Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 60

Salmoù - Salm 60


Salm 60



Ps 60, 1 : D’ar mestr-kaner. War don “Lilienn an testeni”. Barzhoneg David. Evit kelenn.

Ps 60, 2 : Pa vrezelas enep Aram-Naharaim hag Aram-Soba, pa zistroas Joab da bilat Edom e traonienn an holen war daouzek mil den.

Dieu, tu nous as rejetés, brisés ; tu étais en colère, reviens-nous ! Ps 60, 3 : Aotrou Doue, hon distaolet, hon dispennet hoc’h eus, kounnaret e oac’h. Distroit davedomp !

Tu as secoué, disloqué le pays ; répare ses brèches : il s'effondre. Ps 60, 4 : Hejet hoc’h eus ar vro ha faoutet anezhi ; addresit he frailhoù, rak o kouezhañ emañ.

Tu mets à dure épreuve ton peuple, tu nous fais boire un vin de vertige. Ps 60, 5 : Lakaet hoc’h eus ho pobl da welout darvoudoù kalet, roet hoc’h eus deomp da evañ ur gwin mezevellus.

Tu as donné un étendard à tes fidèles, était-ce pour qu'ils fuient devant l'arc ? Ps 60, 6 : Daoust hag ho poa roet ur banniel d’ar re ho touj, evit tec’hout gwelloc’h a-zirak ar wareg ?

Que tes bien-aimés soient libérés ; sauve-les par ta droite, réponds-nous ! Ps 60, 7 : Deuit da zieubiñ ho re vuiañ-karet, hor salvit gant ho torn dehou ha respontit. *

Dans le sanctuaire, Dieu a parlé : + « Je triomphe ! Je partage Sichem, je divise la vallée de Soukkôt. Ps 60, 8 : Doue en deus komzet en e santual : « Tridal a ran, lodennañ a rin Sikem, ha muzuliañ traonienn Soukot.

« A moi Galaad, à moi Manassé ! + Éphraïm est le casque de ma tête, Juda, mon bâton de commandement. Ps 60, 9 : Din-me emañ Galaad ha din-me Manase, Efraim a zo tokarn va fenn, Youda va bazh-roue.

« Moab est le bassin où je me lave ; + sur Édom, je pose le talon. Crieras-tu victoire sur moi, Philistie ? » Ps 60, 10 : Moab eo ar gibell en em walc’han enni. Ouzh Edom e taolan va sandalenn, ha war Filistia e trec’han en ur youc’hal ». *

Qui me conduira dans la Ville-forte, qui me mènera jusqu'en Édom, Ps 60, 11 : Piv am bleino betek e-barzh ar Gêr-greñv ? Piv am reno betek e-kreiz Edom ?

sinon toi, Dieu, qui nous rejettes et ne sors plus avec nos armées ? Ps 60, 12 : C’hwi hepken, Aotrou Doue, hag hoc’h eus hon distaolet, c’hwi hag a zo chomet hep kerzhout ken e penn hon armeoù. Roit deomp ho skoazell a-enep an enebour, rak didalvoud eo sikour an den.

Porte-nous secours dans l'épreuve : néant, le salut qui vient des hommes ! Ps 60, 13 : Hogen gant nerzh Doue e sevenimp taolioù kadarn, eñ a vac’ho hon enebourien dindan e dreid.