Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 80

Salmoù - Salm 80


Salm 80



Ps 80, 1 : D’ar mestr-kaner. War « Al lili ». Testeni. Eus Asaf. Salm.

Berger d'Israël, écoute, toi qui conduis Joseph, ton troupeau : resplendis au-dessus des Kéroubim, Ps 80, 2 : Pastor Israel, taolit pled da selaou, c’hwi hag a ren mibien Jozef evel un tropell-deñved. C’hwi azezet war ar Geroubined, parit

devant Éphraïm, Benjamin, Manassé ! Réveille ta vaillance et viens nous sauver. Ps 80, 3 : dirak Efraim, Benjamin ha Manase. Dihunit en ho kalloudegezh, ha deuit d’hor salviñ.

R / Dieu, fais-nous revenir ; * que ton visage s'éclaire et nous serons sauvés ! Ps 80, 4 : Doue ar galloudoù, adsavit-ni, lakait sklerijenn ho fas da splannañ warnomp, ha salvet e vimp.

Seigneur, Dieu de l'univers, * vas-tu longtemps encore opposer ta colère aux prières de ton peuple, Ps 80, 5 : Doue ar galloudoù, betek pegoulz e viot kounnaret goude m’emañ ho pobl ouzh ho pediñ ?

le nourrir du pain de ses larmes, l'abreuver de larmes sans mesure ? Ps 80, 6 : Gant bara ar glac’har hoc’h eus he maget, ha roet dezhi daeroù a-builh da evañ.

Tu fais de nous la cible des voisins : nos ennemis ont vraiment de quoi rire ! Ps 80, 7 : Hon lakaet hoc’h eus da zanvez a dabut evit hon amezeien, hon enebourien a ra goap ouzhomp.

R / Dieu, fais-nous revenir ; * que ton visage s'éclaire et nous serons sauvés ! Ps 80, 8 : Doue ar galloudoù, adsavit-ni, lakait sklerijenn ho fas da splannañ warnomp, ha salvet e vimp.

La vigne que tu as prise à l'Égypte, tu la replantes en chassant des nations. Ps 80, 9 : Ur winienn ho poa tennet gwechall eus Bro-Egipt, ha skarzhet ho poa ar Broadoù evit he flantañ.

Tu déblaies le sol devant elle, tu l'enracines pour qu'elle emplisse le pays. Ps 80, 10 : Kempennet ho poa an dachenn eviti, ha leizh an douar he devoa sanket he gwrizioù.

Son ombre couvrait les montagnes, et son feuillage, les cèdres géants ; Ps 80, 11 : Gant he skeud e oa goloet ar menezioù, hag ar sedrez uhel gant he skourroù ;

elle étendait ses sarments jusqu'à la mer, et ses rejets, jusqu'au Fleuve. Ps 80, 12 : astenn a rae betek ar mor he brankoù, ha betek ar stêr he bountadennoù.

Pourquoi as-tu percé sa clôture ? Tous les passants y grappillent en chemin ; Ps 80, 13 : Perak hoc’h eus freuzet he moger, ma skrap diwarni an holl dremenerien ?

le sanglier des forêts la ravage et les bêtes des champs la broutent. Ps 80, 14 : Ma tismantr anezhi hoc’h gouez ar c’hoadeier, ha ma lonk diouti loened ar maezioù ?

[R / ] Dieu de l'univers reviens ! Du haut des cieux, regarde et vois : visite cette vigne, protège-la, Ps 80, 15 : Doue ar galloudoù, distroit, stouit eus lein an Neñvoù ha sellit, deuit d’ober ur gwel d’ar winienn-se.

celle qu'a plantée ta main puissante, le rejeton qui te doit sa force. Ps 80, 16 : Hag he diwallit, hi hag a oa bet plantet gant ho torn dehou, ar mab hoc’h eus kennerzhet evidoc’h.

La voici détruite, incendiée ; que ton visage les menace, ils périront ! Ps 80, 17 : Met ar re o deus skoet tan enni, evel e loustoni, ra vezint kaset da get gant gourdrouz ho fas.

Que ta main soutienne ton protégé, le fils de l'homme qui te doit sa force. Ps 80, 18 : Ra vezo eno ho torn da skoazellañ den ho prec’h dehou, ar mab hoc’h eus kennerzhet evidoc’h.

Jamais plus nous n'irons loin de toi : fais-nous vivre et invoquer ton nom ! Ps 80, 19 : Ne fell ket deomp pellaat diouzhoc’h ken da virviken, roit deomp buhez en-dro hag e kanmeulimp hoc’h anv.

R /Seigneur, Dieu de l'univers, fais-nous revenir ; * que ton visage s'éclaire, et nous serons sauvés. Ps 80, 20 : Aotrou Doue ar galloudoù, adsavit-ni lakait sklerijenn ho fas da splannañ warnomp, ha salvet e vimp.