Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 26

Salmoù - Salm 26


Salm 26



Seigneur, rends-moi justice : j'ai marché sans faillir. * Je m'appuie sur le Seigneur, et ne faiblirai pas. Ps 26, 1 : En ho justis va barnit, Aotrou, rak kerzhet em eus en hent didamall ha fiziet em eus ennoc’h hep brallañ.

Éprouve-moi, Seigneur, scrute-moi, * passe au feu mes reins et mon coeur. Ps 26, 2 : Furchit ennon, va amprouit, purait va c’halon dre an tan.

J'ai devant les yeux ton amour, je marche selon ta vérité. Ps 26, 3 : Dirak va daoulagad emañ bepred ho karantez, hag en ho kwirionez e kerzhan.

Je ne m'assieds pas chez l'imposteur, je n'entre pas chez l'hypocrite. Ps 26, 4 : Ne azezan ket e-touez an dud faos, ne lakan ket va zreid e-mesk an dud gaouiat.

L'assemblée des méchants, je la hais, je ne m'assieds pas chez les impies. Ps 26, 5 : Kasaat a ran kompagnunezh ar re fallakr, ned an ket da azezañ gant an dud dizoue.

Je lave mes mains en signe d'innocence pour approcher de ton autel, Seigneur, Ps 26, 6 : En dinammded e walc’han va daouarn hag e ran an dro d’hoc’h aoter, Aotrou,

pour dire à pleine voix l'action de grâce et rappeler toutes tes merveilles. Ps 26, 7 : en ur embann a vouezh uhel ho meuleudi, hag en ur ziskleriañ hoc’h holl vurzhudoù.

Seigneur, j'aime la maison que tu habites, le lieu où demeure ta gloire. Ps 26, 8 : Aotrou, karout a ran ho ti santel, lec’h chomadur ho kloar.

Ne m'inflige pas le sort des pécheurs, le destin de ceux qui versent le sang : Ps 26, 9 : Na zilamit ket va ene gant hini ar bec’herien, na va buhez gant hini an dud a wad,

ils ont dans les mains la corruption ; leur droite est pleine de profits. Ps 26, 10 : ar re a zo karget o daouarn a dorfedoù, hag a vergn en o c’hichen ar profoù resevet.

Oui, j'ai marché sans faillir : libère-moi ! prends pitié de moi ! Ps 26, 11 : Me avat, kerzhet em eus en hent, didamall, va dieubit, Aotrou, hag ho pezet truez ouzhin.

Sous mes pieds le terrain est sûr ; dans l'assemblée je bénirai le Seigneur. Ps 26, 12 : Rak chomet eo va zroad war an hent reizh, en e vodadegoù e vennigin an Aotrou.