Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 147

Salmoù - Salm 147


Salm 147



Alléluia ! Il est bon de fêter notre Dieu, il est beau de chanter sa louange ! Ps 147, 1 : Allelouia ! Meulit an Aotrou evit e vadelezh, kanit d’hon Doue evit e zouster dezhañ eo dleet meuleudi.

Le Seigneur rebâtit Jérusalem, il rassemble les déportés d'Israël ; Ps 147, 2 : An Aotrou a adsav Jeruzalem, advodañ a ra harluidi Israel.

il guérit les coeurs brisés et soigne leurs blessures. Ps 147, 3 : Eñ a bare ar c’halonoù brevet, lienañ a ra o goulioù ;

Il compte le nombre des étoiles, il donne à chacune un nom ; Ps 147, 4 : eñ a gont niver ar stered, hag a c’halv pep unan anezho dre hec’h anv.

il est grand, il est fort, notre Maître : nul n'a mesuré son intelligence. Ps 147, 5 : Bras eo hon Aotrou ha galloudus e nerzh, ha d’e furnezh n’eus muzul ebet.

Le Seigneur élève les humbles et rabaisse jusqu'à terre les impies. Ps 147, 6 : An Aotrou a adsav an dud izel a galon, hag a ziskar d’an traoñ ar re fallakr.

Entonnez pour le Seigneur l'action de grâce, jouez pour notre Dieu sur la cithare ! Ps 147, 7 : Kanit d’an Aotrou en ur rentañ grasoù, salmit d’hon Doue war an delenn.

Il couvre le ciel de nuages, il prépare la pluie pour la terre ; il fait germer l'herbe sur les montagnes et les plantes pour l'usage des hommes ; Ps 147, 8 : Eñ a c’holo an Neñvoù gant ar c’houmoul, hag a bourchas ar glav d’an douar. Eñ a lakaio ar geot da ziwan war ar menezioù hag ar plant da servijout d’an den.

il donne leur pâture aux troupeaux, aux petits du corbeau qui la réclament. Ps 147, 9 : Eñ a ro magadur d’ar chatal ha da re vihan ar vran o c’hervel anezhañ.

La force des chevaux n'est pas ce qu'il aime, ni la vigueur des guerriers, ce qui lui plaît ; Ps 147, 10 : N’eo ket e nerzh ar marc’h e lakaio e blijadur, na kennebeut-all e divhar ar brezelour.

mais le Seigneur se plaît avec ceux qui le craignent, avec ceux qui espèrent son amour. Ps 147, 11 : Met plijadur an Aotrou eo ar re a zouj anezhañ, ar re a esper en e vadelezh.

Glorifie le Seigneur, Jérusalem ! Célèbre ton Dieu, ô Sion ! Ps 147, 12 : Jeruzalem, meul an Aotrou ; kan da Zoue, o Sion.

Il a consolidé les barres de tes portes, dans tes murs il a béni tes enfants ; Ps 147, 13 : Rak startaet en deus morailhoù da zorioù, ha benniget ennout da vugale.

il fait régner la paix à tes frontières, et d'un pain de froment te rassasie. Ps 147, 14 : War da harzoù en deus suraet ar peoc’h da vagañ a ra gant flour ar gwinizh.

Il envoie sa parole sur la terre : rapide, son verbe la parcourt. Ps 147, 15 : Degemenn a ra e gomz d’an douar, buan ha prim e red e lavar.

Il étale une toison de neige, il sème une poussière de givre. Ps 147, 16 : Ledañ a ra an erc’h evel gloan, strewiñ a ra ar frim evel ludu.

Il jette à poignées des glaçons ; devant ce froid, qui pourrait tenir ? Ps 147, 17 : Teurel a ra e c’hrizilh evel bruzun, dirak e frim piv a zalc’ho ?

Il envoie sa parole : survient le dégel ; il répand son souffle : les eaux coulent. Ps 147, 18 : Nemet e kas e lavar hag e teuz anezho, c’hwezhañ a ra e avel hag e red an dourioù.

Il révèle sa parole à Jacob, ses volontés et ses lois à Israël. Ps 147, 19 : Diskuliet en deus e lavar da Yakob, e lezennoù hag e urzhioù da Israel.

Pas un peuple qu'il ait ainsi traité ; nul autre n'a connu ses volontés. Alléluia ! Ps 147, 20 : Evit pobl all ebet n’en deus graet kement-se, n’eo ket da reoù all en deus diskleriet e zivizoù. Allelouia.