezin.

Que mon poème lui soit agréable ; moi, je me réjouis dans le Seigneur. Ps 104, 34 : Ra vo plijus dezhañ komzoù va c’hanaouenn, rak va joa din-me eo an Aotrou.

Que les pécheurs disparaissent de la terre ! Que les impies n'existent plus ! Bénis le Seigneur, ô mon âme ! Ps 104, 35 : Ra vo skubet ar bec’herien a-ziwar an douar hag an dud fall na vezet ken anezho. O va ene, bennig an Aotrou.