Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 46

Salmoù - Salm 46


Salm 46



Ps 46, 1 : D’ar mestr-kaner. Eus mibien Kore. War ‘ar merc’hed yaouank’. Kan.

Dieu est pour nous refuge et force, secours dans la détresse, toujours offert. Ps 46, 2 : Doue a zo evidomp ur repu hag un difenn, ur skoazell bepred ganeomp e pep anken.

Nous serons sans crainte si la terre est secouée, si les montagnes s'effondrent au creux de la mer ; Ps 46, 3 : Gant se n’hor bez ket aon pa vez eilpennet an douar, pa drabidell ar menezioù e-kreiz ar mor,

ses flots peuvent mugir et s'enfler, les montagnes, trembler dans la tempête :[R/] [Il est avec nous, le Seigneur de l'univers ; citadelle pour nous, le Dieu de Jacob !] Ps 46, 4 : pa sav e wagennoù o yudal hag o virviñ, pa gren ar menezioù gant nerzh e darzhioù. Aotrou ar galloudoù a zo ganeomp, Doue Yakob a zo hon difenner.

Le Fleuve, ses bras réjouissent la ville de Dieu, la plus sainte des demeures du Très-Haut. Ps 46, 5 : Gwazhioù ur stêr vras a ro levenez da Gêr veur Doue, chomadur santelañ an Uhel-meurbet.

Dieu s'y tient : elle est inébranlable ; quand renaît le matin, Dieu la secourt. Ps 46, 6 : En he c’hreiz emañ Doue ha divrall e chomo ; eno emañ Doue d’he sikour da darzh an deiz.

Des peuples mugissent, des règnes s'effondrent ; quand sa voix retentit, la terre se défait. Ps 46, 7 : Ar pobloù a groz, ar rouantelezhioù a virvilh ; met sevel a ra e vouezh ha setu an douar o teuziñ.

R/ Il est avec nous, le Seigneur de l'univers ; citadelle pour nous, le Dieu de Jacob ! Ps 46, 8 : Aotrou ar galloudoù a zo ganeomp, Doue Yakob a zo hon difenner.

Venez et voyez les actes du Seigneur, comme il couvre de ruines la terre. Ps 46, 9 : Deuit ha gwelit oberoù an Aotrou, an taolioù sebezus en deus graet war an douar : Lakaet en deus ar brezel da baouez betek penn pellañ ar bed,

Il détruit la guerre jusqu'au bout du monde, il casse les arcs, brise les lances, incendie les chars : Ps 46, 10 : torret en deus ar gwaregoù, bruzunet ar goafioù, dêvet en deus ar skoedoù en tan.

« Arrêtez ! Sachez que je suis Dieu. Je domine les nations, je domine la terre. » Ps 46, 11 : Paouezit hag anavezit ez eo me a zo Doue, a drec’h war ar broioù, a drec’h war an douar !

R/ Il est avec nous, le Seigneur de l'univers ; citadelle pour nous, le Dieu de Jacob ! Ps 46, 12 : Aotrou ar galloudoù a zo ganeomp, Doue Yakob a zo hon difenner.