Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 38

Salmoù - Salm 38


Salm 38



Ps 38, 1 : Salm David. Evit eñvoriñ.

Seigneur, corrige-moi sans colère et reprends-moi sans violence. Ps 38, 2 : Aotrou, na damallit ket ac’hanon en ho kounnar, n’am c’hastizit ket en ho fulor,

Tes flèches m'ont frappé, ta main s'est abattue sur moi. Ps 38, 3 : rak ho piroù a zo sanket ennon, ha warnon eo kouezhet pouez ho torn.

Rien n'est sain dans ma chair sous ta fureur, rien d'intact en mes os depuis ma faute. Ps 38, 4 : Netra dic’houli em c’horf gant ho puanegezh, netra yac’h em eskern abeg d’am fec’hed.

Oui, mes péchés me submergent, leur poids trop pesant m'écrase. Ps 38, 5 : Rak va mankoù, beuzet on dindano, hag evel ur bec’h pounner e pouezont warnon.

Mes plaies sont puanteur et pourriture : c'est là le prix de ma folie. Ps 38, 6 : Flaer ar breinadur a sav eus va goulioù, setu frouezh va follentez.

Accablé, prostré, à bout de forces, tout le jour j'avance dans le noir. Ps 38, 7 : Daoubleget on ha mantret a-grenn, a-hed an deiz e kerzhan gant ur penn teñval.

La fièvre m'envahit jusqu'aux moelles, plus rien n'est sain dans ma chair. Ps 38, 8 : Rak terzhienn ez eus ganin leizh va c’horf, n’eus ken netra yac’h ennon.

Brisé, écrasé, à bout de forces, mon coeur gronde et rugit. Ps 38, 9 : Dinerzhet on ha brevet ha divi, garmiñ a ran evel ul leonez o yudal.

Seigneur, tout mon désir est devant toi, et rien de ma plainte ne t'échappe. Ps 38, 10 : Aotrou, dirazoc’h emañ va holl c’hoantoù, ouzhoc’h n’eo ket kuzh va hirvoud.

Le coeur me bat, ma force m'abandonne, et même la lumière de mes yeux. Ps 38, 11 : Va c’halon a dalm, va nerzh am dilez, ha zoken gouloù va daoulagad a ya kuit diganin.

Amis et compagnons se tiennent à distance, et mes proches, à l'écart de mon mal. Ps 38, 12 : Va mignoned a chom pell diouzh va gouli, ha va zud kar ne dostaont ket.

Ceux qui veulent ma perte me talonnent, ces gens qui cherchent mon malheur ; ils prononcent des paroles maléfiques, tout le jour ils ruminent leur traîtrise. Ps 38, 13 : Korvigellerezh a ijiner a-enep va buhez, ar re a glask va gwalleur a c’hourdrouz ar marv din, a-hed an deiz ec’h itrikont taolioù ganas. *

Moi, comme un sourd, je n'entends rien, comme un muet, je n'ouvre pas la bouche, Ps 38, 14 : Me avat, evel un den bouzar, ne glevan ket, me a zo evel un den mut na zigor ket e veg ;

pareil à celui qui n'entend pas, qui n'a pas de réplique à la bouche. Ps 38, 15 : tremen a ran evit un den na glev ket, unan ha n’en deus respont ebet en e c’henoù.

C'est toi que j'espère, Seigneur : Seigneur mon Dieu, toi, tu répondras. Ps 38, 16 : Rak c’hwi, Aotrou, eo an hini a esperan ennañ, c’hwi a responto, Aotrou, va Doue.

J'ai dit : « Qu'ils ne triomphent pas, ceux qui rient de moi quand je trébuche ! » Ps 38, 17 : Lavaret em eus : « Grit na c’hoarzho ket ar re-se diwar va fenn ; pa vank din va zroad, n’o lezit ket da drec’hiñ ! ».

Et maintenant, je suis près de tomber, ma douleur est toujours devant moi. Ps 38, 18 : Rak setu me dare da gouezhañ, dalc’hmat emañ va foan dirazon.

Oui, j'avoue mon péché, je m'effraie de ma faute. Ps 38, 19 : Va fallagriezh, hec’h anzav a ran, enkrezet on en abeg d’am fec’hed.

Mes ennemis sont forts et vigoureux, ils sont nombreux à m'en vouloir injustement. Ps 38, 20 : Galloudus eo ar re am dizarbenn hep abeg, gwall stank eo ar re am c’hasa e gaou,

Ils me rendent le mal pour le bien ; quand je cherche le bien, ils m'accusent. Ps 38, 21 : ar re a rent din an droug evit ar mad, a damall ac’hanon dre ma klaskan ar reizhder.

Ne m'abandonne jamais, Seigneur, mon Dieu, ne sois pas loin de moi. Ps 38, 22 : N’am dilezit ket da viken, Aotrou ; va Doue, na chomit ket pell diouzhin.

Viens vite à mon aide, Seigneur, mon salut ! Ps 38, 23 : Hastit, deuit buan d’am skoazellañ, c’hwi, va Aotrou, ha va salver !