Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 51

Salmoù - Salm 51


Salm 51



Ps 51, 1 : D’ar mestr-kaner. Salm eus re Zavid.

Ps 51, 2 : Pa zeuas ar profed Natan d’e gaout, goude ma oa bet gant Betsabea.

Pitié pour moi, mon Dieu, dans ton amour, selon ta grande miséricorde, efface mon péché. Ps 51, 3 : Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue, hervez braster ho madelezh ; hag hervez ho trugarez divent tennit kuit va fallagriezh.

Lave-moi tout entier de ma faute, purifie-moi de mon offense. Ps 51, 4 : Va gwalc’hit da vat eus va zorfed, va glanait eus va fec’hed.

Oui, je connais mon péché, ma faute est toujours devant moi. Ps 51, 5 : Rak anaout a ran va fallentez, dirazon emañ dalc’hmat va fec’hed.

Contre toi, et toi seul, j'ai péché, ce qui est mal à tes yeux, je l'ai fait. Ainsi, tu peux parler et montrer ta justice, être juge et montrer ta victoire. Ps 51, 6 : A-enep deoc’h hepken em eus pec’het, graet em eus ar pezh a zo drouk dirazoc’h, en doare ma-z oc’h just en ho setañs ha direbech en ho parnedigezh.

Moi, je suis né dans la faute, j'étais pécheur dès le sein de ma mère. Ps 51, 7 : E-kreiz an droug ez on bet krouet, ha pec’her ez on bet ganet gant va mamm.

Mais tu veux au fond de moi la vérité ; dans le secret, tu m'apprends la sagesse. Ps 51, 8 : C’hwi avat a c’houlenn lealded er galon, hag e don va spered e teskit din ho furnez.

Purifie-moi avec l'hysope, et je serai pur ; lave-moi et je serai blanc, plus que la neige. Ps 51, 9 : Skuilhit warnon ho tour santel ma vezin glanaet ; va gwalc’hit hag e vin gwennoc’h eget an erc’h.

Fais que j'entende les chants et la fête : ils danseront, les os que tu broyais. Ps 51, 10 : Va lakait da glevout levenez ha dudi, ma trido en-dro an eskern hoc’h eus brevet.

Détourne ta face de mes fautes, enlève tous mes péchés. Ps 51, 11 : Distroit ho sell diouzh va fec’hedoù, ha diverkit va holl dorfedoù.

Crée en moi un coeur pur, ô mon Dieu, renouvelle et raffermis au fond de moi mon esprit. Ps 51, 12 : Krouit ennon ur galon dinamm, Aotrou Doue, hag a-nevez lakait ennon ur spered nerzhus.

Ne me chasse pas loin de ta face, ne me reprends pas ton esprit saint. Ps 51, 13 : N’am argasit ket pell diouzhoc’h, ha na dennit ket diganin ho Spered Santel.

Rends-moi la joie d'être sauvé ; que l'esprit généreux me soutienne. Ps 51, 14 : Roit din en-dro levenez ho silvidigezh, ha lakait ennon ur galon divrall :

Aux pécheurs, j'enseignerai tes chemins ; vers toi, reviendront les égarés. Ps 51, 15 : Neuze e teskin hoc’h hentoù d’ar re zianket, ha davedoc’h e tistroio ar bec’herien.

Libère-moi du sang versé, Dieu, mon Dieu sauveur, et ma langue acclamera ta justice. Ps 51, 16 : Va dieubit eus ar c’hastiz, Aotrou Doue, va salver, ha va zeod a drido da veuliñ ho reizhded.

Seigneur, ouvre mes lèvres, et ma bouche annoncera ta louange. Ps 51, 17 : Aotrou, digorit din va muzelloù, ha va genoù a embanno ho meuleudioù. *

Si j'offre un sacrifice, tu n'en veux pas, tu n'acceptes pas d'holocauste. Ps 51, 18 : Ne blij ket deoc’h an aberzhoù-loened, mar kinnigan ul loskaberzh, n’houllit ket anezhañ.

Le sacrifice qui plaît à Dieu, c'est un esprit brisé ; tu ne repousses pas, ô mon Dieu, un coeur brisé et broyé. Ps 51, 19 : Va aberzh-me, Aotrou Doue, zo ur spered mantret, ur galon brevet ha glac’haret na zisprizit ket.

Accorde à Sion le bonheur, relève les murs de Jérusalem. Ps 51, 20 : En ho madelezh bezit trugarezus ouzh Sion, hag adsavit murioù Jeruzalem.

Alors tu accepteras de justes sacrifices, oblations et holocaustes ; alors on offrira des taureaux sur ton autel. Ps 51, 21 : Neuze e plijo deoc’h ar sakrifisoù a reizhded, al loskaberzh, ar brofadenn beurvat, neuze war an aoter e vezo kinniget deoc’h kojened.