Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 23

Salmoù - Salm 23


Salm 23



Le Seigneur est mon berger : je ne manque de rien. * Ps 23, 1 : Va fastor eo an Aotrou, n’eus tra ebet o vankout din :

Sur des prés d'herbe fraîche, il me fait reposer. Il me mène vers les eaux tranquilles Ps 23, 2 : war bradeier leton glas em laka da c’hourvez. Va ren a ra d’an dourioù diskuizhus,

et me fait revivre ; * il me conduit par le juste chemin pour l'honneur de son nom. Ps 23, 3 : da advevaat va ene. Va bleinañ a ra dre hentoù ar reizhder evit enor e anv.

Si je traverse les ravins de la mort, je ne crains aucun mal, * car tu es avec moi : ton bâton me guide et me rassure. Ps 23, 4 : Ha pa gerzhin dre stankenn ar marv, n’em bo aon rak droug ebet, c’hwi em c’hichen. Gant ho pazh hag ho kammell, a laka dinec’h va ene.

Tu prépares la table pour moi devant mes ennemis ; * tu répands le parfum sur ma tête, ma coupe est débordante. Ps 23, 5 : Evidon ec’h aozit ur pred a-dal d’am enebourien ; war va fenn e skuilhit ho c’hwez-vat, va c’halir ’zo leun-barr.

Grâce et bonheur m'accompagnent tous les jours de ma vie ; * j'habiterai la maison du Seigneur pour la durée de mes jours. Ps 23, 6 : Madelezh ha gras a gerzho ganin a-hed devezhioù va buhez, va chomadur a vo ti an Aotrou a-hed an holl amzer.