Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 99

Salmoù - Salm 99


Salm 99



Le Seigneur est roi : les peuples s'agitent. Il trône au-dessus des Kéroubim : la terre tremble. Ps 99, 1 : An Aotrou a zo roue ! Ra greno ar pobloù ; tronañ a ra war ar Geroubined hag e trabidell an douar.

En Sion le Seigneur est grand : c'est lui qui domine tous les peuples. Ps 99, 2 : Bras eo an Aotrou e Sion, uhel-meurbet a-us d’an holl bobloù.

Ils proclament ton nom, grand et redoutable,R / car il est saint ! Ps 99, 3 : Ra vezo meulet hoc’h anv bras ha spouronus, rak santel ez eo, ha galloudus. *

Il est fort, le roi qui aime la justice. + C'est toi, l'auteur du droit, toi qui assures en Jacob la justice et la droiture. Ps 99, 4 : C’hwi eo ar roue a gar ar reizhded : ar gwir hag ar justis hoc’h eus diazezet ; c’hwi a lakaio ar reizhded da ren war Yakob.

Exaltez le Seigneur notre Dieu, + prosternez-vous au pied de son trône,R / car il est saint ! Ps 99, 5 : Meulit braster an Aotrou, hon Doue, ha stouit ouzh skabell e dreid, rak santel eo an Aotrou, hon Doue.

Moïse et le prêtre Aaron, Samuel, le Suppliant, + tous, ils suppliaient le Seigneur, et lui leur répondait. Ps 99, 6 : Moizez hag Aaron a oa e-touez e veleien, ha Samouel e-touez ar re a bede e anv. An Aotrou a bedent hag Eñ a responte dezho,

Dans la colonne de nuée, il parlait avec eux ; ils ont gardé ses volontés, les lois qu'il leur donna. Ps 99, 7 : er golonenn-goabr e komze outo. Hag int a zalc’he d’e c’hourc’hemennoù ha d’al lezennoù en devoa urzhiet dezho.

Seigneur notre Dieu, tu leur as répondu : + avec eux, tu restais un Dieu patient, mais tu les punissais pour leurs fautes. Ps 99, 8 : Aotrou, hon Doue, c’hwi a responte dezho ; un Doue trugarezus oc’h bet en o c’heñver, met ivez ur c’hastizer evit o fec’hedoù.

Exaltez le Seigneur notre Dieu, + prosternez-vous devant sa sainte montagne,R / car il est saint, le Seigneur notre Dieu. Ps 99, 9 : Meulit braster an Aotrou, hon Doue, ha stouit ouzh e venez santel, rak santel eo an Aotrou, hon Doue.