Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 142

Salmoù - Salm 142


Salm 142



Ps 142, 1 : Kanenn. Eus David, pa oa er vougev. Pedenn.

A pleine voix, je crie vers le Seigneur ! A pleine voix, je supplie le Seigneur ! Ps 142, 2 : A vouezh kreñv e krian etrezek an Aotrou, a vouezh kreñv ec’h aspedan an Aotrou ;

Je répands devant lui ma plainte, devant lui, je dis ma détresse. Ps 142, 3 : Dirazañ e skuilhan va c’hlemmadenn, dezhañ e tisklerian va anken.

Lorsque le souffle me manque, toi, tu sais mon chemin. * Sur le sentier où j'avance, un piège m'est tendu. Ps 142, 4 : Gwall strafuilhet eo va spered ennon, met c’hwi a oar an hent a zo va hini. Gouzout a rit o deus kuzhet evidon o lasoù en hent a gerzhan gantañ.

Regarde à mes côtés, et vois : personne qui me connaisse ! * Pour moi, il n'est plus de refuge : personne qui pense à moi ! Ps 142, 5 : Sellout a ran a-zehou din hag e welan, n’eus den evit bezañ a-du ganin. N’eus evidon repu ebet, n’eus den ebet nec’het gant va buhez.

J'ai crié vers toi, Seigneur ! * J'ai dit : « Tu es mon abri, ma part, sur la terre des vivants. » Ps 142, 6 : Davedoc’h e krian, Aotrou ; ha deoc’h e lavaran : « Aotrou, c’hwi eo va repu, va lod e douar ar re vev.

Sois attentif à mes appels : je suis réduit à rien ; * délivre-moi de ceux qui me poursuivent : ils sont plus forts que moi. Ps 142, 7 : Taolit evezh ouzh va garmadenn, rak setu-me dinerzh-meurbet. Va dieubit eus va heskinerien, rak kreñvoc’h ez int egedon.

Tire-moi de la prison où je suis, que je rende grâce à ton nom. * Autour de moi, les justes feront cercle pour le bien que tu m'as fait. Ps 142, 8 : Tennit ac’hanon eus an toull-bac’h ma rentin grasoù d’hoc’h anv ; hag an dud vat a raio en-dro din ur gurunenn, evit meuliñ ho madelezh em c’heñver ».