Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 86

Salmoù - Salm 86


Salm 86



Écoute, Seigneur, réponds-moi, car je suis pauvre et malheureux. Ps 86, 1 : Pedenn. Eus David. Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din, rak un den paour ha reuzeudik ez on-me.

Veille sur moi qui suis fidèle, ô mon Dieu, sauve ton serviteur qui s'appuie sur toi. Ps 86, 2 : Diwallit va ene dre ma vezan feal deoc’h ; salvit ho servijer en em fizi ennoc’h.

Prends pitié de moi, Seigneur, toi que j'appelle chaque jour. Ps 86, 3 : C’hwi eo va Doue, ho pezet truez ouzhin, Aotrou, rak davedoc’h e krian a-hed an deiz.

Seigneur, réjouis ton serviteur : vers toi, j'élève mon âme ! Ps 86, 4 : Roit levenez da ene ho servijer, pa savan va spered davedoc’h, Aotrou.

Toi qui es bon et qui pardonnes, plein d'amour pour tous ceux qui t'appellent, Ps 86, 5 : Rak c’hwi, Aotrou, a zo mat hag a bardon, leun a vadelezh evit ar re ho ped.

écoute ma prière, Seigneur, entends ma voix qui te supplie. Ps 86, 6 : Aotrou, digorit ho skouarn d’am fedenn, taolit evezh ouzh kri va galvadenn.

Je t'appelle au jour de ma détresse, et toi, Seigneur, tu me réponds. Ps 86, 7 : E deiz va enkrez e c’harman davedoc’h, ya, va selaou a reot, Aotrou.

Aucun parmi les dieux n'est comme toi, et rien n'égale tes oeuvres. Ps 86, 8 : N’eus hini e-touez an doueoù a ve hañval ouzhoc’h, nag ouzh ho labourioù n’eus netra heñvel.

Toutes les nations, que tu as faites, viendront se prosterner devant toi * et rendre gloire à ton nom, Seigneur, Ps 86, 9 : Kement pobl hoc’h eus graet, Aotrou, a zeuio da stouiñ dirazoc’h evit dougen klod d’hoc’h anv,

car tu es grand et tu fais des merveilles, toi, Dieu, le seul. Ps 86, 10 : dre ma 'z eo bras, dre ma rit burzhudoù, c’hwi an Doue nemetañ.

Montre-moi ton chemin, Seigneur, + que je marche suivant ta vérité ; unifie mon coeur pour qu'il craigne ton nom. Ps 86, 11 : Diskouezit din hoc’h hentoù, Aotrou, ma kerzhin en ho kwirionez ; dougit va c’halon da zoujañ d’hoc’h anv.

Je te rends grâce de tout mon coeur, Seigneur mon Dieu, toujours je rendrai gloire à ton nom ; Ps 86, 12 : Ho meuliñ a rin, va Doue, a-greiz va c’halon, dougen a rin klod d’hoc’h anv da virviken,

il est grand, ton amour pour moi : tu m'as tiré de l'abîme des morts. Ps 86, 13 : rak bras eo bet ho madelezh em c’heñver, salvet hoc’h eus va ene diouzh puñs ar marv.

Mon Dieu, des orgueilleux se lèvent contre moi, + des puissants se sont ligués pour me perdre : ils n'ont pas souci de toi. Ps 86, 14 : Aotrou Doue, tud lorc’hus a zo en em savet a-enep din, ur vandennad tud rok a glask diskar din va buhez, n’eo ket c’hwi a vez dirak o selloù.

Toi, Seigneur, Dieu de tendresse et de pitié, * lent à la colère, plein d'amour et de vérité ! Ps 86, 15 : C’hwi avat, Aotrou, Doue ar garantez hag an druez, gorrek da gounnariñ ha leun a fealded,

Regarde vers moi, prends pitié de moi. Donne à ton serviteur ta force, et sauve le fils de ta servante. Ps 86, 16 : en em droit war-zu ennon, ho pet truez ouzhin ; roit ho nerzh d’ho servijer ha salvit mab ho matezh.

Accomplis un signe en ma faveur ; + alors mes ennemis, humiliés, * verront que toi, Seigneur, tu m'aides et me consoles. Ps 86, 17 : Diskouezit em c’heñver ur sin eus ho krad-vat, ma welo 'vit o brasañ mezh ar re o deus kasoni ouzhin, ez oc’h-c’hwi, Aotrou, va skoazell ha va frealz.