Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 19

Salmoù - Salm 19


Salm 19



Ps 19, 1 : D’ar c’hiniad. Salm David.

Les cieux proclament la gloire de Dieu, le firmament raconte l'ouvrage de ses mains. Ps 19, 2 : An Neñvoù a embann gloar Doue, hag an oabl a ziskler braster e oberenn.

Le jour au jour en livre le récit et la nuit à la nuit en donne connaissance. Ps 19, 3 : An deiz a gas keloù eus an dra-se d’an deiz, hag an noz en displeg ivez d’an noz.

Pas de paroles dans ce récit, pas de voix qui s'entende; Ps 19, 4 : N’int ket lavaroù, n’int ket komzoù a c’hellfe chom hep bezañ klevet :

mais sur toute la terre en paraît le message et la nouvelle, aux limites du monde. Là, se trouve la demeure du soleil : + Ps 19, 5 : O mouezh a ya war-raok dre an douar a-bezh, hag o c’homzoù betek pennoù pellañ ar bed.

tel un époux, il paraît hors de sa tente, il s'élance en conquérant joyeux. Ps 19, 6 : Eno en deus Doue plantet e deltenn d’an heol, hag hemañ 'vel ur pried o sevel eus e wele, a drid evel ur ramz da beur-redek e hent ;

Il paraît où commence le ciel, + il s'en va jusqu'où le ciel s'achève : rien n'échappe à son ardeur. Ps 19, 7 : Sevel a ra en ur penn eus an Neñvoù hag e red a-dizh betek ar penn all, ha n’eus tra ebet en em laerfe diouzh e dommder.

La loi du Seigneur est parfaite, qui redonne vie ; * la charte du Seigneur est sûre, qui rend sages les simples. Ps 19, 8 : Peurvat eo Lezenn an Aotrou, buhez evit an ene, gwirion eo testeni an Aotrou, furnez evit an dud eeun.

Les préceptes du Seigneur sont droits, ils réjouissent le coeur ; * le commandement du Seigneur est limpide, il clarifie le regard. Ps 19, 9 : Reizh eo gourc’hemennoù an Aotrou, levenez d’ar galon, glan eo urzhioù an Aotrou, sklerijenn evit an daoulagad.

La crainte qu'il inspire est pure, elle est là pour toujours ; * les décisions du Seigneur sont justes et vraiment équitables : Ps 19, 10 : Pur eo doujañs an Aotrou, divrall da holl viken, gwirion eo divizoù an Aotrou, ken reizh an eil hag egile,

plus désirables que l'or, qu'une masse d'or fin, * plus savoureuses que le miel qui coule des rayons. Ps 19, 11 : da c’hoantaat muioc’h eget an aour, eget aour fin e-leizh, c’hwekoc’h eget mel ar ruskenn, eget chug an terennoù.

Aussi ton serviteur en est illuminé ; + à les garder, il trouve son profit. * Ps 19, 12 : Rak-se ho servijer a daol evezh outo ; hag a bled d’o mirout.

Qui peut discerner ses erreurs ? Purifie-moi de celles qui m'échappent. Ps 19, 13 : Koulskoude, piv a oar e vankoù ? Va glanait diouzh va fec’hedoù kuzh,

Préserve aussi ton serviteur de l'orgueil : qu'il n'ait sur moi aucune emprise. * Alors je serai sans reproche, pur d'un grand péché. Ps 19, 14 : ha diouzh al lorc’hentez mirit ho servijer, na drec’ho ket warnon. Neuze e vezin dinamm ha didamall diouzh ur bras a bec’hed.

Accueille les paroles de ma bouche, le murmure de mon coeur ; * qu'ils parviennent devant toi, Seigneur, mon rocher, mon défenseur ! Ps 19, 15 : Ra blijo deoc’h lavaroù va genou, ha mouskan va c’halon, dirazoc’h, Aotrou, va difenner, va dasprener.